An AK-74, e rusianeg Автомат Калашникова образца 1974 года pe "Kalashnikov fuzuilh aotomatek stumm 1974", a zo ur fuzuilh-arsailh savet gant an ijinour brudet Mic'hail Kalachnikov e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970.

AK-74
firearm model
Iskevrennad eusfuzuilh-arsailh Kemmañ
Deiziad krouiñ1974 Kemmañ
Anv er yezh a orinАК-74 Kemmañ
BrezelBrezel Afghanistan, Brezel diabarzh Siria Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
ManufacturerKalashnikov Concern Kemmañ
Munision5.45×39mm Kemmañ
Treset gantMic'hail Kalachnikov Kemmañ
Lakaet er servij1978 Kemmañ
An AK-74

Deskrivadur kemmañ

Un adkempenn modern eus an AKM (bet dija un adkempenn eus an AK-47) ez eo an AK-74. Chom a ra tost an AK-74 ouzh an AKM rak 50% eus e bezhioù a zo heñvel-rik hag a c'hell bezañ eskemmet an eil gant egile. E-pad brezel Afghanistan e voe implijet an AK-74 evit war wech kentañ.

Ar cheñchamant brasañ da-geñver ar stummoù AK all (AK-47 da skouer) eo implij kartouchennoù lijeroc'h 5,45 x 39 mm e plas ar re 7,62 × 39 mm ijinet da vare an Eil Brezel-bed.

Hiziv an deiz e vez produet c'hoazh gant an embregerezh armoù Izmash ha kopiennoù a vez graet dindan lisañs e Bulgaria. Implijet e vez c'hoazh e reter an Europa, Mongolia, Strolladoù stourm begenn Korea an Norzh pe c'hoazh troadegiezh morlu poblel ar Vietnam. E deroù aloubadeg Ukraina gant Rusia e miz C'hwevrer 2022 ez eus bet roet miliadoù a skouerennoù eus an arm gant gouarnamant Ukraina d'ar re a felle dezhe difenn o bro. Implijet e vez an AK-74 gant an daou du er brezel-mañ.[1]

 
Soudarded ar morlu soviedel gant AK-74, baionetezioù staget oute

Tro-dro d'an AK-74 kemmañ

Ar CIA a oa prest da reiñ 5000 a zolarioù US evit ar re gentañ a AK-74 tapet gant ar re mujahadin ha roet dezhi e-pad brezel Afghanistan. [2]

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. GIDDINGS Caleb, The guns of the ukrainian army, war ar blog Free Range America, 23/03/2022 (lennet d'an 01/02/2024) (saozneg)
  2. Chivers, C. J. (12 October 2010). The Gun. Simon & Schuster. 382–383 p. ISBN 978-1-4391-9653-3. 
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan