Manufacture d'Armes de Châtellerault

Ar Manufacture d’Armes de Châtellerault (Labouradeg Armoù Châtellerault), anvet alies MAC e bed an armoù, pe La Manu gant tud ar vro, a oa un embregerezh-Stad gall diazezet e departamant ar Vienne hag a zo bet produet armoù ennañ eus 1819 betek 1968.

Atalier Bras al labouradeg, savet e 1867 - 1868

Krouet e voe al labouradeg roueel armoù e Châtellerault e 1819 dre un ordrenañs sinet gant Loeiz XVIII, roue Frañs. Choazet e voe ar gêr evit meur a abeg. Pell e oa diouzh harzoù ar vro, ha savet e oa war ar Vienne, a oa un ahel treuzdougen a-bouez[1]. Kontilli a veze produet er gêr abaoe pell ‘zo ivez, hag aesoc’h e oa neuze kavout micherourien gante skiant-prenet war ar sevel armoù[2].

 
Siminalioù al labouradeg

Kregiñ a reas al labouradeg da broduiñ armoù gwenn da gentañ, evel ar sabrenn varc'hegerezh skañv Stumm 1822[2]. Ur c’hant bennak a dud a laboure eno e 1831, ha-int lesanvet ar Manuchards. Er bloavezhioù 1850 e krogjod da sevel armoù-tan enni. Adalek 1886 e voe produet er MAC ar fuzuilhoù Lebel, a voe arm standart an droadeien c’hall da vare ar Brezel-bed Kentañ. War-dro 300.000 skouerenn anezhañ a veze fardet eno bep bloaz e dibenn an XIXvet kantved[1]. Etre 1891 ha 1895 e voe produet 500.000 fuzuilh Mosin-Nagant evit Impalaeriezh Rusia ivez. Kanolioù evit ar fuzuilhoù-mindrailher Chauchat a veze savet er MAC ivez. E 1916 e laboure ouzhpenn 7.000 den eno[2].

E 1937 e chomas a-sav produerezh an armoù-gwenn[2]. Ar fuzuilh-vindrailher FM 24/29 krouet er MAC a voe implijet e-pad an Eil Brezel-bed. Seizet e voe al labouradeg gant an Trede Reich etre 1940 ha 1944 evit produiñ armoù-tan evit ar Wehrmacht[1]. Goude ar brezel e voe produet eno armoù standart an arme c’hall hag a voe implijet da vare brezelioù Indez-Sina pe Aljeria, evel ar bistolenn MAC 50 pe ar vindrailherez AA 52[2]. Evit liesaat e broduerezh e krogas ar MAC da sevel fuzuilhoù-chase e 1947 ha pezhioù karbedoù milourel e 1956[2].

E 1961 e kemennas ar gouarnamant gall e vije serret al labouradeg abalamour d’an niver a armoù re uhel produet e Frañs d’ar poent-se[1]. 1.700 den a laboure eno c'hoazh. Serriñ a reas ar MAC e miz Kerzu 1968[2]. Hiziv-an-deiz ez eus bet krouet lec’hioù sevenadurel en he flas. Miret eo bet an div siminal brikennoù ruz a zo e-touez savadurioù brudetañ kêr Châtellerault[3].

Armoù bet produet er MAC

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) BASTARD Franck, Châtellerault célèbre le bicentenaire de sa manufacture d'armes, La Nouvelle République, 12/09/2019 (lennet d'an 30/09/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 2,6 ha2,7 (fr) Laissez-vous conter la Manufacture d'Armes de Châtellerault, Pays d'Arts et d'Histoire du Châtelleraudais (pellgarget d'an 30/09/2024)
  3. (fr) Le site de la Manu à Châtellerault, war Grand Châtellerault Tourisme (lennet d'an 29/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan