Un arm-tennata zo un arm pourvezet gant ur c'harger. Ar braz eus an armoù-tennata zo armoù-tan, daoust d'un nebeud gwaregoù pe arbalastroù-tennata bezañ anezho.

Armoù-tan

kemmañ
 
Morailh ur fuzuilh Mauser M1895 gwelet eus a-us. Ret eo kas ar voulenn (nec'h ar skeudenn) war-zu an nec'h, ha sachañ ar gulasenn war an a-dreñv evit tennañ un douilhez goullo. Ar c'hontrol a raer evit kambriñ ur munision nevez, gant ma vez awalc'h a vunisionoù er c'harger.

An armoù-tan kentañ ne oant ket armoù-tennata met armoù un-tenn hepken, daoust d'un nebeud amprouennoù savet adalek ar XVIIvet kantved, evel ar sistem ijinet gant an Italian Michele Lorenzoni war-dro 1650[1]. En armoù-tan un-tenn e ranker adkargañ an elfennoù (poultr, bannadell) pe ar c'hartouchennoù gant an dorn bewech ma tenner. Hiziv-an-deiz e chom un-tenn ar fuzuilhoù-chase flour o c'hanolioù, pe armoù modern 'zo implijet e bed ar sportoù tennañ. Ar braz eus an armoù-tan all o deus ur wikefre tennata abaoe dibenn an XIXvet kantved. Un arm-tan-tennata a c'hell bezañ dre zorn, damaotomatek pe aotomatek.

Tennata dre zorn

kemmañ

War an armoù-tennata dre zorn e vez diblaset ur vorailh pe ul loc'henn-grogenn etre pep tenn evit skarzhañ an douilhez bet implijet ha kambriñ ur munision nevez[2]. Implijet e voe ar sistem-mañ war ar braz eus an armoù-skoaz (fuzuilhoù ha karabinennoù) betek eil kard an XXvet kantved. Hiziv-an-deiz e vez implijet morailhoù e karabinennoù chase 'zo, hag e fuzuilhoù 'zo pa glasker tennañ resis, evel er sportoù tennañ, er biatlon pe war ar fuzuilhoù-resisted implijet gant an arme hag ar polis.

Tennata damaotomatek hag aotomatek

kemmañ

Un arm-tennata damaotomatek a denn ur vannadell bewech ma vez pouezet war e zraen. Ar biz a ranker implijout etre pep tenn neuze. Un arm aotomatek a denn dizehan gant ma vez lezet e viz war an draen. Armoù aotomatek 'zo a ginnig ivez tennañ e mod damaotomatek, a-drugarez d'ur boutoñs pe d'ul loc'henn a c'haller reoliañ[2].

 
Adarmañ ur fuzuilh-arsailh AK-47 dre amprest gazoù, a-drugarez d'ur piston. 1) toull-gazoù, 2) piston, 3) bazh ar piston, 4) kulasenn, 5) karrigenn ar gulasenn, 6) gwinterell

Evit mont en-dro e implij un arm-tennata damaotomatek pe aotomatek nerzh ar gazoù produet gant tarzhadenn ar gargad-poulzañ (poultr peurliesañ) enbarzhet e douilhez ar gartouchenn. Ar gazoù a ya da heul ar boled er c'hanol pa denner a grou daou nerzh ingal, hervez lezenn ar fiñv Newton : unan war-zu beg ar c'hanol, hag unan all war-zu penn a-dreñv an arm. Daou sistem nes a gaver evit implijout an nerzh-mañ [3]:

  • An argil a implij ar gazoù kaset war an a-dreñv evit kas ar gulasenn war an a-dreñv d'he zro. En ur zistreiñ d'he flas a-drugarez d'ur winterell e pak ur gartouchenn nevez ganti evit kambriñ anezhi. Implijet e vez kalz ar sistem-mañ er pistolennoù ha pistolennoù-mindrailher.
  • An amprest-gazoù : diheñchet e vez ul lodenn eus ar gazoù a ya da heul ar boled, ha kaset e vezont en-dro war-zu ar gulasenn, a-drugarez d'ur piston (fuzuilhoù-arsailh AK-47, HK G36, HK 416, FN SCAR) pe mindrailherezioù (Hotchkiss 1914 da skouer), pe d'ur gorzenn hepken (fuzuilhoù-arsailh AR-10 hag AR-15, mindrailherezioù Browning M2 pe MG42 da skouer).

An arm damaotomatek kentañ a oa ur pimpatrom fuzuilh savet gant an Aostrian Ferdinand von Mannlicher e 1885[4]. Un ugent vloaz bennak goude e veze kinniget armoù damatomatek war katalogoù kalz embregerezhioù armoù-tan bras. War-bouez er mindrailherezioù hag er fuzuilhoù-mindrailher, ne voe ket implijet an damaotomategezh da vat war armoù-skoaz standart an droadeien a-raok an Eil Brezel-bed ( fuzuilhoù M1 Garand stadunanat pe SVT-40 soviedel da skouer), abalamour e soñje da bennoù-meur 'zo en armeoù e vije dispignet re a vunisionoù gant ar soudarded abalamour d'ar sistem-mañ.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) Flint-Lock Magazine Gun, Victoria and Albert Museum (lennet d'ar 17/10/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Arme à un coup, à répétition ou semi-automatique, Cours de tir.be (lennet d'ar 17/10/2024)
  3. '(fr)' ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 304-305
  4. (en) McCOLLUM Ian, Mannlicher 1885 Semiauto Rifle, 06/05/2015 (lennet d'ar 17/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan