Emors (munisionoù)

Emors ur munision eo an elfenn a lak e gargad-poulzañ da darzhañ.

Kartouchenn 8 mm Lebel. E-kreiz he strad e weler an emors, e diabarzh ar c'helc'h ruz (skeudenn a-zehou).

Armoù-tan hiniennel

kemmañ

En armoù-tan european eus fin ar Grennamzer e veze implijet un ivinad poultr du evel emors. Met ne oa ket efedus pa oa gleb. E fin ar bloavezhioù 1830 e voe ijinet kapsulennoù bihan enne fulminat merkur (Hg(CNO)2) evit emorsiñ ar poultr du. Ar fulminat merkur a andure gwelloc'h ar glebor, met krignus e oa evit metal an armoù hag ar c'hartouchennoù, evel ar c'hlorat potasium (KCIO3) a veze lakaet er c'hapsulennoù alies ivez.

An embregerezh Remington a ginnigas e 1927 emorsoù Kleanbore. Ne oant ket ken krignus hag an emorsoù enne fulminat merkur, a voe kemeret o lec'h en eil hanterenn an XXvet kantved gant produioù evel ar stifnat plom (PbN6) ha nitrat bariom (Ba(NO3)2).

 
Douilhezioù dezhe toulloù evit emorsoù Berdan (a-gleiz) ha Boxer (a-zehou). Gwelet a raer, eus an nec'h d'an traoñ, an douilhez eus a-us, troc'het, ha deus ar strad.

Doareoù

kemmañ

Emors ar c'hartouchennoù skoet war o zro a vez enbarzhet e bourled ar gartouchenn. Ur wech implijet ar gartouchenn, n'haller ket adlakaat un emors nevez evit adkargañ an douilhez. Emorsoù ar c'hartouchennoù skoet en o c'hreiz a c'haller cheñch anezhe goude o implij. Daou zoare emorsoù a gaver, ar Berdan hag ar Boxer. Disheñvel eo an daou diouzh ar mod ma vez treuzkaset nerzh o zarzhadenn e korf an douilhez. An emorsoù doare Boxer eo ar re a vez implijet gant ar braz eus ar munisionoù hiziv an deiz.

Mentoù

kemmañ

Mentoù ar braz eus an emorsoù a zo standart :

  • SP : Small Pistol
  • SPM : Small Pistol Mag
  • LP : Large Pistol
  • LPM : Large Pistol Mag
  • SR : Small Rifle
  • LR : Large Rifle
  • LRM : Large Rifle Mag
  • BLR / BSR : Berdan

Taolenn ar munisionoù nesañ hervez o doare emors[1]

kemmañ
Emors Munision
SP : Small Pistol 6,35 mm Browning, .30 Luger, .32 S&W Short, .32 S&W Long, .38 Special, .40 S&W, 9 mm Luger, 9 × 18 mm Makarov
SPM : Small Pistol Mag .357 Magnum
LP : Large Pistol .44 Remington Magnum, .44 Russian, .44 Special, .45 ACP, .45 Colt, 8 mm Nambu
SR : Small Rifle .22 Hornet, .222 Remington, .223 Remington, .30 Carbine
LR : Large Rifle .243 Winchester, 6,5 mm Creedmoor, .30-06 Springfield, .303 British, .30-30 Winchester, .308 Winchester, .408 CheyTac, .44-40 WCF, 6,5 × 50 mm Arisaka, 7,62 x 39 mm, 8 mm Lebel, 8 x 57 mm Mauser
LRM : Large Rifle Mag .300 Winchester Magnum, .338 Lapua Magnum

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) Hervez Primer size and bullet diameter chart pellgarget war lec'hienn ar produer Graf and Sons (18/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan