Ur fuzuilh-arsailh, pe fuzuilh-argad, a zo un arm-skoaz graet evit tennañ pell, betek 300 metr er mod damaotomatek, pe betek 30 metr er mod aotomatek. Hendad ar fuzuilhoù-arsailh en istor e voe an Avtomat Ferodova, krouet gant Impalaeriezh Rusia e 1916. E fin an Eil Brezel-bed e voe ijinet en Alamagn ar Sturmgewehr 44, a zo gwelet evel ar fuzuilh-arsailh modern kentañ. Hiziv e implij ar braz eus an armoù-mañ ar c'halibr standart 5,56 x 45 mm NATO. E-touez ar c'halibroù all implijet ar muiañ e kaver ar 7,62 x 51 mm NATO pe ar 7,62 x 39 soviedel.

fuzuilh-arsailh
weapon functional class
Iskevrennad eusfuzuilh, selective fire firearm Kemmañ
Un AK-47, a zo e-touez ar fuzuilhoù-arsailh implijetañ er bed ablamour d'he soluter ha d'he friz izel.[1]

Skouerioù fuzuilhoù-arsailh kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. [1] Comment la kalachnikov a changé le monde, troet gant Jean-Clément NAU, Slate, 11 a viz C'hwevrer 2012
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan