Battlefield Play4Free

(Adkaset eus Battlefield play4free)
Battlefield play4free
c'hoari video
TitlBattlefield Play 4 Free Kemmañ
HeuliadBattlefield spinoff series Kemmañ
Tachennfirst-person shooter Kemmañ
Ti-embannElectronic Arts Kemmañ
Bro orinKanada Kemmañ
Deiziad embann4 Ebr 2011 Kemmañ
Review score68/100, 67.75% Kemmañ
Hollved faltaziekBattlefield universe Kemmañ
DiorroerDice Kemmañ
SavennMicrosoft Windows Kemmañ
Software engineRefractor 2 Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier Kemmañ
Input devicetouchennaoueg Kemmañ
Diaz embannembannadur niverel Kemmañ
Software version identifier1.50.243231.0 Kemmañ
Renkadur ESRBTeen Kemmañ
PEGI ratingPEGI 18 Kemmañ
Business modelFree-to-play Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://battlefield.play4free.com:80/en/ Kemmañ

Battlefield play4free kemmañ

Battlefield play4free pe anvet ivez Battlefield playforfree pe krennet da BFP4F a zo ur c'hoari tenn d'eus an heuliad Batllefield Serie. D'ar 7 a viz Ebrel 2015 e oa bet lidet pevar bloaz lañs ar c'hoari en ur reiñ ur prof d'an holl c'hoarierien[1].

D'ar 15 a viz Ebrel 2015 ez eo bet kelaouet ar c'hoarierien gant ur pennadig war forom ar c'hoari (Saozneg:"Soldiers, we salute you"; Brezhoneg: Soudarded, saludiñ a reomp ac'hanoc'h) e vije roet lam d'ar c'hoari Battlefield Play4free d'ar meurzh 14 a viz Gouere 2015 (devezh lid dieubidigezh Amerika), ha d'ar c'hoarioù Battlefield Heroes, FIFA World ha Need for Speed World[2],[3]. Kemenet ez eo bet gant ur stumm ofisiel war lec'hienn pennañ ar studio EA games diwezhatoc'h en devezh[4].

Dindan ur stumm enlinenn nemetken ha digoust ez eo hemañ.

N'eo ket ret kaout un urzhiataer galloudus-tre a-benn kavout an tu d'e c'hoari:[5]

  • Endroadur implij : Windows XP pe Windows Vista
  • Kewerier : Intel Pentium 4 1,7 GHz
  • Mémoire bliv : 512 Mo (1 Go sous Windows Vista)
  • Kartenn taolenniñ: 256 Mo, Pixel shader 2.0, DirectX 9.0c
  • Kartenn son : Compatible avec DirectX 9.0c
  • Lijor ret : 2,5 Go
  • Liamm gant ar rouedad : 256 kbit

Istor ar c'hoari kemmañ

Un adkemer ez eo d'eus c'hoarioù hag a oa dija[6]:

32 a dud a vez en holl war memes koulz ha memes kartenn oc'h enebiñ 16 en pep a skipailh. N'eus nemet daou zoare c'hoari pe tagañ (meskaj etre karmouch ha trapañ ar banielloù) pe bountañ.

2 du a zo nemetken pe Rusia pe Stadoù-Unanet Amerika.

Renkoù soudard kemmañ

Dre ma z'eo ur c'hoari video a-stroll dre skipailhoù e vez ar rediñ da choaz gant pep c'haorier ur renk evit e soudard. Meur anezho a zo o kaout doareoù disheñvel da vont gant an emgann.

  • Medisin: Evit pareañ ar re gloazet hag advevañ ar re aet da Anaon. Ret eo dezhañ bezañ en emgann met arabat chom re dost d'eus an dachenn feuls.
  • Sklerijenner: Ur mailh-tenner ez eo, sikour a ra ar skipailh dre lazhañ a-bell an enebourien ha reiñ da c'houzout e pelec'h emaint. Dezhañ da chom pell d'eus an dachenn feuls ha da vezañ lagad ar skipailh. An tu a zo dezhañ da sevel ur goulenn mortar a-benn distrujañ pe dizurzhiañ linnennoù difenn pe argadiñ ar skipailh enebour.
  • Ijinour: Sikour a ra da adkempenn ar mekanikoù mac'hagnet ha da zistrujañ re an enebourien. An tu a zo dezhañ da vont etrezek an tachenn feulsañ en emgann pe da chom siouloc'h a-dreñv da reiñ harp d'ar soudarded-argadiñ dre distrujañ ar mekanikoù enebour (tankoù da skouer).
  • Soudard-argadiñ: Ar soudard a zo amañ gant harp ar renkoù all o vountañ war an enebourien. Gant an tizh dreist-holl e rank dizurzhiañ linennoù difenn pe linennoù tagañ an enebourien da aeshaa an trec'h warno. Karget ez eo ivez da reiñ bolodoù d'ar skipailh.

Rankoù soudard kemmañ

Dre forzh c'hoari ha kas taolioù-dreist da benn e vez gounezet poentoù skiant-prenet. Gant ar poentoù 'se ar c'hoarier a ya etrezek rankoù uheloc'h uhelañ, an hini 30 o vezañ an hini uhelañ betek-en.

Seul uheloc'h ar renk seul vuioc'h a choaz armoù reoù kreñvoc'h ha resisoc'h. Da bep renk tapet e vez gounezet ur poent skiant-prenet da lakaat en ur wezenn barregezhioù (redek fonnusoc'h, muioc'h a yec'hed...).

Doareoù c'hoari kemmañ

Karmouch ha Trapañ ar banielloù

  • Dalian
  • Oman
  • Dragon Valley
  • Basra
  • Karkand
  • Mashtuur
  • Myanmar
  • Sharqi

Bountañ

  • Karkand
  • Sharqi
  • Dalian
  • Basra
  • Dragon Valley
  • Oman

Armoù Battlefield Play4free kemmañ

Adkavet e vez er c'hoari Battlefield Play4free armoù gwirion nemetken hag implijet hiziv an deiz c'hoazh dre ar bed tra ma vije ar mekanikoù pe an armoù soudard. :

Battlefield Daily Draw kemmañ

Un doare lotiri pe c'hoari mil ha kazh a vez kavet en Battlefield Playforfree. Bemdez e vez kavet an tu da choaz ur gartenn e-touez 8 anezho ha gant ar gartenn-se e vez gounezet meur a draoù: dilhad, armoù, gwelladennoù armoù pe c'hoazh pareoù.

Ar pezh a vez gounezet dre ar gartenn a zo lies ha memes tra a-fed e padelezh: pe un devezh nemetken da gaout un tañva, betek a vebred.

Evit ar re a fell dezho e vez tu da brenañ kartennoù ouzhpenn d'an hini digoust gant moneiz funds.

Battlefield play4free funds kemmañ

Ma z'eo digoust ar c'hoari da bellgargañ ha da vont gantañ enlinenn paneveken da gaout ul liamm gant ar rouedad internet, krouet ez eu bet un doare eskemm funds[7]. Dre prenañ ar moneizh elektronek 'se e vez kavet an tu da vont buanoc'h etrezek al live uhelañ gant e c'hoarier met ivez da gaout dafar stourm a na vez ket tu da gaout e mod all.

Unan d'eus ar rebechoù brashañ d'ar c'hoari ez eo rak aeshaet ez eo kalz evit an hini a vez pinvidik da geñver ar re a fellfe dezho mont gant an hent gwir digoust.

Sonerezh Battlefield Playforfree kemmañ

Sonerezh ar c'hoari Battlefield Pley4free a zo sevenet gant ar strollad Corroded[8]

  • Age of Rage[9]
  • Battlefield Play4Free Main Music Theme (Adkemer gant sonerezh nemetken Age of Rage)

Save Battlefield Play4Free kemmañ

Nebeut amzer a-raok ma vije serret ar c'hoari ez eus bet ul luskad evit klask saveteiñ anezhañ anvet Save Battlefield Play4Free, n'eo ket deuet a-benn da dalañ.

Ur sinadeg aozet gant al luskad a zo bet sinet gant muioc'h 'vit 10 000 a dud[10]

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. https://web.archive.org/web/20150410183850/http://battlefield.play4free.com/en/forum/showthread.php?tid=209947
  2. http://battlefield.play4free.com/fr/forum/showthread.php?tid=211096
  3. http://www.gamespot.com/articles/ea-closing-battlefield-heroes-need-for-speed-world/1100-6426649/
  4. http://www.ea.com/1/service-updates
  5. https://web.archive.org/web/20150321124251/http://battlefield.play4free.com/fr/hardware
  6. [1], Lec'hienn Battlefield Play4free.
  7. https://web.archive.org/web/20150211155206/http://battlefield.play4free.com/fr/store/qa
  8. https://web.archive.org/web/20141123145641/http://battlefield.play4free.com/fr/.
  9. https://web.archive.org/web/20150612215325/http://ninetone.com/corroded/
  10. Change.org sinadeg Save BattlefieldPlay4Free.