.22 Short
An .22 Short, anvet a-wechoù .22 kurz, .22 Corto pe .22 Court hervez ar broioù, zo ur munision armoù-tan hiniennel skoet war e dro, ijinet er bloavezhioù 1850 gant Horace Smith ha Daniel Wesson.
Kartouchennoù .22 Short (a-gleiz) ha .22 Long Rifle (a-zehou) | |
Doare | |
---|---|
Kalibr | .22 / 5,56 mm |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | war an dro |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Ijiner | Smith & Wesson |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 5,56 mm |
Ø kolier | 5,7 mm |
Ø korf an douilhez | 5,7 mm |
Ø strad | 7,1 mm |
Tevder ar strad | 1,1 mm |
Hirder an douilhez | 10,7 mm |
Hirder ar gartouchenn | 17,7 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 1,8 - 1,9 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 250 - 355 m/s |
Energiezh ar vannadell | 60 - 111 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Deskrivadur
kemmañE 1845 e krouas an armeurer gall Louis-Nicolas Flobert ur gartouchenn verr hep poultr anvet 6 mm Flobert. Kaset e veze he bannadell gant nerzh tarzhadenn an emors nemetken. E 1851 e kinnigas Flobert e ijinadenn en un diskouezadeg e Londrez, e-lec'h ma voe merzhet gant ar Stadunaniz Horace Smith ha Daniel Wesson. Ar bistolenn Smith & Wesson kentañ produet e 1857 gant an daou Amerikan a oa kambret evit ur stumm deveret eus ar 6 mm Flobert, dezhañ un douilhez hiroc'h hag ur boled ponneroc'h (29 greunenn). Anvet e voe .22 Short. Ar gartouchenn vetal kentañ e oa e istor ar Stadoù-Unanet. Tad eo d'ar c'hartouchennoù .22 Long (1871), .22 Extra Long (1880) ha d'an .22 Long Rifle (1887), ar munision gwerzhetañ er bed hiziv an deiz c'hoazh.[1]
Daveennoù
kemmañ- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
- ↑ (en) HAWKS Chuck, The .22 Short, .22 Long and .22 Long Rifle (lennet d'an 18/05/2024)