Manufacture d'Armes de Saint-Étienne

Ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, anvet alies MAS, a oa un embregerezh gall diazezet e Saint-Étienne. Armoù en doa produet eus 1764 betek 2000. Brudet eo evit bezañ produet armoù hiniennel e-touez ar re implijetañ e istor Bro-C'hall en XXvet kantved.

Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
uzin, Royal Manufactory, aozadur
Tachenn obererezhioùgreanterezh armoù Kemmañ
Deiziad krouiñ1764, 1864 Kemmañ
Tachenn labourweapons manufacturing company Kemmañ
StadBro-C'hall Kemmañ
E tiriadSaint-Étienne Kemmañ
Daveennoù douaroniel45°27′1″N 4°23′5″E Kemmañ
Furm lezennelembregerezh Stad Kemmañ
Sez sokialSaint-Étienne Kemmañ
Heuliet gantKNDS France Kemmañ
Produarm-tan Kemmañ
Deiziad divodañ2001 Kemmañ
Statud gladelmonumant istorel enskrivet Kemmañ
Chomlec'h18, rue Bergson Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMirdi al Lu C'hall, Cantonal Museum of Archeology and History Kemmañ
Map
Savadur an Horolaj, bet burevioù al labouradeg.

Deroù al labouradeg

kemmañ

Kêr Saint-Étienne a oa brudet abaoe ar Grennamzer evit hec'h artizaned kontellerien. Ouzhpenn 80 milin a brodue armoù brezel pe chase. E 1665 e voe savet ur vagajenn roueel armoù e Pariz, pourvezet gant labouradegoù Saint-Étienne, betek-gouzout e vije ur brezel.

E 1764 en em vodas armeurerien ar gêr[1], hag e 1765 e resevas o bodadeg an anv Manufacture royale d'armes (Labouradeg Roueel Armoù)[2] gant asant Loeiz XV ha dindan renerezh an Ao. De Montbéliard. A-c'hras d'an titl « Manufacture royale » e c'halljont gwerzhañ armoù d'an armeoù gall pe estrañjour.

A-raok an Dispac'h Gall e kreskas ar produerezh tamm-ha-tamm hag ouzhpenn 12.000 arm a veze graet bep bloaz. E-pad an Dispac'h e oa uheloc'h c'hoazh an niver a armoù produet hag e voe lesanvet Saint-Étienne Armeville (Kêr an Armoù).

E 1838 e voe gwerzhet al labouradeg d'ar gouarnamant gant ar vreudeur Jovin. D'ar mare-se e veze produet war-dro 15.000 arm eno bep bloaz.

Al labouradeg nevez

kemmañ

E-pad an Eil Impalaeriezh c'hall e oa uhel ar goulenn war an armoù-tan ha re strizh e oa deuet an uzin da vezañ. Divizet e vo sevel ul labouradeg nevez adalek 1864 evit tennañ gounid eus implij nerzh ar vapeur. 200.000 arm a c'hellas bezañ produet bep bloaz abalamour d'an araokadenn-se. Er bloavezhioù 1890 e oa ouzhpenn 10.000 micherour(ez) ha 9.000 mekanik en uzin, ha tro 1.600 fuzuilh a veze produet eno bemdez, ouzhpenn da revolverioù, pistolennoù, karabinennoù hag armoù all.

 
Ur fuzuilh Lebel (1886), produet er MAS hag implijet gant an arme c'hall e-pad ar Brezel-bed Kentañ.

An diskar

kemmañ

En XXvet kantved e heulias ar produerezh ar mareoù brezelioù-bed, peoc'h, aloubiñ ha brezelioù didrevadenniñ. E 1963 e voe choazet sevel dafar liesseurt : tourelloù kirri-houarnet, armoù a-enep tankoù ha dafar gwareziñ a-enep ar riskloù kimiek pe nukleel. Met war-ziskar ez eas ar urzhiadoù ha digreskiñ a reas tamm-ha-tamm a niver a implijidi (11.000 e 1940, 2.200 e 1981). GIAT Industries a renas war al labouradeg adalek 1898. E 2000 e voe serret al labouradeg da vat.[1]

Treuzfurmadur al lec'h

kemmañ

Lod eus ar savadurioù zo bet distrujet e 2001. Skolioù-uhel ha burevioù ar chadennoù France Bleu ha France 3 a gaver bremañ war al lec'h. Anavezet eo evel monumantoù istorel abaoe 2006. Un nebeud savadurioù a zo chomet eno.

Armoù produet

kemmañ
 
Ur fuzuilh-arsailh FAMAS (Fusil d'Assaut - Manufacture d'Armes de Saint-Étienne) ur vaionetez montet warni. Fuzuilh-arsailh standart arme Frañs e voe betek 2016.

Ijinet e oa bet er MAS ar c'halibr kartouchennoù 7,5 × 54 mm 1929C a voe implijet en arme c'hall eus 1930 betek ar bloavezhioù 1990.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Découvrez la Manufacture Nationale d'Armes war lec'hienn kêr Saint-Étienne (lennet d'ar 04/02/2024)
  2. (fr) VIRET Jérôme-Luther, L'industrie des armes portatives à Saint-Étienne,1777-1810. L'inévitable mécanisation ?, in Revue d'Histoire Modern et Contemporaine, 2007/1 n°54/1, pp. 171-192
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan