Charlez II Navarra
Charlez Evreux, pe Charlez II Navarra, Carlos II Navarra, anavezet evel Charlez an Drouk, Charles le Mauvais gant istorourien Bro-C'hall (Évreux 1332-1387 Pamplona), a oa Kont Évreux, etre 1343 ha 1378, ha Roue Navarra, adalek 1349 betek e varv e 1387.
E vuhez
kemmañMab e oa da Fulup III Navarra ha da Janed II Navarra, rouanez Navarra, merc'h d'ar roue gall Loeiz X. Pennhêrez e oa e vamm met e 1328 e voe roet kurunenn Bro-C'hall da Fulup VI, kenderv da Loeiz X (Bro-C'hall), ha ne voe ganet Charlez Evreux nemet e 1332. Pa deuas ar Brezel Kant Vloaz ha faezhadennoù an arme c'hall e voe sachet gwall vrud war anvioù ar roueed Valois, ha tro a gavas Charlez Evreux da ziskleriañ o direizhded ha da c'houlenn ar gurunenn evitañ. Evit kas e vennad da benn e steuas iriennoù hag en em glevas gant an holl a bep eil, o treitouriñ an eil hag egile. E 1364 e voe trec'het en emgann Cocherel.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e voe en 1352 da Janed Bro-C'hall (1343-1373). E kastell Vivier, e-tal Fontenay-Trésigny, en Brie, e voe lidet an eured. Eizh bugel o doe:
- Marie ganet e 1360, dimezet en 1393 da Alfonso Aragon († 1412), dug Gandia
- Charlez III Navarra (1361 - 1425), roue Navarra
- Philippe, ganet en 1364, marvet en -yaouank,
- Pierre (1366 - 1412), kont Mortain
- Janed (1370 - 1437), a voe dugez Breizh ha rouanez Bro-Saoz, dimezet div wech:
- en 1386 da Yann IV (dug Breizh) (1340 - 1399),
- en 1403 da Herri IV (Bro-Saoz) (1367 - 1413)
- Blanche, marvet da 13 vloaz, a-raok he zad
- Bonne (1373-1383) ; marvet a-raok he zad
- Isabelle, savet e kouent Santa-Clara en Estella, e Navarra.
Priedoù kleiz en doe:
- Catalina de Lizaso, hag ur mab he doe
- Leonel, bastard Navarra (1378-1413), marc'heg, beskont Muruzabal de Andion ; dimezet da Epifania de Luna, ha pemp bugel o doe;
- Catalina de Esparza, hag ur verc'h he doe:
- Johanna, bastardez Navarra (war-dro 1378-1413), dimezet en 1397 da Johan de Béarn, skoedour, kabiten kastell Lourdes en Bigorre ; en 1381, e oa gwaz dindan e dad-kaer evit e zouar e Murillo el Fruto.