Colt M1911
Ar Colt M1911 zo ur bistolenn damaotomatek stadunanat dezhi ur blatinenn un-ober. Awenet he deus tost an holl bistolennoù damaotomatek modern ha brudet-tre eo e bed an armoù-tan. Arm-dorn standart an U.S. Army eo bet e-pad 74 vloaz eus 1911 betek 1985, a-raok e vije kemeret e blas gant ar Beretta 92. Ar braz eus ar skouerennoù zo bet produet gant ar Colt's Patent Fire Arms Manufacturing Company e Hartford (Connecticut).
Colt M1911 | |
---|---|
Ur bistolenn Colt M1911 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek, un-ober |
Munisionoù | .45 ACP (da gentañ) 9 mm Parabellum .38 Super Auto .40 S&W 10 mm Auto |
Produer orin | Colt's Patent Firearms Manufacturing Company |
Mare implij | 1911–1985 (US Army) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 1,100 kg |
Hirder | 216 mm |
Hirder ar c'hanol | 89 da 127 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 253 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 7-8 kartouchenn (e .45 ACP) |
Adstummoù | M1A1, M1A3, M2 hag M3 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor
kemmañSavet eo bet gant John Moses Browning ha choazet evel arm standart gant an US Ordnance Department d'an 29 a viz Meurzh 1911 a-raok e krogje ar produiñ d'an 28 a viz Kerzu er memes bloaz[1].
Implijet e veze e-pad ar Brezel-bed Kentañ gant ar Stadoù-Unanet. E 1926 e voe modernizaet hag andanvet M1911A1. Ouzhpenn 1,3 milion a skouerennoù a voe produet e-pad an Eil Brezel-bed gant Colt hag embregerezhioù all evel Remington.
Kambret e oa da gentañ e .45 ACP. Adstummoù pe kopiennoù a gaver bremañ e .38 Super Auto, .40 S&W, 10 mm Auto ha 9 mm Parabellum, dreist-holl abaoe eo echu brevedoù an arm hervez lezenn. Priziet eo hag implijet kalz gant armeoù pe polisoù er bed a-bezh hiziv an deiz.
Implijet eo bet e brezelioù brasañ an XXvet kantved : Brezel-bed Kentañ, Eil Brezel-bed, Brezel Korea, Brezel Aljeria, Brezel Indez-Sina, Brezel Viêt Nam hag all. Ar Beretta M9 he deus kemeret he flas evel arm-dorn standart kalz rannoù eus an US Army er bloavezhioù 1980.
Skouerennoù kinklet
kemmañDa vare an Eil Brezel-bed e voe kinklet plakennoù-lamm kalz pistolennoù M1911 gant soudarded stadunanat dre ma oant aes da cheñch. Tri seurt plakennoù kinklet a veze gwelet e-lec'h ar re orin e koad :
- reoù e gwer kregen ;
- reoù e olifant, keroc'h ha raloc'h ;
- reoù e polimetakrilat metil (anvet boas Plexiglas) savet a-drugarez da werennoù-dal ar c'hirri-nij. Dre ma oant treuzwelus e c'halle bezañ silet dindane skeudennoù a oa peurliesañ reoù aktourezed pe pin-ups, peotramant stag ouzh istor personel an hini a zouge anezhe (ur vedalenn, un anv, un ael pe ul loen da skouer)[2].
Levrlennadur
kemmañ- (br) Rann an Ordrenañs, USA, Deskrivadur ar bistolenn M1911, Ar Granenn, 2022.