Ur gwenn pe sibl a zo un dra hag a glasker tizhout pa denner gant biroùigoù, gant ur wareg pe gant armoù-tan. Bras pe vrasoc'h a c'hell bezañ hervez ar bellder etre an tenner hag ar gwenn. Sifroù da gontañ ar poentoù a c'hall bezañ skrivet warnañ.

sibl
Iskevrennad eusartificial physical object Kemmañ
Implijshooting, target practice Kemmañ

Biroùigoù

kemmañ
 
Ur gwenn biroùigoù

Gwaregata

kemmañ
 
Ur sibl implijet er gwaregata

Sportoù-tennañ

kemmañ
 
Ur gwenn C10 (Karabinenn dre aer gwasket 10 metr) (4,5 x 4,5 cm)

Ar braz eus ar sibloù paper implijet er sportoù tennañ zo du o c'hreiz, ha gwenn an takad tro-dro. Sibloù liv a gaver e amprouennoù 'zo eus ar benchrest evel an 22 Hunter. Sibloù metal a vez implijet ivez evit amprouennoù zo. E-touez ar gwennoù paper, anavezet pe get, gant an ISSF e kaver sibloù[1] :

  • ISSF C300 (100 x 100 cm) evit an amprouennoù karabinenn 300 metr ;
  • C200 (80 x 80 cm) evit ar garabinenn 200 metr ;
  • C100 (30 x 30 cm) evit ar garabinenn 100 metr ;
  • ISSF 11 x 11 cm evit an amprouennoù karabinenn 50 metr ;
  • ISSF C50 (50 x 50 cm), evit an amprouennoù pistolenn 25 metr ha 50 metr, implijet evit pleustriñ da 50 metr gant ar c'harabinennoù ivez ;
  • C17 (15,5 x 15,5 cm) evit ar bistolenn 10 metr dre aer gwasket ;
  • ISSF C10 (4,5 x 4,5 cm), evit an amprouennoù karabinenn 10 metr dre aer wasket ;
  • gwennoù ispisial evit an amprouennoù benchrest, meur a sibl bihan gante war ar memes kartoñs ;
  • sibloù fiñv paper, tresadennoù loened warne.

Sibloù all a implijer ha pa ne vefent ket anavezet gant an ISSF : reoù ruz ha gwenn, pe reoù a ziskoach ul liv melen er poent ma vezont skoet.

Daveennoù

kemmañ
  1. Hervez Règles techniques ISSF da bellgargañ war lec'hienn an FFTir