Geriaoueg an armoù-tan
A • B • CH • D • E • F • G • H • I • J • K • L • M • N • O • P • Q • R • S • T • U • V • W • X • Y • Z |
A
kemmañAdkargañ
kemmañAn adkargañ eo ar fed d'ober munisionoù er gêr diwar douilhezioù bet implijet dija. Marc'hadmatoc'h eo ar munisionoù graet er gêr evit ar re broduet en uzinoù peurliesañ. Gellet a ra bezañ graet gant munisionoù skoet e kreiz, met n'eo ket posupl adkargañ er gêr munisionoù skoet war o zro peogwir e vez labezet o douilhez pa denner gante. Pazennoù nesañ an adkargañ eo :
- naetaat hag adstummañ an douilhez ;
- ouzhpennañ un emors en douilhez ;
- lakaat ur gargad poultr en douilhez ;
- sternañ ur boled nevez war an douilhez.
Argil
kemmañAn argil, pe kiladenn, eo ar fiñvadenn war an a-dreñv a ra un arm pa lez an tenn da vont. Dont a ra eus ar gazoù produet gant tarzhadenn poultr ar gartouchenn. Izel pe uhel e c'hall bezañ hervez kalibr ar munision ha pouez an arm.
Arm-dorn
kemmañUn arm-dorn a zo un arm-tan hiniennel graet evit bezañ implijet gant un dorn nemetken, evel ar revolverioù pe ar pistolennoù.
Arm-skoaz
kemmañUn arm-skoaz zo un arm-tan hiniennel graet evit bezañ skoaziet pe lakaet war ur skor (daoubez pe trebez da skouer) hag implijet gant an daouarn. Ar fuzuilhoù hag ar c'harabinennoù a zo armoù-skoaz.
Arm-tan hiniennel
kemmañAn armoù-tan hiniennel a zo armoù a c'hall bezañ douget hag implijet gant un den nemetken. Mont a ra o c'halibr betek 12,7 mm peurliesañ (14,5 mm evit ar fuzuilh Sniper Alligator implijet gant arme Ukraina). Er rummad-mañ e kaver an armoù-dorn hag an armoù-skoaz.
Armeurer
kemmañUn armeurer(ez) pe armdiour(ez) zo un den hag a zo e vicher sevel, stokañ, kempenn hag a-wechoù gwerzhañ armoù. Gellet a ra labourat evit un embregerezh armoù-tan, evit polis pe arme ur stad, pe bezañ emren. Ur stal e-lec'h ma werzher armoù a zo un armeuri pe un armdi. An hollad micherioù stag d'an armoù dre vras eo an armerezh.
Aotomatek
kemmañUn arm aotomatek a c'hell tennañ meur a voled a-dennadegoù pa bouezer ur wech nemetken war an draen. E Bro-C'hall eo renket an armoù-mañ er rummad A hervez lezenn (difennet d'ar siviled).
B
kemmañBannadell
kemmañUr vannadell eo ar pezh a vez kaset er-maez eus un arm-tan pa denner, pe e vefe drajez plom pe ur boled.
Banniel-test
kemmañUr banniel-test a zo un ostilh surentez, e plastek peurliesañ, a lakaer e kanol un arm-tan dre e gambr evit diskouez n'eus munision ebet prest da vezañ tennet ennañ. Alies e vez gantañ ul liv flamm (ruz, orañjez) disheñvel diouzh livioù boas an armoù, ha dre se e c'hall gwelet an holl en un taol-lagad emañ an arm e surentez. Er standoù-tennañ eo peurliesañ ret lakaat ur banniel-test en arm pa vez tud e takad ar sibloù.
Beg ar c'hanol
kemmañDre veg kanol un arm-tan ec'h a ur vannadell er-maez.
Boled
kemmañAr boled eo an tamm eus ar munision a vez kaset er-maez eus ar c'hanol, bihanoc'h e dreuzkiz evit 20 mm.
Bourled
kemmañDanvez ouzhpenn a gaver e-tro strad un douilhez. Ijinet eo bet evit ma talc'hfe e plas ar c'hartouchennoù e kambr an arm.
Bourrell
kemmañBourrell a gaver er c'hartouchennoù chase etre ar poultr hag ar bannelloù. Pal ur vourrellenn eo dasparzhañ an nerzh produet gant tarzhadenn ar poultr war an holl blomennoù.
Buker poent ruz
kemmañUr buker poent ruz, anvet ivez red dot e bed an armoù-tan, a zo ur benveg gweledoniezh bihan a vez montet war reilhoù un arm-tan hiniennel evit sikour an tenner da gavout buan ur sibl tost a-drugarez d'ur poent liv bannet ouzh ur skrammig.
CH
kemmañChoke
kemmañUr choke, pe choke-bore, a zo ur pezh a lakaer e beg kanolioù ar fuzuilhoù chase da strishaat pe da ledanaat ar goumoulennad plomoù. Meur a vent a zo dezho : leun (full), 3/4, 1/2 pe 1/4.
Cook off
kemmañAr cook off, cooking off pe tarzhadenn degaset gant an dommder a c'hoarvez a-wechoù an armoù dezhe ur sistem gant ur gulasenn serr. Tarzhañ a ra emors ar munision abalamour da dommder ar gulasenn hep ma ne vefe skoet. Grevus e c'hall bezañ seurt darvoud.
D
kemmañDA
kemmañDouble Action (daou ober), unan eus doareoù mont en-dro platinenn un arm-dorn.
Damaotomatek
kemmañUn arm damaotomatek a denn ur vannadell bewech ma vez pouezet war e zraen. N'eus ket ezhomm da gambriñ ur munision nevez gant an dorn goude pep tenn : ur sistem gaz e gwikefre an arm a ra, betek ma vo goullo ar c'harger. E Bro-C'hall eo renket an armoù-mañ er rummad C hervez lezenn m'o deus un endalc'h 3 c'hartouchenn d'ar muiañ (rummad B a-hend-all).
DAO
kemmañDouble Action Only (daou-ober nemetken), unan eus doareoù mont en-dro platinenn un arm-dorn.
Daoubez
kemmañUn daoubez a implijer da stabilaat ur fuzuilh pe ur garabinenn pa denner. Peurliesañ e stager anezhañ dindan ar c'hanol, war ur reilh pe en ur ruilhenn. A-wechoù eo enbarzhet en arm, evel war ar garabinenn Steyr Scout RFR.
Darvoud-tennañ
kemmañUn darvoud-tennañ a c'hoarvez pa ne denn ket un arm-tan pa bouezer war e zraen. Meur a abeg a c'hall bezañ d'an darvoudoù-tennañ : munision stanket er gambr, kudenn gant ar c'harger, kartouchenn siek, gwinterell pe skoer torret, arm naetaet pe morailhet fall... Un darvoud-tennañ n'eo ket ur gwallzarvoud-tennañ.
Dazlamm
kemmañUn dazlamm a c'hoarvez pa vez diheñchet ur vannadell pe un tamm anezhi gant ar sibl tizhet pe un dra all. Gellet a ra bezañ dañjerus evit an tenner hag an dud tro-dro dezhañ. Aliet e vez d'an dennerien lakaat lunedoù-gwarez war o fri pa dennont : memes ma koll nerzh ur vannadell en ur zazlammat e c'hall bezañ dañjerus evit o daoulagad. Gant bannadelloù plom e vez izelaet ar riskl dazlammoù abalamour d'an danvez-se da vezañ gwakoc'h evit an dir, al leton pe ar c'houevr implijet mod-all.
Decock
kemmañAn decock pe decocking (eus ar saozneg cock a dalvez ki un arm) a zo ur surentez war bistolennoù zo. A-drugarez d'ur bouton e c'haller distegnañ ar c'hi hep skeiñ ar munision.
Distegn
kemmañDistegn a verk stad ki un arm pa n'eo ket armet.
Distrinker
kemmañAn distrinker a laka an douilhez goullo da lammat er-maez eus ar fuzuilh-chase goude an tenn.
Douilhez
kemmañDouilhez ur munision eo ar pezh a chom en arm ur wech tennet ar vannadell. En douilhez e kaver ar poultr hag an emors. Er c'hartouchennoù chase e kaver ivez ar plom pe ar boled en douilhez.
Douilhez distroñsañ
kemmañUn douilhez distroñsañ a zo un douilhez faos a lakaer e kambr un arm pa vezer o tennañ hep munision ebet evit pleustriñ, evit chom hep labezañ ar skoer en ur lakaat anezhañ da skeiñ ouzh un elfenn eus an arm.
Draen
kemmañAn draen eo ar pezh a bouezer warnañ gant ar biz-yod da lakaat un tenn da vont. War armoù-zo e c'haller reoliñ hirder red ha/pe pouez-loc'hañ an draen.
Dreistlakaet
kemmañKanolioù dreislakaet a vez graet eus daou ganol an eil war egile, er fuzuilhoù-chase daou-denn. Abalamour e oa diaesoc'h ar wikefre-mañ da sevel e-keñver fuzuilhoù gante daou ganol kichen-ha-kichen e oa deuet ar c'hanolioù dreistlakaet da vezañ boutin en eil hanter an XXvet kantved nemetken.
Driv
kemmañAn driv a zo ul linenn a-blaen faltaziek war ur sibl. Ma stok ur boled a-gleiz pe a-zehou d'ar poent bizet eo ret reizhañ an driv. Un driv fall a c'hell dont eus an tenner, eus ar c'houch, eus al lunedenn, eus un arm pe eus elfennoù all (avel da skouer).
Duañ
kemmañAn duañ a zo un oberenn war ganol un arm evit gwareziñ anezhañ a-enep d'ar mergl ha bravaat anezhañ, a-drugarez da broduioù kimiek, goude ur prantad lufrañ ha disaotrañ. Daou deknik nesañ a gaver, an duañ yen pe an duañ tomm, keroc'h met padusoc'h. Gellet a ra bezañ graet war forzh peseurt kanol, met graet e vez muioc'h evit kanolioù ar fuzuilhoù-chase a vez labezet aesoc'h dre forzh bezañ implijet dindan ar seizh amzer.
E
kemmañEmors
kemmañAn emors a servij da flammañ ar poultr a gaso ar vannadell er-maez eus ar c'hanol. War an armoù kentañ e veze implijet poultr du da emorsiñ an tenn. Etre deroù an XIXvet kantved ha kreiz an XXvet kantved ez eus bet implijet fulminat merkur, a oa efedusoc'h evit ar poultr du met krignus ha distabil. Abaoe e raer gant produioù all : stifnat plom, azotur plom (PbN6) pe nitrat bariom.
- Kartouchennoù skoet e o c'hreiz : an emors a zo e-kreiz strad ar gartouchenn. Ur wech skoet e c'hall an emors bezañ erlec'hiet hag an douilhez adkarget d'ober ur munision nevez. Ar braz eus ar munisionoù modern a implij ar sistem-se.
- Kartouchennoù skoet war o zro : an emors a zo e boureled an douilhez, tro-dro ar strad. N'hall ket an douilhez bezañ adimplijet goude an tenn. Munisionoù bihan a implij ar sistem-se peurliesañ, en o zouez an .22 LR, ar .17 HMR hag an .22 WMR.
F
kemmañFlyer
kemmañEr sportoù tennañ e raer flyer eus ur boled nijet pell eus ar stroll, abalamour d'an tenner, d'an endro, d'an arm pe d'ar munision.
Fuzuilh
kemmañUr fuzuilh zo un arm-tan hir evit tennañ a-bell hag a rank sañset bezañ implijet gant an daouarn pe pozet war ur pezh (daoubez, trebez, sac'h) pa denner. E geriaoueg an arme ez eo ur fuzuilh un arm-tan dezhañ ur c'hanol rizennet. Pa raer anv eus armoù implijet er-maez eus an arme (evit chaseal dreist-holl) ez eo ur fuzuilh un arm dezhañ ur c'hanol flour pe meur a hini.
Fuzuilh-arsailh
kemmañUr fuzuilh-arsailh zo ur arm-skoaz hiniennel aotomatek skañv. Ar Sturmgewehr 44 alaman pe an AK-47 soviedel zo e-touez ar fuzuilhoù-arsailh koshañ hag anavezetañ.
Fuzuilh-pomp
kemmañUr fuzuilh-pomp zo un arm-tan hiniennel hir, dezhañ ur c'harger korzennek dindan e ganol peurliesañ, gouest da dennañ kartouchennoù-chase, hag a vez adarmet a-drugarez da fiñvadenn un elfenn eus fust an arm.
Fuzuilh-vindrailher
kemmañUr fuzuilh-vindrailher zo un arm-skoaz aotomatek pourveziet gant kargerioù fiñv. Skañvoc'h eo evit ur vindrailherez ha ne vez ket pourveziet gant bandennoù kartouchennoù. Un daoubez a zo staget outi alies da stabilaat an tennoù. He c'hefridi war un dachenn-emgann eo souten an droaderien dre dennadegoù berr.
G
kemmañGalloud-herzel
kemmañGalloud-herzel ur munision, e bed ar chase pe an armeoù, a verk pegen buan e c'hall un den pe ul loen skoet gantañ bezañ ehanet diouzhtu. Evit jediñ ar galloud-mañ e vez kemeret e kont energiezh ha stumm e vannadell. Ar c'halibroù .22 LR pe .25 ACP n'o deus ket ur galloud herzel uhel da skouer, met ar c'hontrol eo evit ar .45 ACP pe an 9 mm Parabellum da skouer. Ar bannadelloù kleuz o fenn a ledana pa stokont ouzh ur sibl en ur ober un toull brasoc'h. Uheloc'h eo o galloud-herzel neuze.
Garenn-dornikez
kemmañUr c'harenn-dornikez a gaver a-dreñv da zornikez pistolennoù 'zo evel ar Colt M1911 pe ar Vis wz. 35. Rankout a raer pouezañ warni evit gellet tennañ. Ur sistem-surentez eo.
Greunadenn
kemmañGreunadenn a vez graet eus un arm tarzh bannet dre voaz gant an dorn (anvet neuze greunadenn dorn), met ivez gant stumm un obuzenn (strinkenn tarzh) skoet gant ur fuzuilh (greunadenn fuzuilh) pe ur banner-greunadennoù. Ar greunadennoù a-vremañ zo savet gant ur mir danvez tarzh, un distonier, ur skoer evit enaouiñ an distonier, an armañ a zo stanket gant ur surentez evit an dezougen. An implijer a rank tennañ ar surentez (ur walenn dre voaz) a-raok bannañ ar c'hreunadenn. Ur wech skoet an arm, ar surentez a laosk ar skoer da vont hag an distonier da blantañ tan en danvez tarzh. Goude ur pennadig amzer e tarzh ar c'hreunadenn.
Greunenn
kemmañAr c'hreunenn (war-dro 64,79 miligram) zo un unanenn a-orin eus ar Rouantelezh-Unanet hag a vez implijet kalz e bed an armoù-tan evit termeniñ mas ur boled pe ar c'hementad poultr en ur gartouchenn.
Gwallzarvoud-tennañ
kemmañUr gwallzarvoud-tennañ a c'hoarvez pa vez gloazet pe lazhet un den gant un arm-tan dre wallzarvoud. Disheñvel eo diouzh un darvoud-tennañ.
Gwenn
kemmañAr gwenn, pe sibl, eo an dra a glasker tizhout er sportoù tennañ. Ar re anavezet gant an ISSF a zo gwenn ha du, meur a vent dezhe. Ar re ront o deus treuzkizoù etre 10 cm hag 50 cm hervez an arm implijet hag ar pellder.
Gwinterez
kemmañAr winterez eo ar pezh eus ur fuzuilh-chase a lak ar c'hanol pe ar c'hanolioù da wintañ evit gellet lakaat pe tennañ kartouchennoù enne.
H
kemmañHed-tenn
kemmañAn hed-tenn eo ar pellder ar c'hall bezañ graet gant ur vannadell pa vez tennet. Daou seurt hed-tenn a zo :
- an hed-tenn teorikel, da lavaret eo an hed-tenn graet gant ur boled en un endro hep redioù diavaez (avel, glav, harzoù da skouer)
- an hed-tenn pleustrek : kemer a ra e kont barregezh an tenner, resisted an arm implijet, kalite al lunedenn pe ar c'houch, liv an amzer... En arme e ouzhpenner ivez an hed-tenn efedus d'an hed-tenn pleustrek, da lavaret eo ar pellder a c'hello ober ur boled en ur chom efedus war ur sibl (da lavaret eo herzel un den pe toullañ dafar da skouer).
Holster
kemmañUn holster zo ur skloser a lakaer ennañ ur bistolenn pe ur revolver. Gellet a ra bezañ staget tro-dro d'ur vorzhed, d'an divlez pe d'ar bruched. Implijet e vez evit armoù-dorn ar polis hag ar soudarded da skouer. Difennet eo er standoù tennañ e Frañs a-wechoù.
Horzh-fuzuilh
kemmañUn horzh-fuzuilh, pe lamm-fuzuilh, zo al lodenn a gaver a-dreñv kanol ar fuzuilhoù pe ar c'harabinennoù hag a lakaer ouzh e skoaz pa denner. Gellet a ra bezañ difiñv evel war an armoù-skoaz hengounel, plegus pe deleskopek war armoù-skoaz modernoc'h.
K
kemmañKalibr
kemmañKalibr ur munision a verk treuzkiz e voled, pe e zouilhez evit ar c'hartouchennoù chase. Eztaolet eo e milimetroù pe e meutadoù peurliesañ. Titouroù all a gaver a-wechoù e anv ur c'halibr evit disheñvelaat munisionoù disheñvel o ment met heñvel o c'halibr (evel an .22 Long Rifle hag ar 5,56 × 45 mm da skouer) : hirder an douilhez, ijiner, bloavezh e grouidigezh, kargad a boultr ennañ... Dre hengoun, er broioù european, muzuliet e vez trogleuziñ ur c'hanol (a-raok e vefe uzinet ar rizennoù) evit termeniñ e galibr, e milimetroù peurliesañ. Er Stadoù-Unanet e kemerer e kont kentoc'h ar c'heit etre foñs rizennoù ur c'hanol evit envel ur c'halibr. Eno e vez eztaolet e meutadoù kentoc'h.
Kambr
kemmañAr gambr eo al lec'h ma kaver ur munision just a-raok ma vefe tennet anezhañ.
Kanol
kemmañ- En un arm-tan ez eo ar c'hanol an duellenn a heñch ar bannelloù.
- Ur c'hanol a zo ivez anv ur pezh kanolierezh.
- Kanol flour
- Ur c'hanol flour n'en deus rizenn ebet da heñchañ ar bannadelloù. An armoù-tan kozh pe ar fuzuilhoù-chase modern a zo kanolioù flour dezho.
- Kanol rizennet
- Ur c'hanol rizennet ez eus ennañ ur rizenn, da lavaret eo ul linenn doullet a dro en e ziabarzh. Ar rizenn-mañ a laka ar vannadell da dreiñ warni hec'h-unan er c'hanol : stabiloc'h eo neuze e-pad e nijadenn ha brasoc'h eo he hed-tenn.
Karabinenn
kemmañKarabinenn a vez graet e geriaoueg an arme eus un arm-tan gant ur c'hanol hir met berroc'h eget hini ur fuzuilh pe ur mousked. Er-maez eus bed an arme, e bed ar chase pe ar sportoù-tenn, ur garabinenn zo un arm hir dezhañ ur c'hanol rizennet pe meur a hini. Karabinennoù a raer ivez eus an armoù hir dre aer gwasket pe gaz a c'hall tennañ plomennoù 4,5 mm pe 5,5 mm, evit amprouennoù zo er sportoù tennañ pe an dudi.
Karger
kemmañAr c'harger a lakaer ennañ ar munisionoù evit pourveziañ kambr an arm. Gellet a ra bezañ fiñv : er pistolennoù e kaver ar c'harger en dornikell ; er fuzuilhoù pe karabinennoù modern e vez sanket dindan ar gulasenn peurliesañ. Diabarzh e c'hall bezañ ivez : ur c'hargerioù korzennek a zo dindan ar c'hanol, war ar fuzuilhoù loc'henn-grogenn da skouer, pe a-dreñv d'ar gulasenn. Pourvezer e c'hall bezañ anvet ivez.
Kartouchenn
kemmañUr gartouchenn a zo ur munision evit an armoù-tan hiniennel, dezho ur c'halibr 20 mm d'ar muiañ. Pa vez brasoc'h kalibr ur munision e vez graet obuz anezhañ. Er c'hartouchennoù modern e kaver :
- un douilhez, ennañ ar poultr a lakao ar vannadell da nijal pa darzho ;
- an emors, e strad an douilhez, a lakao ar poultr da darzhañ pa vo skoet ;
- ur vannadell (boled), pe meur a hini (plomoù) evit ar c'hartouchennoù-chase ;
- bourrell etre ar poultr hag ar plomoù er c'hartouchennoù-chase.
Ki
kemmañAr c'hi zo ur pezh eus ar blatinenn a gaver war armoù-tan hiniennel kozh ha war an armoù-dorn modern dreist-holl. Sachet e vez warnañ da armiñ mekanikerezh an arm, ha kas a ra skoer an arm ouzh ar munision pa vez distegnet. Pa vez kuzh ar c'hi en un arm e vez graet morzhol anezhañ. Dont a ra e anv moarvat eus ar stumm a oa d'ar c'hioù war an armoù-kozh.
Kraban
kemmañAr graban a zo e rol kregiñ en douilhez goullo pa ya ar gulasenn war an a-dreñv evit ma vo skarzhet dre an toull-distrinkañ.
Koch-bizañ
kemmañAr c'hoch-bizañ zo ur faout a-us d'ar c'hanol ha tost ouzh lagad an tenner. Perzh eus ar c'houch eo.
Kordit
kemmañAr c'hordit a zo un danvez-tarzh ijinet e 1889 gant ar saozon James Dewar ha Frederick Abel. Implijet eo bet e plas ar poultr e munision broioù ar C'hommonwealth dreist-holl betek an Eil Brezel-bed. Aes eo da anvezout er munisionoù abalamour d'e stumm heñvel ouzh toazennoù spaghetti.
Kouch
kemmañDaou dra a ya d'ober kouch un arm peurliesañ : ar viz a zo e beg ar c'hanol, hag ar vizerez a zo tostoc'h ouzh lagad an tenner. A-benn bizañ mat e ranker linennañ e lagad, ar viz hag ar vizerez gant ar sibl. Ar vizerez a zo alies ur c'hoch-bizañ, ha ma weler ar viz er c'hoch-bizañ eo linennet mat an arm. Alies e c'hall ar vizerez bezañ reoliet evit reizhañ uhelder ha driv an tenn. War armoù zo, e ya ul lagadenn d'ober ar viz pe ar vizerez.
Kreuzenn
kemmañUr greuzenn a gaver tro-dro strad ar munisionoù modern. He rol eo aesaat distrinkañ un douilhez en ur vezañ tapet gant ar graban. Talvoudus eo evit an armoù dam-aotomatek pe aotomatek a c'hell kaout ul lusk-tennañ uhel.
Kulasenn
kemmañAr gulasenn eo ar pezh ar servij da serriñ kambr an arm da vare an tenn evit ma vo kaset gazoù an darzhadenn war-zu ar c'hanol nemetken. Ur gulasenn a c'hall bezañ serr pe digor, blodet pe frank hervez an armoù.
Kuzh-tan
kemmañUr c'huzh-tan zo ur pezh a lakaer e beg kanol un arm, war an armoù-skoaz peurliesañ, da guzhat an tan produet gant an tennoù. Implijet e vez da skouer war ar fuzuilhoù-arsailh pe an armoù implijet er brezel evit kuzhat gwelloc'h an tenner. Ar c'huzh-tan a c'hall a-wechoù sikour da stabilaat an arm o kempouezañ e argil.
L
kemmañLamm-fuzuilh
kemmañUl lamm-fuzuilh, pe horzh-fuzuilh, zo al lodenn a gaver a-dreñv kanol ar fuzuilhoù pe ar c'harabinennoù hag a lakaer ouzh e skoaz pa denner. Gellet a ra bezañ difiñv evel war an armoù-skoaz hengounel, plegus pe deleskopek war armoù-skoaz modernoc'h.
Laonenn-gargañ
kemmañUl laonenn-gargañ a zo ur pezh hir a siler ennañ ar c'hartouchennoù evit lakaat anezho aesoc'h e karger an arm goude. Talvoudus eo gant kargerioù uhel o dalc'had pe dezhe ur winterell galet.
Loc'henn-grogenn
kemmañAl loc'henn-grogenn zo ur mod da adarmiñ ijinet e 1826 gant an armeurer italian Cesar Rosaglio. Karget e vez ar c'hartouchennoù en un duellenn dindan ar c'hanol. Etre pep tenn e c'haller adarmiñ en ur sachañ ul loc'henn anvet loc'henn-grogenn. Ar sistem adarmiñ buanañ e oa en XIXvet kantved a-raok e vefe ijinet an adarmiñ dam-aotomatek.
Lunedenn
kemmañUl lunedenn a zo ur benveg a vez montet war fuzuilhoù pe karabinennoù a-benn gwelet e sibl a-bell. Sifroù a vez implijet da zeskrivañ he ferzhioù nesañ : ul lunedenn 3-9x40 a sinifi e c'hall brasaat an traoù etre 3 ha 9 gwech hag eo 40 mm treuzkiz e werenn. Nozelennoù reoliñ a gaver war ul lunedenn :
- nozelenn reoliñ an driv, a-zehou alies ;
- nozelenn reoliñ an uhelder, a-us alies ;
- a-wechoù e kaver war al lunedennoù resisañ un nozelenn reoliñ evit an oleeunad, war an tu kleiz peurliesañ.
Lunedoù-gwarez
kemmañImplijet e vez lunedoù-gwarez er sportoù-tennañ da chom hep bezañ gloazet en e lagad gant un douilhez o nijal. Tarzhañ a c'hall ober un arm ivez abalamour d'ur si war ar munision pe war ar gulasenn, memes ma vez ral seurt gwallzarvoudoù gant an armoù modern.
Lusk-tennañ
kemmañLusk-tennañ un arm eo an niver a vunisionoù a c'hall tennañ e-pad ur mare bennak en ur mod teorikel. Eztaolet e vez peurliesañ e tennoù dre vunutenn. Disheñvel eo diouzh al lusk-tennañ gwir peogwir ne gemer e kont elfennoù evel tommder ar c'hanol a c'hall degas darvoudoù-tennañ pe dalc'h ar c'hargerioù (betek 30 munision peurliesañ) pe ar bandennoù evit ar mindrailherezioù. Ar vindrailherez alaman MG42 a c'halle da skouer tennañ 1600 boled dre vunutenn en ur mod teorikel, met bandennoù 50 pe 250 a veze implijet enni, setu e oa kalz izeloc'h he lusk-tennañ gwir.
M
kemmañMindrailherez
kemmañUr vindrailherez a vez graet eus un arm emgefreek gant ur gambr a zegemer bolodoù treutoc'h evit 20 milimetr (reizhiad metrek) pe .50" (sistem imperial). An armoù damheñvel a implij bolodoù tevoc'h a vez anvet kanolioù emgefreek.
Mindrailherezig
kemmañMitrailhetenn pe mindrailherezig zo al lesanvioù roet d'ar bistolenn-vindrailher, a zo un arm-tan hiniennel aotomatek, hir peurliesañ, a implij munisionoù savet evit ar pistolennoù evel an 9 x 19 mm Parabellum da skouer.
Morailh-pontig
kemmañUr morailh-pontig a zo un elfenn surentez a lakaer war pontig un arm da virout ouzh an draen da vezañ implijet. Un alc'hwez pe ur c'hod a implijer da brennañ ar morailh-pontig.
Munision
kemmañUr munision eo ar pezh a lakaer en un arm-tan da gargañ anezhañ. Gellet a ra bezañ ur gartouchenn evit an armoù-tan hiniennel (betek 20 mm treuzkiz o boledoù) pe un obuz evit an armoù-tan brasoc'h implijet er c'hanolierezh.
O
kemmañOleeunad
kemmañAn oleeunad a c'haller reoliñ war lunedennoù armoù-tan 'zo evit ma chomfe ar c'hroazlin war ar memes poent eus ar sibl memes ma fiñv an tenner(ez). Peurliesañ e kaver nozelenn-reoliñ an oleeunad eus tu kleiz al lunedenn. Dereziet e vez e metroù war al lunedennoù MRAD, pe e yards war al lunedennoù a ra gant ar sistem MOA.
P
kemmañPistolenn
kemmañUr bistolenn a zo un arm-tan dorn a vez atav linennet e gambr gant e ganol (evit se eo disheñvel diouzh ur revolver).
Pistolenn-vindrailher
kemmañUr bistolenn-vindrailher pe pistoled-mindrailher zo un arm-tan hiniennel hir a implij munisionoù savet evit ar pistolennoù evel an 9 x 19 mm Parabellum da skouer. Mitrailhetenn pe mindrailherezig a vez graet anezhi ivez.
Platinenn
kemmañPlatinenn un arm-tan eo ar gwikefre a lak ur munision da vezañ skoet, pe flammet evit an armoù-tan koshañ. A bep seurt platinennoù a gaver. Etre ar XVvet hag an XIXvet ez eus bet implijet en Europa platinennoù-mechenn, platinennoù-rod, platinennoù-kailhastr ha platinennoù-skeiñ, betek ijinadenn ar c'hartouchennoù modern e eil kard an XIXvet kantved. Platinennoù an armoù-dorn a c'hall bezañ bremañ :
- SA (e saozneg Single Action, un ober) : ret eo adarmiñ ar c'hi gant an dorn bewech ma tenner ;
- DA (e saozneg Double Action, daou ober) : ar c'hi a vez adarmet en ur mod aotomatek pa denner ;
- SA / DA (Single Action / Double Action) : ar c'hi a c'hell bezañ adarmet gant an dorn pe un ur mod aotomatek ;
- DAO (Double Action Only, daou ober nemetken) : armoù a vez kuzhet ar morzhol (ar c'hi) en diabarzh. N'haller ket stegnañ anezhañ gant an dorn.
Plinking
kemmañAr plinking zo un doare da dennañ gant armoù-tan pe armoù-plom war gwennoù ha n'int ket standard er sportoù tennañ, evel boestoù-mir, tammoù koad pe boutailhoù. Dont a ra e anv eus ar ger plink a zo un drouzadell saoznek evit trouz un dra o stekiñ ouzh ar metal.
Pluenn
kemmañAr bluenn zo ur pezh diabarzh eus mekanikerezh un arm-tan, a ra al liamm etre ar skoer (a sko ouzh ar munision) hag an draen (a vez pouezet warnañ gant e viz evit tennañ).
Pontig
kemmañAr pontig eo ar pezh a gaver tro-dro d'an draen war ar bras eus an armoù-tan hiniennel. Ur rol surentez en deus.
Pouez-loc'hañ
kemmañPouez-loc'hañ un arm eo ar pouez a rank bezañ lakaet war an draen evit ma vo tennet gantañ. War armoù zo e c'hall bezañ reoliet.
- Seul uheloc'h ar pouez-loc'hañ, seul diaesoc'h tennañ : ur pouez-loc'hañ uhel a gaver war armoù ar polis (4,5 kg evit an tenn kentañ war pistolennoù SIG-Sauer SP2022 polis Frañs, pe 5,5 kg evit pistolennoù polis New-York da skouer). Ar pal eo chom hep tennañ re vuan pa implijer an arm en un endro poblet pe pa vezer dindan wask.
- Seul izeloc'h ar pouez-loc'hañ, seul resisoc'h an tenn : er sportoù-tennañ e vez implijet ur pouez-loc'hañ izel, peogwir ne fiñv ket kement an arm evel-se ha nebeutoc'h a riskloù zo da reiñ un taol-biz pa denner. Pouezioù da nebeutañ a gaver er reolennoù an F.F. Tir e amprouennoù zo : 500 g evit an amprouenn Pistolenn 10 metr pe 1000g evit hini an amprouenn Pistolenn 25 metr, da skouer.
Poultr
kemmañ- Ar poultr du zo ur meskaj soufr, nitrat potasiom ha glaou ijinet e Sina, marteze war-dro ar VIIvet kantved. Implijet eo bet en holl armoù-tan betek fin an XIXvet kantved.
- Ar poultr divoged a zo bet stabilaet e rekipe 1884 gant ar Gall Paul Vieille, ha gwellaet meur a wech en XXvet kantved. Implijet e vez e munisionoù an holl armoù hiniennel modern. Savet eo diwar nitroseluloz. Gellet a ra bezañ prim pe gorrek. C'hwec'h gwech galloudusoc'h eo evit ar poultr du.
R
kemmañReduer son
kemmañUr reduer-son a zo ur pezh a izela ar son produet gant tennoù an armoù-tan. Gellet a ra bezañ biñset ouzh beg ar c'hanol pe a-wechoù enbarzhet er c'hanol war-eeun. Efedus-tre eo ar redueroù-son pa vezont implijet asambles gant munisionoù subsonek (dindan 340 m/s).
Reilh
kemmañReilhoù a gaver war armoù-tan modern zo, a-us pe dindan ar c'hanol peurliesañ, da stagañ dafar ouzhpenn : lunedenn, lamp, buker poent ruz, laser, daoubez... Tri seurt reilhoù a gaver :
- reilhoù klasel, da lavaret eo div greuzenn linennek a bep tu d'ar c'hanol ;
- reilhoù Picatinny, dezhe dantennoù (war-dro 5 mm ledander) da stabilaat an dafar montet ;
- reilhoù Weaver, heñvel a-walc'h ouzh ar reilhoù Picatinny met strishoc'h o dantennoù (war-dro 4 mm).
Revolver
kemmañUr revolver, pe pistolenn-dro, zo un arm-dorn, dezhañ ur c'hanol d'an nebeutañ. Un daboulin en deus ivez, enni kartouchennoù, hag a dro pa vez tennet. Stummoù revolverioù a oa dija adalek ar XVIvet kantved met an hini modern kentañ, ar Colt Paterson, a voe ijinet e 1836 gant Samuel Colt.
Ruilhenn
kemmañRuilhennoù a gaver a-wechoù war an armoù da stagañ ur sanglenn, ul lêrenn pe un daoubez da skouer.
Rummadoù armoù
kemmañHervez lezenn Frañs eo renket an armoù e pevar rummad disheñvel hervez o live dañjerusted. Er rummadoù-mañ e kaver da skouer :
- rummad A : armoù brezel, aotomatek, armoù-skoaz damaotomatek dezho ur c'hargerad ouzhpenn 10 tenn pe armoù uhel dalc'had o c'harger. Ur sivil n'hall ket kaout un arm eus ar rummad-mañ.
- rummad B : pistolennoù, revolverioù, armoù-skoaz damaotomatek dezho ur c'hargerad a c'haller tennañ. Un aotre digant ar prefeti hag ul lisañs sportoù tennañ a zo ret evit kaout an armoù-mañ. En ur c'houfr-houarn e rankont bezañ renket.
- rummad C : armoù-skoaz damaotomatek 3 zenn, armoù-skoaz tennata dre zorn, armoù un tenn dre ganol. Disklêriet e rank bezañ an armoù-mañ d'ar prefeti. Evit o frenañ e ranker kaout ul lisañs sportoù tennañ pe un aotre da chase.
- rummad D : armoù gant poultr du, armoù gant ur sistem entanañ ijinet a-raok 1900, armoù-tennañ-gwenn, gaz pe alarm, an holl armoù etre 2 hag 20 joul. Forzh piv a-us da 18 vloaz a c'hell prenañ anezhe.
S
kemmañSA
kemmañSingle Action (un-ober), unan eus doareoù mont en-dro platinenn un arm-dorn.
SA / DA
kemmañSingle Action / Double Action (un-ober / daou-ober), unan eus doareoù mont en-dro platinenn un arm-dorn.
Sac'h-tennañ
kemmañSeier-tennañ a implijer da stabilaat armoù-skoaz ha raloc'h armoù-dorn er sportoù tennañ. Gellet a reont bezañ lakaet dindan ar fust pe dindan al lamm.
Sibl
kemmañAr sibl, pe gwenn, eo an dra a glasker tizhout er sportoù tennañ. Ar re anavezet gant an ISSF a zo gwenn ha du, meur a vent dezhe. Ar re ront o deus treuzkizoù etre 10 cm hag 50 cm hervez an arm implijet hag ar pellder.
Skoer
kemmañAr pezh-mañ a sko ouzh emors ar munision da lakaat anezhañ da darzhañ evit flammañ ar poultr.
Sniper
kemmañUr sniper a zo ur soudard gouest da dennañ war sibloù pell-kennañ (en tu all da 600 metrad) ha da labourat e-unan war un takad enebour gant sikour un arseller nemetken pe nebeut-tre a dud. Pa vez anv eus soudarded kad da dennañ resis betek 600 metrad hag enbarzhet en ur strollad ledanoc'h e implijer ar ger tenner-resisted. Ar sniperien hag an dennerien-resisted a vez disheñvelaet hervez ar mod d'o implij hag o mod da labourat neuze. Ar ger sniper ne vez ket implijet e bed ar sportoù tennañ.
Spitzer
kemmañSpitzer a raer eus an holl vunisionoù begek beg o boled. Implijet eo bet an anv-mañ evit ar munision alaman 8×57is evit ar wech kentañ.
Stand tennañ
kemmañUr stand tennañ zo ul lec'h serr pe digor savet evit gellet implijout un arm-tan en ur zoujañ eus reolennoù surentez ha yec'hed. Lec'hioù a seurt-se a gaver evit ar sportoù tennañ, e armeurioù zo evit aeseañ an armoù, hag e bed an arme pe ar polis evit pleustriñ war implij an armoù labour.
Stanker-karger
kemmañAr stanker-karger zo ur bouton a ranker pouezañ warnañ evit dieubiñ karger-fiñv un arm. War ar c'harabinennoù emañ alies dirak ar c'harger, war fust an arm. War ar pistolennoù emañ pe etre ar pontig hag an dornikell (war ar braz eus an armoù modern), pe dindan ar c'harger, e traoñ an dornikell (war armoù koshoc'h evel ar Ruger Standard da skouer).
Stanker-kulasenn
kemmañAr stanker-kulasenn eo ar pezh fiñv a stank e-unan kulasenn un arm-tan damaotomatek pe aotomatek war an a-dreñv pa vez goullo e c'harger a-drugarez d'ur c'hoch war ar riklerez.
Starderez-veg
kemmañUr starderez-veg a gaver e beg kanolioù armoù-tan e bep seurt. O fal eo diheñchañ lod eus ar gazoù produet gant tarzhadenn ar c'hargad-poulzañ, war ar c'hostezioù evit izelaat efed argil an arm, pe en nec'h evit kempouezañ efed uhelaat beg ar c'hanol goude an tenn.
Strad
kemmañAr strad a vez graet eus revr un douilhez. Hervez ar c'hartouchennoù e c'hall bezañ ur bourled pe ur greuzenn tro-dro d'ar strad.
Stegn
kemmañStegn a zo un anv-gwan hag a verk stad ki un arm pa vez armet, prest da leuskel ar skoer da vont da stekiñ ouzh ar munision.
Stroll
kemmañEr braz eus ar sportoù-tennañ e klasker ober strolloù war ar sibloù, da lavaret eo bodañ toulloù ar boledoù an tostañ ar gwellañ an eil ouzh ar re all.
Subsonek
kemmañSubsonek a reer eus ur boled a zo e dizh izeloc'h evit hini ar son (war-dro 340 m/s). Nebeutoc'h a drouz a ra ar munisionoù evit ar re n'int ket, dreist-holl pa implijer anezho gant ur reduer-son.
Surentez
kemmañSistemoù surentez un arm
kemmañ• surentez un arm a zo peurliesañ ur bouton a vir ouzh an draen da vont en-dro. N'eo ket sur penn-da-benn peogwir e c'hall memestra mekanikerezh an arm leuskel an tenn da vont ma kouezh pe ma vez stoket enni kreñv.
• sistemoù all a c'hall lakaat un arm da vezañ suroc'h : ur poent ruz o tiskouez eo kambret ur gartouchenn, ur bouton decocking da adlakaat ar c'hi distegn hep tennañ, un draen gant ur pouez-loc'hañ uhel...
Reolennoù surentez da vare implij un arm
kemmañPeder reolenn surentez hollvedel a zo pa implijer un arm. Termenet int bet gant ar stadunanat Jeff Cooper :
- chom hep leuskel e viz-yod war an draen nemet e vefer prest da dennañ
- gwelet e arm evel karget bepred
- chom hep poentiñ e arm ouzh un dra all evit ar sibl
- bezañ evezhiek eus e endro pa denner
Reolennoù all a c'haller ouzhpennañ : chom hep dornata arm un den all hep goulenn digantañ, chom hep kaout fiziañs e sistem surentez an arm, bezañ sur eo kempenn ha naet hoc'h arm a-raok tennañ, tennañ war-zu ul lec'h a zalc'ho ar boled evel traezh pe douar soupl da skouer, lakaat un tokarn-gwarez-divskouarn ha lunedoù-gwarez, ha kement zo.
T
kemmañTaboulin
kemmañAn daboulin eo ar pezh ront, enni munisionoù, a gaver war ar revolverioù. Treiñ a ra pa vez tennet gant ar revolver.
Taol-biz
kemmañE bed ar sportoù-tennañ e roer un taol-biz pa bouezer re greñv pe re vuan war draen e arm. Diheñchet eo neuze ar c'hanol war-zu an traoñ pe kostez kreñv an tenner(ez). Er c'hleuboù tennañ e tesker chom hep ober ar jestr fall-mañ.
Tap-rack
kemmañAn tap-rack a zo ur jestr teknik implijet evit diskoulmañ darvoudoù tennañ war ar pistolennoù : skeiñ a raer gant un dorn ouzh an dornikez (tap) ha sachañ a raer prim ha penn-da-benn war ar gulasenn a-raok laoskel anezhi da zistreiñ en he flas (rack). Kement-mañ a c'hall distankañ ur gartouchenn stanket er gambr pe er gulasenn.
Tennata
kemmañAn tennata eo ar fed da dennañ ur munision war-lerc'h egile evit an armoù-tan daou-denn pe ouzhpenn.
- Tennata dre zorn (kanol da wintañ, kulasenn-vorailh, loc'henn-grogenn, pomp, adarmiñ linennek) : an tenner a rank adkambriñ ur munision en ur ober un dra war mekanikerezh an arm etre pep tenn ;
- Tennata damaotomatek : trawalc'h pouezañ war an draen etre pep tenn evit tennañ a-nevez ;
- Tennata aotomatek : trawalc'h pouezañ war an draen hep sevel e viz evit ma yafe ar boledoù kuit a-dennadegoù.
Tenner-resisted
kemmañE bed ar sportoù tennañ, un tenner-resisted (pe tennerez-resisted) zo un den a gustum tennañ war sibloù en tu all da 600 metrad. En arme e vez implijet diwar-benn soudarded kad da dennañ resis betek 600 metrad hag enbarzhet en ur strollad ledanoc'h war an dachenn-emgann.
Tokarn-gwarez-divskouarn
kemmañGwareziñ e zivskouarn a ranker ober pa denner gant armoù-tan. Tokarnioù-gwarez a c'hell bezañ lakaet. Lod anezhe a zo elektronik evit ar chase pe an tennañ : gellet a reont anavezout live an drouz a-benn izelaat son an tennoù hag uhelaat trouzioù all an endro (loened, natur, kaozeadennoù...).
Toull-distrinkañ
kemmañDre an toull-distrinkañ ec'h a er-maez an douilhez goullo goude un tenn. Alies e vez tuet war-zu kostez an arm evit ma ne stoko ket an douilhez tomm ouzh penn an tenner.
Trebez
kemmañUn trebez a vez implijet da stabilaat o fuzuilh pe o c'harabinenn gant ar chaseourien api, pe war vindrailherezioù zo en arme. Implijet e vez trebezioù a c'haller reoliñ e sportoù tennañ evel ar benchrest.
Trogleuziñ
kemmañDre hengoun, er broioù european, muzuliet e vez trogleuziñ ur c'hanol (a-raok e vefe uzinet ar rizennoù) evit termeniñ e galibr. Er Stadoù-Unanet e kemerer e kont kentoc'h ar c'heit etre foñs rizennoù ur c'hanol evit envel ur c'halibr.
W
kemmañWadcutter
kemmañWadcutter a vez graet eus ur gartouchenn zo plaen beg he boled. Savet e oa bet an doare kartouchennoù-mañ evit ar sportoù tennañ dreist-holl, dre ma lezont un toull ront sklaer pa gonter ar poentoù er sibloù. Stumm ar boled ne esae ket kargañ ar gartouchenn e kambr an arm ; implijet e vez neuze ar c'hartouchennoù wadcutter er revolverioù, pe e pistolennoù savet a-ratozh-kaer evel ar Smith & Wesson Model 52.
Wonder Nine
kemmañWonder Nine zo un anv jenerek evit komz eus pistolennoù damaotomatek kambret e 9 mm Parabellum ha savet e polimer adalek ar bloavezhioù 1970.