Janed Bro-C'hall (1343-1373)
- Pennadoù Janed Bro-C'hall ha Janed Valois zo ivez.
Janed Bro-C'hall, pe Janed Valois ( 1343-1373 Évreux), a oa ur briñsez c'hall deuet da vout rouanez Navarra.
He buhez
kemmañGanet e oa e Châteauneuf-sur-Loire e 1343. Merc'h e oa da Yann, dug Normandi neuze, deuet da vout ar roue Yann II goude, ha da Bonne de Luxembourg e gentañ pried.
Dimeziñ
kemmañDimezet e oa e 1352 da Charlez II Navarra (1332-1387), Roue Navarra. E kastell Vivier, e-tal Fontenay-Trésigny, en Brie, e voe lidet an eured.
- Marie, ganet en 1360, dimezet en 1393 da Alfonso Aragon († 1412), dug Gandia
- Charlez III Navarra (1361 † 1425), roue Navarra
- Philippe, ganet en 1364, marvet en -yaouank,
- Pierre (1366 † 1412), kont Mortain
- Janed (1370 † 1437), a voe dugez Breizh ha rouanez Bro-Saoz, dimezet div wech:
- en 1386 da Yann IV (dug Breizh) (1340 † 1399),
- en 1403 da Herri IV (Bro-Saoz) (1367 † 1413)
- Blanche, marvet da 13 vloaz, a-raok he zad
- Bonne, marvet a-raok he zad
- Isabelle, savet e kouent Santa-Clara en Estella , e Navarra.