Jean Froissart
Jean Froissart (war-dro 1337 – war-dro 1405) a oa un istorour gall, unan eus ar re bouezusañ er Grennamzer e Bro-C'hall. Skridoù Froissart zo ur vammenn eus ar re wellañ evit studiañ istor ar Brezel Kant Vloaz, istor Bro-Saoz koulz hag istor Bro-C’hall er XIVvet kantved.

Genidik e oa Froissart eus Valenciennes, e kontelezh Hainaut. Mont a reas d’ar c’hloerdi. Ur barzh donezonet e oa ivez. Mont a reas da istorour ofisiel e lez ar rouanez Philippa de Hainaut, a oa da vezañ gwreg ar roue saoz Edouarzh III.
Beajiñ kalz a reas Froissart, da-heul Philippa, e Bro-Saoz, Bro-Skos, Kembre, Bro-C'hall, Flandrez, Spagn, Italia. E dibenn e vuhez, goude marv Philippa, e teuas da vezañ chaloni e Chimay, e kontelezh Hainaut.
E oberennAozañ
Brudet eo Froissart abalamour d’e Gronikennoù (Chroniques, 1400), dreist-holl. Testenn an oberenn-se a gaver e tremen 100 dornskrid enlivet gant meur a skeudennaouer. Dornskrid Lodewijk van Gruuthuse (Louis de Gruuthuse) eo an hini brudetañ eus an dornskridoù-se, embannet gant un noblañs eus Brugge, er bloavezhioù 1470. Er peder levrenn, miret e Levraoueg Vroadel Bro-C'hall, e Pariz, e kaver 112 skeudennig livet gant arzourien wellañ Brugge en amzer-se, dreist-holl gant Loiset Lyédet, oberour skeudennoù an div levrenn gentañ.
SkeudennoùAozañ
Skeudennoù gant Loyset Liédet, tennet eus Kronikennoù Froissart.
Marv Hugh le Despenser, Krouget, charreet ha didroc'het e 1326. Skeudenn tennet eus unan eus dornskridoù ar C’hronikennoù (BNF FR 2643-6).
Emgann Sluys, 1340 e dornskrid Gruuthuse ivez.
Emgann Crécy, 1346. Skeudenn tennet eus un dornskrid eus ar Xvvet kantved (BNF, FR 2643, fol. 165v).
Emgann Neville's Cross, 1346, etre Saozon ha Skosiz. Skeudenn tennet eus dornskrid Gruuthuse (BNF FR 2643-6).
Yann II (Bro-C'hall) o reiñ urzh da herzel Charlez ar Moal, roue Navarra.
Lazhadenn Étienne Marcel ha Jean Maillard, 31 a viz Gouere 1358. (BNF , FR 2643).
Richarzh II (Bro-Saoz) en em gav gant emsavidi, 1381.
Marv Wat Tyler, rener Emsavadeg ar Gouerien, 1381.
Emgann Rozebeke (1382)