Ar .45 ACP (Automatic Colt Pistol) pe .45 Auto pe c'hoazh 11,43 zo un doare kartouchennoù savet gant John Browning e 1904 evit e bimpatron pistolenn damaotomatek .45, a zeuio da vezañ ar Colt M1911 (pe « Colt 45 ») e 1911. Emañ e-touez ar munisionoù implijet ar muiañ er pistolennoù dre ar bed-holl.

.45 ACP
Skeudenn ar pennad .45 ACP

Kartouchennoù .45 ACP dezho ur boled gwisket (a-gleiz) hag ur boled kleuz e benn (a-zehou)
Perzhioù
Kalibr .45 ACP pe .45 auto
Doare korf an douilhez e nikel pe e kouevr, kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Drapeau des États-Unis Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 11,43 mm
Ø kolier 12,1 mm
Ø stagell an douilhez 12,1 mm
Hirder an douilhez 22,8 mm
Hirder ar gartouchenn 32,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 11-18 g
Kargad poultr 15 g
Pouez ar gartouchenn 23 g
Tizh mont e-maez V0 255-459 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 1 400 bar
Energiezh ar vannadell 483-676 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B
Muzulioù ur boled .45 ACP.

Deskrivadur

kemmañ
 
Tresadenn skeul wir ur gartouchenn .45 ACP enni ur boled plom hanter-wadcutter 200 greunenn, implijet dreist-holl evit ar sportoù tennañ.

An anv .45 ACP a dalvez e ra treuzkiz e voled 45/100 meutad, da lavaret eo 11,43 mm. E anv metrek eo 11,43 x 23 mm. Graet e vez anezhañ 11,25 mm en Arc'hantina hag e Norvegia.

Deveret eo bet eus an .38 ACP diwar goulenn marc'hegerezh arme Stadoù-Unanet Amerika e penn-kentañ ar bloavezhioù 1900. Betek neuze e rae gant munisionoù 9 mm.

Ablamour d'e voled ponner ha gorrek en deus ar .45 ACP un argil bras e-keñver e energiezh sinetik. E dreuzkiz uhel a lak kapasite ar c'hargerioù da vezañ izel (7 kartouchenn nemetken e karger ur Colt M1911 da skouer). E-pad an Eil Brezel Bed e oa e dizh izel un dra fall peogwir e lakae hed-tenn an armoù amerikan a implije anezhañ (evel an M1 pe an M3A1) da 50 metr nemetken, pa oa hed-tenn an MP40 implijet gant an arme alaman war-dro 100 metr. Muioc'h a zanvez a vez implijet da broduiñ anezhañ, ar pezh a zo ur poent fall e-pad ur brezel.

Koulskoude, brasted e galibr hag e c'halloud etre o devez perzhioù mat diouzh ezhommoù an armeoù :

  • e vannadell bras he zreuzkiz a dreuzkas kalz energiezh d'ar sibl. Dre-se ez eus muioc'h a chañsoù da dizhout un organ pouezus. Uhel eo e c'halloud-herzel.
  • n'eus ket kalz tan pe drouz a zeu e-maez eus an arm pa denner ;
  • ar gwask savet e kambr an arm zo izeloc'h evit e armoù all gant kalibroù damheñvel. Dousoc'h eo an argil evit an tenner ha gwelloc'h eo evit padelezh an arm.
  • ar vannadell ne dreuz ket ken buan ar sibl evit kalibroù all. Dre se e ranko un den gloazet ganti bezañ oberataet evit ma vo tennet ar boled ha muioc'h a nerzhioù a vo dispignet d'ober war e dro neuze.
  • dre ma veaj e voled dindan tizh ar son e c'hall bezañ implijet ur reduer-son war an arm.

Kevezerezh a zo etre ar .45 ACP hag an 9 mm e armeoù ar bed.

Kalibroù deveret

kemmañ
  • ar .45 Auto Rim (stumm evit ar revolverioù, dezhañ ur boureled) ;
  • ar .451 Detonics (ur stumm kreñvoc'h e energiezh) ;
  • ar .45 HP (bihanaet e zouilhez eus 1 mm da vont hebioù lezennoù Italia) ;
  • ar .45 GAP (stumm berroc'h e hirder krouet gant Glock da c'hellet mont e-barzh armoù bihanoc'h)

Levrlennadur

kemmañ
  • Rann an Ordrenañs, USA, Deskrivadur ar bistolenn M1911, Ar Granenn, 2022. (brezhoneg)
  • Gérard Henrotin, La mécanique du Colt .45 expliquée, Ebook, Éditions H&L, war hlebooks.com, 2013. (galleg)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan