Battlefield 3 pe BF3 a zo ur c'hoari tenn a-stroll eus an heuliad c'hoarioù video Battlefield Serie, savet gant ar Studio Dice hag embannet gant Electronic Arts pe EA Games d'ar 25 a viz Here 2011.

Battlefield 3
c'hoari video, esports discipline
TitlBattlefield 3 Kemmañ
HeuliadBattlefield Kemmañ
Danvez pennañUnited States Marine Corps Kemmañ
Tachenntenn kentañ-sell Kemmañ
DiorroerDice Kemmañ
Ti-embannElectronic Arts Kemmañ
SavennXbox 360, PlayStation 3, Microsoft Windows, iOS Kemmañ
Deiziad embann25 Her 2011, 27 Her 2011, 28 Her 2011, 2 Du 2011 Kemmañ
Bro orinKanada Kemmañ
SenarioourAdrian Vershinin Kemmañ
Mare an oberenn2014 Kemmañ
Lec'h an istorBro-C'hall, Iran, Irak, Stadoù-Unanet, Ukraina Kemmañ
Prizioù resevetBritish Academy Games Award for Multiplayer Kemmañ
Bet kinniget evitGolden Geek Award for Video Game of the Year, Golden Geek Award for Best Video Game Visuals/Artwork Kemmañ
Hollved faltaziekBattlefield universe Kemmañ
Doare c'hoaric'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier Kemmañ
Operating systemiOS Kemmañ
Lusker grafikFrostbite Kemmañ
Trobarzhell dont trelanker c'hoari, touchscreen Kemmañ
Diaz embannoptical disc, embannadur niverel Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
Renkadur PEGIPEGI 16 Kemmañ
Renkadur USKUSK 18 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.ea.com/battlefield3 Kemmañ
Dezverket drestory set in a then future date that is now the past Kemmañ
Battlefield 3 Logo

Embannet ez eo bet war urzhiataer, PlayStation 3, ha war Xbox 360 ouzhpenn da se ez eus bet ur stumm evit ar pellgomzoù hezoug EA Mobile. Da heul Battlefield 2 e teu.

D'ar 4 a viz Du 2011 goude 10 devezh embannadur ez eus bet gwerzhet 5 milion a skouerennoù.

Istor savidigezh ar c'hoari

kemmañ

Adkemer a ra nevezintioù ar c'hoarioù etrezañ ha Battlefield 2: Battlefield : Bad Company, Battlefield : Bad company 2 hag an ouzhpennadur Battlefield: Bad Company 2 Vietnam.

Anat ez eo bet raktal da Electronic Arts e vefe diazezet diouzhtu evit an urzhiataer. Implijet e vez ar c'heflusker video Frostbite 2, ur gwelladur d'eus an hini Frostbite hag a ro an tu da gavout muioc'h a gwirvoud ha da zistruj ar savadurioù kavet dre tachennoù ar c'hoari Battlefield 3.

Dre ma z'eo bet sevenet evit an urzhiataer e vez gwelet disheñvelderioù gant ar stummoù konsoloù video. Ar stummoù 'se ne roont ket kement a c'halloud distruj war an aergelc'h dre ma n'int ket galloudus a-walc'h evit implij da vat nerzh al lusker c'hoari video Frostbite 2.

Kampagn bruderezh Battlefield 3

kemmañ

Electronic Arts en deus bet lakaet e plas ur c'hampagn bruderezh meur evit ar c'hoari Battlefield 3 a-benn talañ ouzh an heuliad c'hoarioù Call Of Duty

E toare ar filmoù Amerikan ez eus bet savet filmoù-tañva ha filmoù kinnig a-benn desach ar c'hoarierien war zu prenañ ar c'hoari ur wech embannet. Electronic Arts a zo bet o vont gant un arc'hantaouiñ a 100 000 000 dollar US (Tro-dro 73 810 000 euroioù) evit ar c'hampagn brudañ e c'hoari nevez.

Un embannadur bêta eus Battlefield 3 a zo bet embannet d'an 30 a viz gwengolo 2011 war an holl diazezoù c'hoari. Echuet ez eo d'an 10 a viz here 2011. Ar c'hoarierien bet o koumanantiñ en araok embannadur termenet ar c'hoari dre Origin o deus bet kavet an tu da vont etrezek o c'hoari 2 devezh araok e embannadur d'an holl re all.

Tudennoù Battlefield 3

kemmañ
  • Serjant Henry Black Blackburn : Ur soudard d'eus ar 1añ batailon a sklerijennerien an USMC, Haroz an istor.
  • Christian Matkovic : Kenstourmer Blackburn. Aes eo da anavezout dre an arm M136 AT4 a vez gantañ bepred ouzh e skoaz.
  • David Dave Montes : Kenstourmer Blackburn. Mindrailher ar skipailh ez eo.
  • Steve Campo : Penn ar strollad stourm. Blackburn a gemer e blas pa varv.
  • Jack Chaffin : Kenstourmer all da Blackburn.
  • Kaporal Jonathan Jono Miller : Paotr ar radio en un tank pe karr hobregon
  • Ingham : Kenstourmer Miller.
  • Letanant Jennifer Colby Hawkins : Ur vlenierezh kirri-nij F18 en aerlu ar Stadoù-unanet bet eo bet gant un nij brezel a-us da Téhéran.
  • Dimitri Dima Mayakovsky : Ezel d'eus ar GRU (Aozadur ar spiañ evit lu kevredad Rusia) kaset da Bariz ha norzh an Iran a-benn talañ gant ur riskl nukleel.
  • Solomon : Enebour meur an haroz hag e genstourmerien. Bet eo bet o labourat evit sponterien ar PLR, Al Bashir, Kaffarov hag ar CIA.
  • Faruk Al Bashir : Penn ar PLR (strollad sponterien) en Iran. Labourat a ra gant Solomon ha Kaffarov.
  • Amir Kaffarov : Gwerzher armoù a orin rusian. Labourat a ra gant Solomon hag Al Bashir.
  • Kyril : Ezel ar GRU.
  • Vladimir : Ezel ar GRU.

Sonerezh ar c'hoari

kemmañ

Labouret ez eo bet sonerezh ar c'hoari evel evit ur film. D'ar 24 a viz here 2011 un devezh araok embannadur ar c'hoari e oa tu prenañ ar bladenn pe e bellgargañ war iTunes et Amazon.com.

Saverien sonerezh Battlefield 3 a zo Johan Skugge & Jukka Rintamäki.

Nnn Anv Padelezh
01 Battlefield 3 Main Theme 1:56
02 Thunder Run 2:51
03 The Red Wire 0:33
04 Solomon's Theme 2:51
05 Spark 0:43
06 Frostbite 0:49
07 The Death of Vladimir 2:17
08 Fire From the Sky 3:06
09 Kaffarov's Villa 1:05
10 Operation Metro 2:03
11 La Bourse 0:53
12 Tremors 2:04
13 Choked 2:15
14 Black Gold 1:23
15 The Great Destroyer 0:54
16 Hunter's Point 0:48
18 Interrogating Blackburn 6:39
19 Battlefield 3 Dark Theme 0:32
35:59

Ouzhpennadurioù Dlc

kemmañ

Ouzhpennadurioù doare DLC a zo bet d'ar c'hoari Battlefield 3:

Adsevel d'ar c'hoari

kemmañ

Tro-dro d'ar c'hoari

kemmañ
  • Heuliet ez eo bet Battlefield 3 gant Battlefield 4 dre ar berzh hag a zo bet graet gantañ.
  • Battlefield 3 a zo bet embannet en EA Humble Bundle (Electronic arts humble bundle), ar sammad arc'hant en he fezh a oa bet roet da aozadurioù digorvo[1].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ