.22 Hornet
An .22 Hornet pe 5,6 x 36R Hornet zo ur munision skoet en e greiz ijinet e 1930 gant an embregerezh armoù-tan amerikan Winchester. Unan eus munisionoù galloudusañ familh an .22 eo abalamour d'e gargad poultr uhel.
.22 Hornet | |
---|---|
.22 Short - .22 Long Rifle - .22 Magnum - .22 Hornet | |
Doare | |
Kalibr | .22 / 5,56 mm |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | war an dro |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 5,7 mm |
Ø trogleuziñ | 5,5 mm |
Ø kolier | 6,2 mm |
Ø skoaz | 7 mm |
Ø korf an douilhez | 7,6 mm |
Ø strad | 8,9 mm |
Tevder ar strad | 1,7 mm |
Hirder an douilhez | 35,64 mm |
Hirder ar gartouchenn | 43,8 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 2 - 4 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 808 - 930 m/s |
Energiezh ar vannadell | 960 - 1.165 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Dont a ra e anv eus ar saozneg Hornet a dalvez Pennmarc'henn.
Implij
kemmañE-pad an Eil Brezel-bed e veze implijet an .22 Hornet en armoù da chom bev a oa roet da ekipajoù kirri-nij an U.S. Air Force betek-gouzout e vijent diskaret en ul lec'h gouez. Kement-mañ a oa graet evit ma c'halljent chaseal ha debriñ. D'ar poent-se e oa boledoù emledus war ar munisionoù .22 Hornet. O vezañ ma oa difennet ar boledoù-se er brezel hervez emglev Den Haag war an armoù (1899) abalamour d'ar gloazadennoù spontus a raent war Mab-den e voe berzet d'ar soudarded implijout ar c'hartouchennoù-mañ a-enep da enebourien.
Hiziv an deiz e vez implijet e bed ar sportoù tennañ pe evit lazhañ loened bihan pa vezont gwelet evel noazus.
Un nebeud armoù kambret e .22 Hornet
kemmañ- M4 Survival Rifle
- M6 Aircrew Survival Weapon
- AR-5/MA-1
Daveennoù
kemmañ- taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP