Ar Galil zo ur fuzuilh-arsailh israelat kambret e 5,56 × 45 mm, krouet e deroù ar bloavezhioù 1970. Unan eus armoù hiniennel standart arme Israel eo bet betek deroù ar XXI kantved.

IMI Galil
Skeudenn ar pennad IMI Galil

Ur fuzuilh-arsailh Galil stumm ARM
Kinnig
Bro Banniel Israel Israel
Doare Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù 5,56 × 45 mm NATO
7,62 × 51 mm NATO
Produer Israel Military Industries
Mare produiñ 1972 - 1998
Pouez ha muzulioù
Stummoù AR/ARM
Mas (hep kartouchenn) 3,95 kg
Hirder 979 mm (lamm dibleget)
742 mm (lamm pleget)
Hirder ar c'hanol 460 mm
Perzhioù all
Stummoù AR/ARM
Hed-tenn pleustrek 450 m
Lusk-tennañ 650 tenn/mn
Tizh mont e-maez ar boledoù 950 m/s
Endalc'h Karger fiñv 35 pe 50 kartouchenn (e 5,56 mm)
Adstummoù AR, ARM, SAR, MAR, Galatz
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Istor ha deskrivadur

kemmañ

Er bloavezhioù 1960 e rae Tsahal gant fuzuilhoù FN FAL kambret e 7,62 × 51 mm. E-pad emgannoù ar Brezel C'hwec'h Devezh e 1967 e voe remerket ne oa ket fiziapl atav ar FAL en emgannoù en dezerzh, ouzhpenn dezhi bezañ ponner a-walc'h. Divizet e voe implijout fuzuilhoù-arsailh nevez. An AK-47 tapet war an tachennoù-emgann digant soudarded egipsian a ziskouezas bezañ mat, met fellet a rae d'an Israeliz ober gant ar c'halibr 5,56 × 45 mm[1].

Yisrael Galili, ijinour en IMI, a ginnigas ur fuzuilh-arsailh nevez, hag a voe choazet gant an arme goude bezañ bet keñveriet gant fuzuilhoù all evel an M16 stadunanat. Anvet e voe Galil diwar anv e grouer, ha lakaet er servij e 1973. A. Ur stumm gwellaet eus an AK-47 e oa, dezhañ ul lamm plegus hag ur c'houch reolius etre 300 ha 500 metr. Ul loc'henn da zibab ar mod tennañ (aotomatek pe damaotomatek) a voe ouzphennet ouzh e du kleiz[2].

Stummoù disheñvel

kemmañ
  • AR : stumm orin e 5,56 mm
  • ARM : heñvel ouzh un AR, dezhi un daoubez gouest da droc'hañ orjal dreinek ivez, un dornikell-dougen hag un distoufer dindan he c'hanol
  • SAR : stumm berroc'h e ganol[3] evit ar soudarded e-bourzh kirri pe tankoù
  • MAR : stumm berr-kenañ
  • Galatz : fuzuilh-resisted kambret e 7,62 mm NATO[4]

Ar rummad Galil ACE, savet adalek ar bloavezhioù 2000, zo deveret eus ar Galil.

 
Ur soudard estonian en Irak e miz Meurzh 2005, gantañ ur Galil SAR

Implijerien

kemmañ

Adalek mae 1973 e voe choazet ar Galil gant Tsahal[2], met ne voe ket pourveziet d'an holl soudarded dre ma resevas Israel kalz skouerennoù eus an M16 er bloavezhioù 1960 hag e deroù ar bloavezhioù 1970. An Tavor a gemeras he flas adalek ar bloavezhioù 2000. Ar Galil a voe gwerzhet da vroioù all evel Kolombia (e 7,62 mm) pe produet dindan aotre gant broioù evel Suafrika, pe Ukraina dindan an anv Fort-301.

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) POPENKER Maxim, Galil, Modern Firearms (lennet d'ar 26/12/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Galil ARM, Arme et passion (lennet d'ar 26/12/2024)
  3. (fr) Galil SAR, Arme et passion (lennet d'ar 26/12/2024)
  4. (en) POPENKER Maxim, Galil sniper, Modern Firearms (lennet d'ar 26/12/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan