Uzi
An Uzi zo ur bistolenn-vindrailher ijinet en Israel gant an ijinour Uziel Gal adalek 1948 ha produet gant an embregerezh armoù Israel Military Industries (IMI).
Uzi | |
---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Uzi | |
Kinnig | |
Bro | Israel |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher aotomatek |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum 9 × 21 mm IMI .45 ACP .22 Long Rifle .41 AE |
Produer | Israel Military Industries |
Mare implij | 1952-2003 (e arme Israel) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,5 kg |
Mas (karget) | 4 kg |
Hirder (lamm dibleget) | 640 mm |
Hirder ar c'hanol | 260 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 200 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 410 m/s |
Endalc'h | Kargerioù-fiñv 20, 25, 32, 40 pe 50 kartouchenn (stumm e 9 mm Parabellum) |
Gwerzhet ez eus bet 10 milion eus hec'h adstummoù[1]. Awenet eo gant ar pistolennoù-mindrailher tchek SA 23 hag SA 25. E meur a film e weler anezhi hag e-touez ar pistolennoù-mindrailher brudetañ emañ. Deuet eo Uzi da vezañ un anv jenerek evit an armoù-mañ e genoù tud 'zo.
Deskrivadur
kemmañIstor
kemmañD'ar 14 a viz Mae 1948 e teuas Israel da vezañ ur stad dizalc'h. Brezel a savas buan etre ar vro nevez ha lod eus hec'h amezeien. Dizunvan e oa an armoù implijet gant Tsahal peogwir e teuent eus stokoù a bep seurt broioù dastumet goude an Eil Brezel-bed[2]. An embregerezh stad IMI a c'houlennas neuze gant daou soudard, al letanant a orin alaman Uziel Gal hag ar major Chaim Kara, sevel bep a raktres pistolenn-vindrailher nevez evit an arme. Dibabet e voe arm Uziel Gal abalamour dezhañ da vezañ marc'hadmatoc'h da broduiñ hag azasaetoc'h d'an emgannoù en dezerzh a-drugarez d'e wikefre. Anvet e voe an arm choazet diwar anv e ijinour, daoust dezhañ bezañ a-enep an implij-se[2].
Uziel Gal a enrollas ur breved evit an arm e 1952, met chom a reas ar gwir da broduiñ anezhañ gant Ministrerezh an Difenn israelat. 8.000 skouerenn ha 80.000 karger a voe urzhiet e 1954 evit marc'had diabarzh ar vro. Ezporzhiet e voe an arm adalek 1956, met ne c'hallas ket IMI produiñ a-walc'h a armoù evit respont d'ar goulenn, hag aotreet e voe ul lisañs-produiñ d'an embregerezh belgiat FN Herstal e 1958, gant ma vije gwerzhet an UZI gantañ da vroioù aotreet gant Israel nemetken. E 1982 e oa bet produet ouzhpenn ur milion a skouerennoù evit an ezporzhiañ.[2]
War-zigresk ez a ar gwerzhioù adalek kreiz ar bloavezhioù 1970 abalamour da bouez brasoc'h-brasañ ar fuzuilhoù-arsailh war ar marc'had, AK-74 pe M16 hag all, ha da goll ar marc'had iranian goude dispac'h 1979 eno. Adstummoù a voe savet neuze gant IMI evit ar siviled, evel an UZI Carbine adalek 1979. A-benn mirout lañs an embregerezh war marc'had an armoù bihan e voe savet ar Mini Uzi e 1980 hag ar Micro Uzi e 1986. Stummoù damaotomatek hag un adstumm tostoc'h ouzh ur bistolenn (Uzi Pistol) a voe savet d'ar mare-se evit ar marc'had amerikan.[2]
E 2010 e voe kinniget an Uzi Pro, stumm modernizaet ar Micro Uzi. Produet e vez bremañ gant Israel Weapon Industries (IWI) en deus kemeret plas IMI goude e vije prevesaet e 2018.[3]
Munisionoù
kemmañKambret eo an Uzi diazez e 9 mm Parabellum, met adstummoù e .45 ACP hag e .22 LR a vez produet e Stadoù-Unanet Amerika. Pakoù evit lakaat an Uzi e .40 S&W pe 10 mm Auto a gaver ivez. Ar munision 9 mm orin, dezhañ ur galloud-toullañ izel hag un hed-tenn berr a-walc'h, a zo kaoz eus diskar an Uzi e trede kard an XXvet kantved pa oa e keverezerezh gant fuzuilhoù-arsailh efedusoc'h-efedusañ.[2]
Implij gant Israel
kemmañAn Uzi a grogas da vezañ implijet gant Tsahal e 1955. Implijet e voe da gentañ gant unvezioù harzlammerien hag an nerzhioù ispisial a-raok bezañ ledanaet e implij e-touez an droaderien, daoust dezhe ober gant an FN FAL dreist-holl[2]. Implijet e voe er Brezel C'hwec'h Devezh e-barzh ha tro-dro da Jeruzalem e-lec'h ma tiskouezas bezañ akomod en emgannoù-kêr. Koulskoude e oa re wan a-enep d'ar fuzuilhoù-arsailh Kalashnikov implijet gant ar broioù arab. Kemeret e voe he flas adalek 1973 gant ar fuzuilh-arsailh Galil met chom a reas implijet gant an nerzhioù ispisial hag ar polis. E 2003 e voe tennet diouzh ar servij en holl unvezhioù Tsahal hag erlec'hiet gant an Tavor.[2]
Er sevenadur
kemmañSinema ha skinwel
kemmañBrudet e oa an Uzi e sevenadur poblek Stadoù-Unanet Amerika, dreist-holl er bloavezhioù 1980-1990. Implijet e vez gant Arnold Schwarzenegger er filmoù Terminator sevenet gant James Cameron (1984) ha Commando (1985), ha gant Chuck Norris en heuliad filmoù Delta Force kenbroduet en Israel. Stag eo ivez skeudenn an Uzi ouzh hini ar servijoù ispisial hag an torfederezh kement hag ar gangoù er Stadoù-Unanet abalamour d'hec'h implij e bed ar gangsta rap, daoust d'an niver a dud lazhet eno gant pistolennoù-mindrailher er bloavezhioù 1980 ha 1990 bezañ dister e-keñver armoù all.[2]
Ar c'hentañ armoù gwerzhet gant Yuri Orlov, penndudenn ar film Lord Of War, a zo Uzioù.
Torfedouriezh
kemmañUn Uzi carbine a oa e-touez an armoù implijet e 1984 e lazhadeg McDonald's San Ysidro (San Diego, Kalifornia).
Levrlennadur
kemmañ- Martin J. Dougherty. Armes à feu, Elcy éditions (in fr). 304 p. ISBN 9782753205215. .
- McNab, Chris (2011). The Uzi Submachine Gun, Osprey Publishing, Weapon (in en). 80 p. ISBN 9781849085434. .