Kentañ Feur-emglev Gwenrann

Ur pennad Feur-emglev Gwenrann zo ivez.

A drugarez da hanterouriezh Yann III (Craon), arc'heskob Reims d'an ampoent, Kentañ Feur-emglev Gwenrann a oa bet sinet hag embannet d'an 12 a viz Ebrel 1365 en iliz-chabistr Sant-Albin Gwenrann.
Gantañ e oa bet lakaet fin da Vrezel hêrezh dugelezh Breizh en devoa enebet

Diouzhtu e oa bet kaset ar feur-emglev da Charlez V (Bro-C'hall) en devoa peurwiriekaet ar bennaenn anezhañ d'an 22 a viz Mae 1366, da lâret eo ouzhpenn bloaz goude...da c'hortoz e teufe an Dug da gadarnaat e wazoniezh dezhañ. Ar pezh a voe graet d'an 13 a viz Kerzu dirak ur c'huzul roueel ledanaet.

Diferadurioù ar feur-emglev

kemmañ

Lakaet e oa bet Yann IV da hêr reizh. Padal, ne oa ket bet dizarbennet dezoioù re Bentevr penn-da-benn peogwir e rejod d'al lezenn hêrezh eeun pleustriñ e Breizh :

  • an dugelezh a ranke bezañ kaset a bar da bar e familh re Voñforzh,
  • ma vije an hêrezh en arvar e tremene da familh re Bentevr, dre hanterouriezh ar merc'hed kentoc'h.

Heuliadoù war hêrezh Breizh

kemmañ

Asuret e oa bet hêrezh Breizh e-pad ouzhpenn ur c'hantved. Koulskoude e chome mut-sourd ar feur-emglev e ken kaz na chomje nemet merc'hed en div familh. Ar pezh a c'hoarvezas e dibenn ar XVvet kantved :

Diwar neuze, kent marv an Dug en devoa klasket daou du en em lec'hiañ an abretañ ar gwellañ o soñjal en hêrezh :

Ken diresis ma veze ar stadud hêrezh e Breizh m'en devoa bet lakaet diaes ar wiraourien :

  • eus un tu, ma oa Breizh un hêrezh nobl klasel e c'halled he gwerzhañ pe werzhañ he gwirioù d'an hêrezh (evel en Daofinez da skouer),
  • diouzh un tu all, abaoe Kentañ Feur-emglev Gwenrann e rae Duged Breizh Dug Breizh, dre c'hras an Aotrou Doue anezhe o-unan ; ma tenne kurunenn Breizh da Zoue hepken, evel kurunenn Bro-C'hall, e oa dilamadus ar gwirioù hêrezh (hag eztalvoud o gwerzh eta).

Elfennoù all a oa deuet da luziañ termenadenn an hêr reizh :

  • e 1420, disklêriet e oa bet treitourien re Bentevr gant Stadoù Breizh ; dirannet e oa bet o gwirioù, enorioù hag anvioù Breizh anezhe ha rasket o madoù rak an Dug Yann o devoa skrapet dre daol-treitour,
  • e 1448 e oa daskoret ar gontelezh dezhe ouzh ur renoñsiñ d'o gwirioù,
  • da c'houde en devoa Dug Breizh skrivet da Yann Iañ (Châtillon), kont Pentevr anezhañ, e tileze diferadenn dilez ar gwirioù da hêrezh hemañ ; eus e du, kont Pentevr en devoa prometet dezhañ ne raje ket gant al lizher-se. Kentañ lizher a oa bet roet da roue Bro-C'hall e 1480 digant Nicole a Bentevr, a-gevret gant ar gwirioù war an Dugelezh ; nac'het e oa bet gant roue Bro-C'hall e rentañ da Frañsez II, daoust d'e c'houlenn groñs,
  • e 1465 e oa bet rasket kontelezh Pentevr gant an Dug adarre, hep na vije bet roet resisadur ebet war an heuliadoù gwirel da zont.