Camille Jedrzejewski

Camille Jedrzejewski, ganet d'an 22 a viz Ebrel 2002 e Compiègne, zo un dennerez-sport c'hall. Arbennik eo war an amprouennoù pistolenn 10 metr ha 25 metr[1].

Camille Jedrzejewski
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Bro sportFrañs Kemmañ
Anv-bihanCamille Kemmañ
Anv-familhJedrzejewski Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Ebr 2002 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCompiègne Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michersport shooter Kemmañ
SportSportoù tennañ Kemmañ
Perzhiad eshooting at the 2023 European Games – women's 10 metre air pistol Kemmañ

Buhezskrid

kemmañ

Kaset he deus Camille Jedrzejewski he bugaleaj e Noyon (departamant an Oise). Da bemzek vloaz e oa krog d'ober pentatlon asambles gant he c'hoar. Dre ma tiskoueze bezañ barrek war an tennañ e oa bet tapet e skipailh Frañs da 14 vloaz[2]. E 2021 he deus tapet ar vedalenn arc'hant en amprouenn pistolenn 25 metr e kampionadoù ar bed junior e Lima.

E 2022 ez a ar maout ganti er memes amprouenn e kampionad ar bed e Rio de Janeiro. E fin ar memes bloaz he deus kemeret perzh er President's Cup, ur genstrivadeg enni an 12 tennerez wellañ er bed. Enni he deus tapet an eil plas er bistolenn 25 metr hag ar plas kentañ er bistolenn 10 metr[3].

E 2023 he deus tapet an eil plas e kampionadoù Europa hag ar vedalenn arc'hant er C'hoarioù european e Kraków, en amprouennoù pistolenn 10 metr bepred. E miz Gouere 2024 he deus tapet ar vedalenn arc'hant en amprouenn pistolenn 25 metr da vare ar C'hoarioù Olimpek hañv e Pariz.

Pleustriñ a ra war an tennañ e CREPS Bourdel abaoe 2017. Studiañ a ra ar merata-kineziterapiezh er memes kêr. Adarmeadez eo er polis[2].

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) "Les Yeux dans les Jeux" : Louis Laforge a testé le tir au pistolet avec Camille Jedrzejewski, war lec'hienn France Info, 12/04/2024 (sellet d'ar 05/08/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) MACHADO Pierre, JO 2024 - TÉMOIGNAGE. Camille Jedrzejewski, war Ouest-France, 12/06/2024 (lennet d'ar 05/08/2024)
  3. (fr) Tir: Camille Jedrzejewski remporte la President’s Cup en pistolet à 10 mètres, war Courrier Picard, 03/12/2022 (lennet d'ar 05/08/2024)