Ar Mosin-Nagant, pe Fuzuilh teir linennad Stumm 91 hervez hec'h anv ofisiel en arme rusian, zo ur fuzuilh tennata dre zorn produet adalek 1891 en Impalaeriezh Rusia evit an arme hag implijet gant armeoù an URSS betek 1965. Ganet e oa diwar labourioù an ofisour rusian Sergueï Mosin (1849 - 1902) hag an ijinour belgiat Léon Nagant (1833 - 1900).[1]

Mosin-Nagant
Skeudenn ar pennad Mosin-Nagant

Ur fuzuilh Mosin-Nagant Stumm 1891
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh rusian Impalaeriezh rusian
URSS
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,62 × 54 mm R
.30-06 Springfield (skouerennoù prenet gant SUA)
.22 Long Rifle (stumm-pleustriñ WZ48 polonat)
7,92 × 57 mm Mauser hag 8 × 50 mm R Mannlicher (stummoù adkambret eus skouerennoù tapet gant an armeoù alaman hag aostrian)
Produerien Manufacture d'Armes de Châtellerault
New England Westing House
Remington
Uzinoù Toula, Sestroretsk, Ijvesk ha reoù all
Niver a skouerennoù produet War-dro 37.000.000
Mare implij 1891–1965 (e armeoù Rusia hag an URSS)
Stummoù nesañ M1891, 91/30, M38, M44
Pouez ha muzulioù
Stumm orin 1891
Mas (hep kartouchenn) 4,37 kg
Hirder 1.305 mm
Hirder ar c'hanol 802 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Betek 800 m (stumm sniper)
Tizh mont e-maez ar boledoù 810 m/s hervez ar gartouchenn
Endalc'h Karger diabarzh 5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Er brezel etre an Impalaeriezh Rusian hag an Impalaeriezh Otoman (1877-1878) e rae ar soudarded turk gant fuzuilhoù tennata pa oa chomet ar Rused gant reoù un tenn. Daoust d'an trec'hioù war an dachenn e komprenas an ofisourien rusian e oa ret modernaat o armoù-skoaz. E 1889 e kinnigas ar c'habiten rusian Sergueï Mosin ur raktres fuzuilh teir linennad : ul linennad a dalveze 2,54 mm er sistem muzuliañ impalaerel ; talvezout a rae neuze e oa 7,62 mm kalibr an arm nevez. Ur fuzuilh tennata e oa, enni ur c'harger 8 kartouchenn (12 war stummoù nevesoc'h), o vont en-dro gant poultr du.

Er bloavezhioù 1880 e oa bet ijinet gant Léon Nagant ur fuzuilh tennata a oa bet nac'het gant bodadoù-dibab an arme belgiat. Pa glevas Nagant e oa an arme rusian o klask ur fuzuilh nevez da bourvezañ he soudarded e tennas gounid eus e zarempredoù mat gant ofiserien an Impalaeriezh evit kinnig e arm nevez d'an Tsar.

Etre miz Kerzu 1890 ha miz Meurzh 1891 e voe amprouet 300 skouerenn eus pep fuzuilh gant an arme rusian. Gwelloc'h ha resisoc'h e voe kavet an Nagant. An Tsar Aleksandr III a roas urzh koulskoude da Nagant ha Mosin da labourat asambles war ar fuzuilh nevez. Miret e voe kulasenn Mosin, ha sistem kargañ Nagant dre laonennoù-kargañ. Anvet e voe an arm nevez-c'hanet Fuzuilh teir linennad Stumm 91, met chom a reas an anv Mosin-Nagant an hini implijetañ goude.

Abalamour d'ar mank a vekanikoù e Rusia hag a-drugarez d'an emglev-difenn o c'henel etre Frañs ha Rusia e voe produet ar skouerennoù kentañ eus ar fuzuilh nevez er Manufacture d'Armes de Châtellerault etre 1891 ha 1895. Tamm-ha-tamm e prenas Rusia mekanikoù e Frañs hag e Suis, ha kroget e voe da broduiñ an arm en uzinoù Toula, Sestroretsk hag Ijvesk.

Kambret e oa ar Mosin-Nagant evit ar c'hartouchennoù 7,62 × 54 mm R ijinet eviti e 1891. Ront e oa penn he boledoù da gentañ. E 1908 e voe gwelet e oa efedusoc'h ar boledoù begek evel reoù ar fuzuilhoù alaman Mauser. Adkambret e voe neuze ar braz eus ar Mosin-Nagant evit kartouchennoù 7,62 × 54 mm nevez, begek o boledoù.

Stummoù berroc'h eus ar fuzuilh, evel ar garabinenn 07, a voe produet evit ar marc'hegerezh rusian betek 1917.

Brezel-bed kentañ ha dispac'hoù 1917

kemmañ

Abalamour d'ar brezel e vankas a-daol-trumm milionoù a fuzuilhoù evit pourvezañ soudarded an Impalaeriezh. Urzhiadet e voe war-dro daou vilion a armoù, dre hanterouriezh Bro-Saoz, d'an embregerezhioù stadunanat New England Westing House (adalek miz Kerzu 1914) ha Remington (adalek 1916). E 1917 ec'h erruas ar fuzuilhoù kentañ e Rusia nemetken. Goude an Dispac'h eno e nac'has Lenin paeañ ar 36 milion a zollaroù a oa dleet d'an Amerikaned evit an armoù. Evit mirout ouzh Remington da vont da get e adprenas ar gouarnamant stadunanat ul lod eus an armoù digant Remington. Lod 'zo a voe adkambret e .30-06 Springfield da c'hellet bezañ implijet gant an arme amerikan.

 
Stumm 1938 ar Mosin-Nagant.

Deroù ar renad komunour hag Eil Brezel-bed

kemmañ

E 1922 e c'houlennas pennoù an Arme Ruz e vefe izelaet an niver a fuzuilhoù disheñvel implijet gante. Krouet e voe un adstumm eus ar Mosin-Nagant, an 91/30. Berraet e voe ar c'hanol hag implijet e voe ar sistem metrek evit ar vizerez. Simplaet e voe evit ma vije aesoc'h da broduiñ : 42 eurvezh labour a ranked kas evit produiñ ur stumm 91, ha 13 eurvezh nemetken evit un 91/30. Servijout a reas en Arme Ruz adalek 1930. Ouzhpenn 13 milion a skouerennoù eus ar stumm 91/30 a voe produet. Fuzuilh diazez troadeien an URSS e voe da vare an Eil Brezel-bed. E 1938 e voe berraet an 91/30 hag anvet ar stumm nevez M38. Ur stumm all, an M44, dezhañ ur vaionetez plegus, a voe produet 3,5 milion a skouerennoù anezhañ etre 1944 ha 1945. Ar stummoù 91/30 PE (1931), PEM (1936) ha PU (1942) zo fuzuilhoù-resisted savet diwar ar Mosin-Nagant, produet betek fin an Eil Brezel-bed, dezhe lunedennoù.

Meur a adstumm pe kopiennoù eus ar Mosin-Nagant a zo bet savet hag a vez produet c'hoazh.

Implij

kemmañ

Implijet e voe ar Mosin-Nagant evit ar wech kentañ da vare brezel 1904 etre Japan ha Rusia. Servijout a reas ivez er Brezel-bed kentañ. Da vare brezel Spagn e voe pourvezet ar republikaned spagnolat gant an arm. Fuzuilh diazez milionoù a soudarded eus an Arme Ruz e voe e-pad an Eil Brezel-bed. Implijet e voe er bloavezhioù 1990 er brezelioù a savas da vare disrann Yougoslavia. Fuzuilhoù Mosin-Nagant a zo bet gwelet e 2022 ha 2023 etre daouarn stourmerien Republikoù Donetsk ha Louhansk.[2]

Prizet eo ar Mosin-Nagant e bed ar sportoù tennañ evit an amprouennoù Tennañ gant Armoù Reoliek (TAR) abalamour d'he friz izel.

Levrlennadur

kemmañ
  • (de) WROBEL Karl-Heinz, Drei Lienen, Die Gewehre Mosin-Nagant (levrenn 1), Journal Verlag Schwend, 1999, 400 p.
  • (de) WROBEL Karl-Heinz, Drei Lienen, Die Gewehre Mosin-Nagant (levrenn 2), DWJ Verlag, 2003, 312 p.

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2002, p.128-129
  2. (fr) BERNAUDEAU Anatole, Guerre en Ukraine : tanks de 1954, fusils des années 30..., e La Dépêche, 05/07/2023 (lennet d'ar 27/03/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan