Platinenn (arm-tan)

Platinenn un arm-tan eo ar wikefre a lak ur munision da vezañ skoet, pe flammet evit an armoù-tan koshañ. A bep seurt platinennoù a gaver. Ar ger platinenn a implijer diwar-benn an armoù-tan hiniennel dreist-holl. An obuzioù modern ne vezont ket skoet gant ur wikefre ken met a-drugarez d'ur sistem tredan.

Platinennoù an armoù kozh

kemmañ
 
Ur blatinenn-gailhastr : pa vez pouezet war an draen, ar c'hi (1) a ya war-raok hag e tigor ar golo-loa (6) da ziskoachañ al loa, enni poultr du, en ur skeiñ ouzh ar batiri (5) gant ar c'hailhastr (4) tapet etre javedoù (3) ar c'hi. Ar fulenn broduet gant ar c'hailhastr ouzh ar metal a lak ar poultr da darzhañ hag a vann ar boled ront er-maez deus ar c'hanol. Ur viñs (2) a zo da stardañ ar c'hailhastr etre javedoù ar c'hi.

Emdroadur ar sistemoù en Istor

kemmañ
  • 1400 : ar c'houlerinennoù a implije ur sistem dre zorn : ur vechenn flammet a veze lakaet gant an dorn war an toull e-lec'h ma oa poultr.
  • 1450 : Platinennoù-mechenn : ar vechenn flammet a oa pozet dre ur sistem mekanik war an toull.
  • 1500-1505 : Platinennoù-rod : un tamm pirit a frot ouzh ur rodig dantelet hag a brodu ur fulenn. Ganti e vez flammet ar poultr. Ur brastres platinenn-rod a weler war gCodex Atlanticus Leonardo da Vinci. Mekanikerezh ar platinennoù-rod a oa hir da sevel ha koustus.
  • 1550 : Platinennoù Miquelet ha snaplock : un tamm kailhastr a ya da skeiñ ouzh ur blakenn vetal.
  • 1612 : Platinennoù-kailhastr : ijinet gant ar Gall Marin Bourgeois, en deus mesket an daou sistem a oa a-raok. Ar poultr a zo lakaet en un toullig (loa) ha gwarezet gant ar golo-loa. Pa denner e vez savet ar golo-loa gant ar c'hi ha dont a ra e gailhastr da skeiñ ouzh ar poultr. Dre se e c'haller kargañ an arm kalz a-raok tennañ hep risk ne 'z afe kuit pe e vefe glebiet ar poultr. Ar platinennoù-kailhastr a voe implijet stank e-pad ar XVIIvet ha XVIIIvet kantved. Dilaosket e voe tamm-ha-tamm er bloavezhioù 1820 ha 1830.
  • 1818 : Platinennoù-skeiñ : an armeurer Jean Lepage a ijinas etre 1807 ha 1810 an emorsiñ gant fulminat merkur, a oa efedusoc'h ha galloudusoc'h evit an emorsiñ gant poultr du implijet betek neuze. E 1818 e voe ijinet ar mod da lakaat ar fulminat merkur e kapsulennoù bihan gant un armeurer gall all, François Prélat. Dre se e voe krouet ar platinennoù-skeiñ : ar c'hi a zeue da skeiñ ouzh an emors fulminat merkur lakaet en ur siminal. Kaset e veze an darzhadenn dre ar siminal d'ar gulasenn, enni poultr du.

War-dro 1828 e voe ijinet ar c'hartouchennoù brochennet gant ar Gall Casimir Lefaucheux. E 1845 e voe savet ar c'hartouchennoù modern kentañ, skoet war o zro, gant Louis-Nicolas Flaubert. Er sistemoù-se e oa bodet, evit ar wech kentañ, an holl elfennoù a gaver bremañ er c'hartouchennoù  : emors, poultr, douilhez ha bannell.

Platinennoù an armoù-dorn modern

kemmañ

Pevar mod da vont en-dro a zo war an armoù-dorn modern, dezho kartouchennoù a-vremañ. Anvet e vezont peurliesañ diwar akronim o anvioù saoznek : SA, DA, SA/DA pe DAO.

Platinennoù SA (Single Action, Un-Ober)

kemmañ

Ar revolverioù kentañ az ae en-dro en ur mod «un ober» nemetken (e saozneg SA, Single Action). Gant ar sistem-se, pouezañ war an draen a zieub ar skoer, met ne arm ket anezhañ. A-raok tennañ e ranker neuze armiñ ar mekanikerezh en ur sachañ war ar c'hi. Pa vez distegn ar c'hi war armoù un ober, pouezañ war an draen n'en devez efed ebet. Pouez-loc'hañ draen ur arm un ober zo izel (etre 1,5 kg ha 3 kg).

War bistolennoù zo (Colt M1911 da skouer) e vez stegnet ar c'hi en un doare aotomatek bewech ma vez tennet.

Platinennoù DA (Double Action, Daou-Ober)

kemmañ

War-dro 1850 eo bet ijinet ar revolverioù «Daou ober» kentañ (e saozneg DA, Double action). War an armoù-se, pa vez pouezet war an draen e vez stegnet ar c'hi tamm-ha-tamm ha distegnet a-daol-trumm evit ma vo skoet ar munision. N'eus ket ezhomm da armiñ ar c'hi gant an dorn a-raok tennañ, met hiroc'h eo red an draen ha muioc'h a nerzh a rank bezañ lakaet da bouezañ warni.

Platinennoù SA / DA (Single Action / Double Action, Un-Ober / Daou-Ober)

kemmañ

Ar braz eus an armoù-dorn modern a c'hall bezañ implijet en daou vod : pe en ur armiñ ar c'hi gant an dorn a-raok tennañ (SA), pe en ur implijout an draen nemetken da dennañ (DA). Pistolennoù evel ar SIG P220 pe ar Beretta 92 zo SA/DA.

Platinennoù DAO (Double Action Only, Daou-Ober Nemetken)

kemmañ

E pistolennoù zo, evel ar Walther PPQ, eo kuzhet ar c'hi er mekanikerezh (morzhol a vez graet eus ar c'hi neuze), pe n'eus ket anezhañ tamm ebet (sistem hammerless ar pistolennoù Glock). DAO (Double Action Only) a vez graet eus ar platinennoù-se, peogwir n'haller ket armiñ ar c'hi e mod un ober. Pa denner an tenn kentañ gant ur bistolenn DAO eo uhel-kenañ pouez-loc'hañ an draen (etre 3,5 kg ha 8 kg). Priziet eo ar sistem-se gant ar polis (diaesoc'h eo tennañ ha nebeutoc'h a riskloù gwallzarvoudoù a zo) pe gant an armeoù : ablamour ne weler ki ebet ez eus nebeutoc'h a riskloù e yafe loustoni en arm da vare emgannoù e lec'hioù enne kalz poultrenn, fank pe traezh.

   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan