.22 Long Rifle
An .22 Long Rifle, .22 LR pe c'hoazh .22 lfB (Lange für Büschen) er broioù alamanek, anvet alies 22 (anv metrek : 5.6 × 15 mmR) zo ur stumm boutin munisionoù skoet war o zro, .22 o c'halibr, da lavaret eo 22/100 ur meutad amerikan. Diazezet eo war ar c'halibroù .22 Short ha .22 Long. Implijet e vez e meur a seurt fuzuilhoù, karabinennoù, pistolennoù ha revolverioù. Munisionoù marc'hadmat int, resis war hedoù-tenn berr ha nebeud a argil gante.
.22 Long Rifle | |
---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .22 Short - .22 Long Rifle - .22 Magnum - .22 Hornet | |
Doare | |
Kalibr | .22 / 5,56 mm |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | war an dro |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 5,56 mm |
Ø trogleuziñ | 5,4 mm |
Ø kolier | 5,7 mm |
Ø korf an douilhez | 5,7 mm |
Ø strad | 7,1 mm |
Tevder ar strad | 1,1 mm |
Hirder an douilhez | 15,6 mm |
Hirder ar gartouchenn | 25,4 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 1,9 - 2,6 g Boled implijetañ : 40 greunenn (2,6 g) |
Tizh o vont e-maez V0 | 320 - 500 m/s |
Energiezh ar vannadell | 140 - 277 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Istor ha deskrivadur
kemmañIjinet e oa bet e 1887 gant ar saver armoù J. Stevens Arms & Tools Company p'en doa lakaet ur boled 40 greunenn (2,59 gram) war un douilhez .22 Long. E-touez ar c'hartouchennoù implijet ar muiañ hiziv an deiz eo an .22 LR hini vihanañ familh ar re 5,56 mm : munisionoù brezel evel ar 5,56 × 45 mm o dez ar memes kalibr met kalz galloudusoc'h int.
Implij
kemmañHervez an National Shooting Sports Foundation, ur gevredigezh stag ouzh industrielezh an armoù-tan er Stadoù-Unanet, ha meur a zen arbennik,[1] an .22 LR eo ar munision gwerzhet ar muiañ er bed. Ar c'halibr-mañ a zo ouzhpenn an hanter deus ar c'hartouchennoù produet er Stadoù-Unanet, hag unan deus ar re boblekañ eno.
Implijet e vez er sportoù tennañ evit kelenn diazezoù an tennañ d'an deraouidi hag e kenstrivadegoù 'zo evel an Hunter, ar bistolenn 25 metr pe ar garabinenn 50 metr. Er biatlon e raer ivez gant ar c'halibr-mañ. Ne vez ket implijet en armoù-brezel, met stummoù .22 LR eus armoù hiniennel brezel a zo bet produet a-wechoù en istor evit deskiñ dornata an armoù ha diazezoù an tennañ d'ar soudarded yaouank oc'h implijout munisionoù marc'hadmatoc'h evit ar re orin, evel da skouer el Lee-Enfield breizhveurat pe er c'harabinennoù .wz 45, a oa kopiennoù polonat eus ar fuzuilhoù Mosin-Nagant. Kalz armoù brudet a-vremañ o dez stummoù e .22 Long Rifle : AR-15 a bep seurt, Colt M1911, CZ P-09, Beretta 92, pe ar pistolennoù Glock en o zouez.
Implijet e vez gant ar chaseourien evit ar jiboez bihan hag evit lazhañ loened gwelet evel noazus evel an avanked-Spagn e Bro-C'hall pe ar c'hoioted e Norzhamerika. E Frañs e c'haller implijout anezhe evit lazhañ avanked-Spagn da skouer, met evel e broioù all eo difennet evit chaseal al loened karnek (kirvi, yourc'hed, moc'h-gouez da skouer) abalamour d'o nerzh re izel.
Variezonoù
kemmañPouez
kemmañ40 greunenn (2,59 gram) eo pouez standard boledoù an .22 LR, met stummoù etre 20 ha 60 greunenn a zo anezhe. En Europa e kaver peurliesañ reoù 36, 38, 40 pe 45 greunenn da werzhañ.
Tizh
kemmañDisheñvelaet e vez peurliesañ pevar variezon .22 LR diwar o zizh :
- Subsonic, da lavaret eo dindan 340 m/s (metr dre segondenn). Nebeutoc'h a drouz a reont evit ar re all, dreist-holl pa implijer anezhe asambles gant ur reduer-son. Diaes eo implijout anezhe en armoù daomaotomatek abalamour d'o nerzh izel.
- Standard : 341-369 m/s. Produerien 'zo evel RWS a renk e gwirionez munisionoù 320 pe 330 m/s e-touez ar re standard, daoust dezhe bezañ izeloc'h o zizh evit hini ar son.
- High-velocity : tizh uhel, 370-400 m/s, evel ar Blazer (CCI) pe ar Federal Champion HV. Ar re-mañ a implijer kentoc'h en armoù damaotomatek.
- Hyper-velocity pe Ultra-velocity : tizh uhel-kenañ, ouzhpenn 400 m/s, evel ar Stinger produet gant CCI pe ar Viper gwerzhet gant Remington. Nebeut-implijet int.
Doare boled
kemmañAr c'hartouchennoù .22 LR orin ha standard implijet er sportoù tennañ o dez boledoù plom ront o fenn (LRN, Lead Round Nose). Kavout a raer ivez boledoù kouevr pe toull o fenn evit chaseal dreist-holl.
Daveennoù
kemmañ- lec'hienn an NSSF
- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
- ↑ (en) Evel Jim HARMER, Top 15 most popular rifle cartridges, 13/02/2024