An AK-47, e rusianeg Автомат Калашникова, Avtomat Kalachnikova [stumm] 1947, anavezet muioc'h dre an anv Kalachnikov, a zo ur fuzuilh-arsailh savet gant Mic'hail Kalachnikov e 1947. Kambret eo er c'halibr 7.62 x 39 mm. E 1949 e oa bet lakaet da arm ofisiel al lu Rusian ha da heul gant broioù Pakt Varsovia. Abalamour da levezon USSR eo bet implijet gant kalz ar strolladoù reveulziañ, sponterien hag armeoù Stadoù er bed a-bezh. An arm-tan gwerzhet ar muiañ en Istor eo an AK-47[1], etre 70 ha 110 milion hervez ar mamennoù. Marc'hadmat eo, aes da implijout, padus, ha ral eo e chomfe bout. An AK-47 zo hiziv an deiz e-kreiz an trafikerezh armoù o tont eus broioù ar Balkan[2]. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz.

AK-47
firearm model
Iskevrennad eusfuzuilh-arsailh Kemmañ
Deiziad krouiñ1947 Kemmañ
Anv berrAK Kemmañ
Anvet diwarMic'hail Kalachnikov Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Levezonet gantStG44, M1 (karabinenn) Kemmañ
Ammunition7,62 × 39 mm M43 Kemmañ
Treset gantMic'hail Kalachnikov Kemmañ
Lakaet er servij1949 Kemmañ
Ur fuzuilh-arsailh AK-47.
Ar fuzuilh-arsailh Sturmgewehr 44 bet awenet ganti an AK-47.

Istor an AK-47 kemmañ

E-kerzh an Eil Brezel-bed e oa bet degaset gant an Alamanted un arm aotomatek nevez, an Stg-44 (Sturmgewehr 44). Bammet e voe renourien an URSS o welet un arm ken modern o tont war-wel. D'ar 15 a viz Gouere 1943, Komiserdi poblel an armañ a roas urzh bras da sevel un arm soviedel evit talañ d'al lañs a oa gant an Alamanted. Ur skipailh en e benn an ijinour N.M. Elizarov (Н.М. Елизаров) a voe karget d'ober war-dro ha da gavout ar buanañ ar gwellañ un arm ken efedus. Diorroet e voe ar c'hartouchennù 7,62 × 39 mm evit an arm da zont. E 1944 e voe roet lañs d'ur genstrivadeg da grouiñ an arm-mañ.

 
Soudarded Polonia an 8vet Batalion Remontowy e Kołobrzeg

Mic'hail Kalachnikov, ur bleiner kirri-houarnet soviedel, a oa krog da sevel armoù en e wele ospital goude bezañ bet gloazet da vare emgann Briansk. E 1944 e kemeras perzh er genstrivadeg evit sevel an arm aotomatek. Kinnig a reas e raktres fuzuilh met koll a reas a-enep Sergueï Simonov hag e SKS-45.

Merzhet e voe memestra barregezhioù Kalachnikov hag anvet anezhañ da ijinour e penn ur skipailh enklask war an armoù aotomatek. E fin ar bloavezh 1946 e oa savet pimpatromoù kentañ an AK-1. Un ezel eus ar skipailh, Aleksandr Zaitsev, a deuas a-benn da gendrec'hiñ Kalaschnikov da simplaat e arm.

Pimpatromoù all (AK-2 hag AK-3) a voe savet ha peurechuet e miz Du 1947. E 1948 e krogas produerezh an AK-47 en embregerezh Izhevsk, en uzin 524. E 1949 e voe lakaet da arm ofisiel al lu soviedel.

 
Soudard Viet Cong gant un AK-47

Er sevenadur kemmañ

  • Er film Lord Of War embannet e 2005, a gont istor damwir ur gwerzher armoù, e weler kalz fuzuilhoù-arsailh AK-47. E digoradur ar film ec'h heulier savidigezh ur boled AK-47 eus an uzin betek an dachenn-emgann[3]. Ken marc'had-mat eo an AK-47 ma voe emsavoc'h da broduerien Lord Of War prenañ 3 000 arm gwirion eget prenañ reoù faos.
  • Alies e vez keñveriet an AK-47 gant an M-16, arm enebourien amerikan an URSS da vare ar Brezel Yen. E-kerzh brezel Vietnam dreist-holl ez eo bet an daou arm o talañ an eil ouzh egile.
  • Gellet a raed implijout an AK-47 er c'hoari digoust enlinenn Battlefield Play4free pa vezed gant ur renk soudard pe medisin.

Liammoù diavaez kemmañ

Daveennoù kemmañ

  1. Kalachnikov, l'inventeur du fusil le plus vendu au monde, est mort à 94 ans, e Jeune Afrique, 24/12/2013 (galleg)
  2. Trafic d'armes en France : la face cachée du crime, e La Croix, 11/06/2023 (galleg)
  3. Lord of War - Intro [1]