Emgann an Alre (1364)

Emgann an Alre a c'hoarvezas d'an 29 Gwengolo 1364 e-tal an Alre, e Bro-Wened, etre soudarded Charlez Bleaz ha re Yann Moñforzh. 4000 soudard a oa gant kostezenn Charlez Bleaz hag e-tro 3500 gant tu Moñforzh. Lazhet e voe Charlez Bleaz ha rishet e arme (etre 800 ha 1000 marvet gant 1500 prizoniad), trec'h e voe e enebour a zeuas da vezañ Dug Breizh. Kolloù kostezenn Moñforzh a zo dianav. Un emgann pouezus eo dre ma echu mare drastus Brezel hêrezh dugelezh Breizh.

emgann an Alre
emgann
Rann eusBrezel hêrezh dugelezh Breizh Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hAn Alre Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°40′7″N 2°58′53″W Kemmañ
Deiziad29 Gwe 1364 Kemmañ
Map
Emgann an Alre gant Jean Froissart.

An emgann kemmañ

Da gentañ ez eus un eskemm tennoù etre ar gwaregerien Saoz hag an arbalastrerien gall. Ar varc'hegerien na glaskont ket en em lakaat hervez ur strategiezh met a red d'an emgann.

Ar stourm a zo garv, eus an daou du ez eo aet skuizh an holl gant ur brezel difin. Ar c'hoant a zo e vefe an emgann-se an hini ziwezhañ. A-bep tu ez eus bet urzhioù da lazhañ ma vez tu ar re war ar renk da vezañ hêr.

Ar c'horfadoù Saoz-Breton a zo bountet, met ar soudarded da c'hortoz a erru evit stankañ an toulloù. Kostezenn dehoù al lu Breton-Gall a zo torret, hep sikour soudarded da c'hortoz e gil war-zu ar c'hreiz.

Ar gostezenn kleiz a zo bountet ivez. Soudarded Charlez Bleaz a grog da gilañ gant aon o welet an emgann evel kollet. Charlez, lakaet d'an traoñ gant un taol goaf a zo lazhet gant ur soudard Saoz evel ma oa bet laret en urzhioù. Du Guesclin, ur wech torret e armoù a n'em rent d'ar Saoz John Chandos.

Heuliadoù kemmañ

Fin Brezel hêrezh Breizh eo. Dre Gentañ Feur-emglev Gwenrann e 1365 e voe anavezet Yann IV da zug Breizh gant roue Bro-C'hall.

 
Emgann an Alre, e Kronikenn Bertrand Du Guesclin gant Cuvelier
 
Pierre Le Baud, Compillation des cronicques et ystoires des Bretons, xvvet kantved, Levraoueg Vroadel Bro-C'hall.
 
Beltram Gwesklin harzet gant John Chandos e-kerzh Emgann an Alre e 1364.

Lennegezh kemmañ

Liamoù diavaez kemmañ