Tiphaine Raguenel
Tiphaine Raguenel (war-dro 1335 - 1373) a oa un itron eus Dinan, e Breizh, pried Beltram Gwesklin, hag un astrologourez eus ar XIVvet kantved.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Anv-bihan | Tiphaine |
Anv-familh | Raguenel |
Deiziad ganedigezh | 1335 |
Deiziad ar marv | 1373 |
Lec'h douaridigezh | Basilique Saint-Sauveur de Dinan |
Pried | Beltram Gwesklin |
Micher | steredour, châtelain |
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Robin III Raguenel, aotrou Châtel-Oger, haroz emgann an Tregont, ha da Janed Dinan, beskontez La Bellière. Dimeziñ a reas en 1363 da v-Beltram Gwesklin. Ur skouer a garantez kourtes e oa o dimeziñ hervez ar vojenn, hi plac'h kenenek, hag eñ gwaz divalav hag atav o redek da bell vro.
Brud he doa da vezañ ur vaouez desket. E 1359 he dije diouganet e vije bet trec'h Gwekslin war Thomas Canterbury.
2012
kemmañHe c'hlopenn a vije bet kavet en un ti e Dinan[1]. Hiziv an deiz e c'haller gweladenniñ e Menez Mikael ar Mor un ti e anv "ti Tiphaine Raguenel" ma vije bet o chom ennañ. Soñjal a reer edo o chom e ti ar gouarnour kentoc'h, rak e wreg e oa.
Notennoù
kemmañ- ↑ http://www.ouest-france.fr/ofdernmin_-Le-crane-de-Tiphaine-Raguenel-retrouve-a-Dinan-plus-de-600-ans-apres-sa-mort_40771-2096007-pere-bre_filDMA.Htm Le crâne de Tiphaine Raguenel retrouvé à Dinan plus de 600 ans après sa mort, 13 a viz Gouere 2012, ouest-france.fr, Ouest France