Beltram Gwesklin
Beltram Gwesklin a oa ur goprsoudard eus ar Grennamzer, ezel eus unan eus koshañ tiegezhioù Breizh. Ganet e oa bet e 1320 e Bronn e-kichen Dinan, ha marvet e oa d'an 13 a viz Gouere 1380 dirak Châteauneuf-de-Randon, e bro Velai en Okitania. E servij roue Bro-C'hall Charlez V e voe, anvet da gonestabl Bro-C'hall gantañ. Unan eus tudennoù Roman national Bro-C'hall eo deuet da vezañ adalek an XIXvet kantved.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Bertrand Du Guesclin |
Anv-bihan | Bertrand |
Titl noblañs | Kont |
Deiziad ganedigezh | 1320s, 1320 |
Lec'h ganedigezh | Bronn |
Deiziad ar marv | 13 Gou 1380 |
Lec'h ar marv | Chastèlnòu de Randon |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis, Monument du cœur de Bertrand du Guesclin |
Tad | Robert II du Guesclin |
Breur pe c'hoar | Olivier du Guesclin |
Pried | Jeanne de Laval-Tinténiac, Tiphaine Raguenel |
Yezhoù komzet pe skrivet | krennc'halleg |
Micher | milour, marc'heg |
Karg | Constable of France |
Deroù ar prantad labour | 1335 |
Grad milourel | Constable of France, Constable of Castile |
Skour lu | Lu |
Yaouankiz Beltram Gwesklin
kemmañMab henañ Roparzh II Gwesklin (1300-1353), aotrou la Motte-Broons hag e wreg Chann Malesmains (marvet e 1350), intron Sens. E vilded (lavaret a reer diwar e benn e oa « an hini divalavañ etre Roazhon ha Dinam ») hag e daerded a dalvezas dezhañ dismeg e dad.
Abalamour da se e voe dav dezhañ gounit doujañs an noblañs diwar-bouez beg e gleze. Merzet e voe adalek e yaouankiz abalamour d'e nerzh, d'e oueskter ha dre ma oa douget d'ar c'hann. E-pad un tournez a oa difennet dezhañ kemer perzh ennañ, e faezhas holl e enebourien, kent nac'hañ en em gannañ gant e dad en ur izelaat e c'hoaf dre zoujañs da vare ar c'hrogad (evit brasañ souezh an arvesterien). 15 vloaz e oa.
Kurioù kentañ
kemmañDont a reas Gwesklin da vezañ brudet e 1357 o kemer perzh e difenn Roazhon a oa sezizet gant Yann Gent, dug Lancaster. Adoubet e voe neuze gant Eleastre Marès, e kastell Montmuran en Ivineg, hag hennezh a lakaas anezhañ Kabiten Pontorson ha Menez-Mikael-ar-Mor. Diskouez a reas e galonegezh e-kerzh ar brezel a rae e reuz etre Charlez Bleiz ha Yann Moñforzh evit hêrezh dugelezh Breizh oc'h harpañ kostezenn an hini kentañ.
Liammoù diavaez
kemmañLevrlennadur
kemmañMeur a vuhezskrid zo bet savet :
- Chroniques, Livre I, Chapitre CCCLVI, Jehan Froissart da lenn enlinenn
- Histoire de Bertrand du Guesclin, connestable de France et des royaumes de Léon de Castille, de Cordovë et de Séville, duc de Molines, comte de Longueville, etc. gant P.H.D.C. Pariz, L. Billaine, 1666, 1693 gant Paul Hay du Chastelet
- Histoire de Bertrand du Guesclin, Comte de Longueville, Connétable de France Reims - Le Batard - 1807 - 2 levrenn, Mame, 1877, gant Guyard de Berville.
- Chronique de Cuvellier, en vers, embannet gant Charrière, 1845.
- Alexandre Mazas (1797-1856), Bertrand Duguesclin, connétable de France : Dugueslin combat les Anglais et sauve le royaume. – [Reproduction en fac-similé] – Nîmes : C. Lacour, dastumad « Rediviva », 2005. – 240 p., 21 cm. – ISBN 2-7504-0775-3. – Fac-similé al levrenn 3, 2vet lodenn, eus an embannadur kentañ, Pariz : E. Devenne, 1828, embannet en dastumad « Vies des grands capitaines français du Moyen Âge ».