Samuel Colt
Samuel Colt (19 a viz Gouere 1814 - 10 a viz Genver 1862 e Hartford (Connecticut, Stadoù-Unanet), eo an den a grouas ar revolver modern kentañ e 1835. Ennañ e lakaed ar boledoù en un daboulin, da lavaret eo ur granenn dro enni meur a doull (kambr) a yae pep hini d'e dro da genglotañ gant ar c'hanol hag ar reizhiad skeiñ, a seurt ma c'halled tennañ buan. Ar mont en-dro-se a voe implijet goude e meur a arm.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Samuel Colt |
Anv-bihan | Samuel |
Anv-familh | Colt |
Deiziad ganedigezh | 22 Gou 1814 |
Lec'h ganedigezh | Hartford |
Deiziad ar marv | 10 Gen 1862 |
Lec'h ar marv | Hartford |
Lec'h douaridigezh | Cedar Hill Cemetery |
Tad | Christopher Colt |
Mamm | Sarah Caldwell |
Pried | Elizabeth Jarvis Colt |
Bugel | Caldwell Hart Colt |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | inventor, embreger, artisan, design engineer, weapons manufacturing company |
Grad milourel | Koronal |
Prizioù resevet | National Inventors Hall of Fame |
An armoù
kemmañSamuel Colt a ijinas ur revolver a anvas Colt Paterson : e-keit ma karger anezhi e troe ar granenn hag en em gave an toulloù (kambreier) karget e-tal ar c'hanol. Ar revolverioù Colt Paterson kentañ a voe produet e 1836. Kambret e oant er c'halibr .36 meutad ha pemp tenn e oa o zaboulin. Gwerzhet e voent da vorlu Texas, rak d'ar mare-se e oa ar Stad o paouez dont da vezañ ur republik dizalc'h, hag he Rangers en em ganne a-enep d'ar Vec'hikaned ha d'an Indianed.
E 1846 e kenlabouras Colt gant ar c'habiten Samuel Hamilton Walker hag e tapjont ur gevrat : 1000 pistolenn-dro Colt, kemmet diwar c'houlenn Walker, hag a roas e ali e anv an arme amerikan. Ar Colt Walker (1847) a oa heñvel ouzh an armoù a voe savet goude-se (nebeut-tre a dammoù lem-laka, pontig stag ouzh an dornikell dindan, kranenn 6 kambr dezhi). He zaboulin a oa hir a-walc'h evit lakaat e pep hini eus he c'hambreier 3,25 g poultr du hag ur boled krommvegek kalibr .44. He c'hanol a rae 229 mm. 2 kg a oa e bouez pa oa goullo.
A-drugarez d'ar werzh-se e c'hellas Colt lakaat produiñ pistolennoù-tro modernoc'h evit ar Paterson. Krouiñ a reas ivez ivez ar revolver Colt Holster Pistol 1848 (arm kentañ ar rummad Dragoon, kalibr .44, kanol 20 cm hirder). Skañvoc'h evit ar revolver Walker e oa, hag implijet e voe gant ar rejimantoù marc'hegiezh.
Revolverioù kalibr .3 ha skañvoc'h (betek 70% nebeutoc'h evit ar revolver Walker) a voe krouet ivez : ar Colt Baby Dragoon (1847/48, 5 tenn, gant ur pontig eeun a-dreñv) hag ar Colt Baby Dragoon Pocket 1849 (5 pe 6 tenn, pontig ront). Implijet e vezent dreist-holl gant tud voutin, poliserien, kannaded ha kompagnuniezhioù rederigoù. Etre 1848 ha 1873 e savas Colt war-dro 331.000 Pocket Revolvers.
E 1851 e voe krouet ar revolver Colt 1851 Navy (kalibr .36) anvet ivez Belt Model (dre ma oa bihanoc'h hag aesoc'h da zougen ouzh ar gouriz), hag a voe e-touez an armoù-tan gwerzhet ar muiañ en XIXvet kantved (215 000 anezho). D'an 23 a viz Genver 1851 e teuas a-benn ar c'habiten Dansan da dizhout ur gwenn a oa da ouzhpenn 28 m dezhañ gant e bistolenn-dro Navy.
E 1860 e voe savet ar revolver Colt 1860 Army hag a gemeras plas ar rummad Dragoons. A-fet gobari e oa heñvel (.44) met a-fet pouez e oa 30% skañvoc'h. Ar Colt 1860 Army, 1861 Navy ha 1862 Police (kalibr.36) a voe an armoù diwezhañ hep kartouchennoù produet gant an embregerezh.