Colt 1851 Navy
Ar Colt 1851 Navy zo ur revolver poultr du un-ober ijinet e 1850 gant ar Stadunanad Samuel Colt. Unan eus armoù-dorn brudetañ trede kard an XIXvet kantved eo.
Colt 1851 Navy | |
---|---|
Ur revolver Colt 1851 Navy | |
Kinnig | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Revolver |
Kalibr | .36 (9,14 mm) |
Saver | Colt |
Bloavezh krouidigezh | 1847-1850 |
Mare produiñ | 1851 - 1873 |
Mare servij | 1851 - 1873 (arme ar Stadoù-Unanet) |
Niver produet | War-dro 215.000 (er Stadoù-Unanet) War-dro 42.000 (e armeuri Colt e Londrez) Kalz kopiennoù hep aotre e broioù a bep seurt |
Pouez ha muzulioù | |
Pouez | 1,1 kg |
Hirder | 328 mm |
Hirder ar c'hanol | 190 mm |
Perzhioù teknikel | |
Mont en-dro | Revolver un-ober |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 213 - 256 m/s |
Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D |
Deskrivadur
kemmañUr stumm skañvaet ha bihanaet eus ar Colt 1849 Dragoon e oa[1], dezhañ ur c'hanol eizhkornek hag un daboulin c'hwec'h tenn savet evit boledoù .36 meutad (9,14 mm). Stummoù adkambret pe savet evit tennañ kartouchennoù metal a voe graet etre 1869 ha 1873.
Implij
kemmañImplijet e voe evel gant arme ar Stadoù-Unanet etre 1851 ha 1873. Abalamour e oa aesoc'h da implijout evit revolverioù all produet betek-neuze e voe gwerzhet da galz a siviled er Stadoù-Unanet, ha dont a reas da vezañ un arouez eus astenn ar vro war-zu ar C'hornôg en XIXvet kantved, etre daouarn tud vrudet evel Wild Bill Hickok, Buffalo Bill pe Doc Holliday. Implijet e voe gant soudarded eus an daou du da vare brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, en o zouez Robert E. Lee hag Ulysses S. Grant.
Berzh a reas en Europa ivez goude ma voe kinniget e Diskouezadeg Hollvedel Londrez e 1851 gant Samuel Colt[1]. Skouerennoù a voe savet e Impalaeriezh Rusia, en arsanailh Toula, pa groge ar vro da glask gwellaat he armoù[2]. Kalz kopiennoù eus an arm a voe produet, hep aotre a-wechoù, e atalieroù belgiat da skouer[3].