Ur fuzuilh zo un arm-tan hir evit tennañ a-bell hag a rank sañset bezañ implijet gant e zaouarn pe pozet war ur pezh (daoubez, trebez, sac'h) pa denner. E geriaoueg an arme ez eo ur fuzuilh un arm-tan dezhañ ur c'hanol rizennet. Pa raer anv eus armoù implijet er-maez eus an arme (evit chaseal dreist-holl) ez eo ur fuzuilh un arm dezhañ unan pe meur a ganol flour.[1]

Ur fuzuilh chaseal tri zenn damaotomatek Franchi Fast Pro, kalibr 12/76.

Lies eo ar fuzuilhoù. Ar fuzuilhoù-arsailh a zo implijet dreist-holl gant an armeoù. Ar fuzuilhoù-resisted a vez implijet gant an armeoù ha strolladoù surentez ar Stadoù evel ar polis. Fuzuilhoù poultr-du a vez implijet c'hoazh gant dastumerien hag e kenstrivadegoù tennañ gant armoù kozh.

Pa raer anv eus un arm-tan hir rizennet e ganol(ioù) hag implijet evit chaseal pe e bed ar sportoù tennañ e implijer kentoc'h ar ger karabinenn. Met e geriaoueg an arme e implijer a-wechoù ar ger karabinenn evit armoù rizennet o c'hanol berroc'h o ment hag o hed-tenn (Karabiner 98k, M1 Carbine).

Fuzuilh-arsailh

kemmañ
 
Ar Sturmgewehr 44, unan eus ar fuzuilhoù-arsailh kentañ ijinet e fin an Eil Brezel Bed.

Ur fuzuilh-arsailh, pe fuzuilh-argad, a zo graet evit tennañ betek 300 metrad gant ar mod damaotomatek, pe betek 30 metrad er mod aotomatek. Hendad ar fuzuilhoù-arsailh en istor a voe an Avtomat Ferodova, krouet e Impalaeriezh Rusia e 1916. E fin an Eil Brezel-bed e voe ijinet en Alamagn ar Sturmgewehr 44, a zo gwelet evel ar fuzuilh-arsailh vodern kentañ. Hiziv e implij ar braz eus an armoù-mañ ar c'halibr standart 5,56 × 45 mm NATO. E-touez ar munisionoù all implijet ar muiañ e kaver ar 7,62 × 51 mm NATO pe ar 7,62 × 39 soviedel.

Skouerioù fuzuilhoù-arsailh

kemmañ
 
Un AK-47, a zo e-touez ar fuzuilhoù-arsailh implijetañ er bed ablamour d'he soluter ha d'he friz izel.[2]

, 1942)

Fuzuilh-resisted

kemmañ
 
Ur fuzuilh a-bell M40 amerikan gant he lunedenn hag he daoubez.

Ur fuzuilh-resisted a vez implijet gant an armeoù da lazhañ enebourien pe distruj dafar en tu all da 300 metrad. Bremañ e vez atav pourveziet gant ul lunedenn da welet pell. E miz Mae 2017 ez eus bet lazhet un den da 3.540 metrad gant ur soudard kanadian en Irak[3]. E-touez ar c'halibroù bras implijet ar muiañ hiziv e kaver an .50 BMG, an .338 Lapua Magnum, ar 6,5 Creedmoor hag ar re .375 ha .408 CheyTac. En XXvet kantved ez eus bet implijet kenañ kalibroù evel an .30-06 Springfield gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Ar c'halibr .308 Winchester a vez implijet c'hoazh e fuzuilhoù a-bell gant kalz strolladoù polis er bed. A-wechoù e vez graet gant ur c'halibr bihanoc'h evel an 5,56 × 45 NATO implijet e fuzuilhoù Sig Sauer 550 ar GIGN e Frañs[4].

Skouerioù fuzuilhoù a-bell

kemmañ

Fuzuilh-chase

kemmañ
 
Ur sell a-dostoc'h ouzh ur fuzuilh-chase, dezhi daou ganol flour kichen-ha-kichen da wintañ, kalibr 18.

Ur fuzuilh-chase he deus alies daou ganol flour, a-wechoù unan (fuzuilhoù damaotomatek modern pe fuzuilhoù kozh un-tenn) pe dri. Pa vez daou ganol e c'hallont bezañ savet kichen-ha-kichen pe dreistlakaet an eil war egile. Implijet e vez da dennañ war loened tost a-walc'h (dindan 50 metrad). Gellet a ra bezañ karget gant kartouchennoù plom evit ar jiboez bihan pe gant kartouchennoù slug enne ur boled evit al loened brasoc'h (moc'h-gouez, kirvi...). E-touez ar c'halibroù implijet ar muiañ e kaver ar c'halibroù 12 hag 20. Ar c'halibr 16 a oa an hini implijetañ e Frañs a-raok ar bloavezhioù 1970. Ar c'halibr .410 (pe 36 magnum) a gaver e fuzuilhoù bihan da lazhañ loened bihan a-dost. En Europa eo kambret peurliesañ ar fuzuilhoù chase evit kartouchennoù 65 mm, 70 mm pe 76 mm (magnum) hirder o c'hartouchenn. Ne vezent ket implijet e bed an arme bete-vremañ, met diskouezet o deus ar fuzuilhoù-chase bezañ efedus a-enep d'an dronoù enep-dafar pe enp-tud a vez implijet stankoc'h-stankañ, e brezel Ukraina da skouer[5].

 
Kenaozadoù a c'haller gwelet eus kanolioù rizennet (bihanoc'h o zreuzkiz) ha kanolioù flour war armoù zwilling, drilling ha vierling (eus an nec'h d'an traoñ)

Zwilling, drilling ha vierling

kemmañ

War fuzuilhoù zo e kaver ur c'hanol rizennet asambles gant ur c'hanol flour. Zwilling a vez graet eus ar meskaj-se ; drilling a vez graet eus fuzuilhoù dezhe daou ganol flour hag unan rizennet, pe ar c'hontrol ; ha vierling eus ur fuzuilh dezhi daou ganol flour ha daou ganol rizennet. Armoù a seurt-se a zo savet evit ar chaseourien a fell dezhe bezañ gouest da implijout ur c'anol pe egile diouzh al loened a welint o chaseal. Ral eo ar fuzuilhoù-mañ e bed abalamour int ker ha luziet da broduiñ. Dont a ra o anv eus an alamaneg zwei, drei, vier (daou, tri, pevar).

 
Ur fuzuilh-chase daou denn Browning B25 kalibr 12. He daou ganol a vez gwintet da gargañ anezhi.

Skouerioù fuzuilhoù-chase

kemmañ

Fuzuilh poultr-du

kemmañ

Da glokaat

Gwelet ivez

kemmañ
Sellit ouzh ar ger Fuzuilh er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (fr) Olivier ACHARD, L'Univers des fusils, Solar 2002, p. 15
  2. (fr) [1] Comment la kalachnikov a changé le monde, troet gant Jean-Clément NAU, Slate, 11 a viz C'hwevrer 2012
  3. (fr) [2] Irak: Un sniper canadien abat un djihadiste de Daesh à une distance de 3.500 mètres, 20 minutes avec agences, 23 a viz Gouere 2017
  4. (fr) [3] Pajenn GIGN.org.
  5. (fr) LAGNEAU Laurent, Faut-il doter les fantassins de fusils de chasse pour abattre les drones FPV ?, war Opex360, 30/06/2024
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan