An FN SCAR (evit Special Operation Forces Combat Assault Rifle) zo ur fuzuilh-arsailh produet abaoe 2004 gant an embregerezh belgiat FN Herstal, evit respont da c'halv ar SOCOM stadunanat a glaske fuzuilhoù aotomatek nevez kambret e 5,56 × 45 mm (stumm SCAR-L, evit Light) hag e 7,62 × 51 mm (stumm SCAR-H, evit Heavy)[1].

FN SCAR
Skeudenn ar pennad FN SCAR

Ur fuzuilh-arsailh FN SCAR-L
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Fuzuilh-arsailh damaotomatek / aotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù 5,56 × 45 mm (SCAR-L)
7,62 × 51 mm (SCAR-H, SCAR-H PR)
6,5 mm Creedmoor
.300 AAC Blackout
Produer FN Herstal
Mare implij ha produiñ Abaoe 2004
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,29 kg (SCAR-L)
3,58 kg (SCAR-H)
Hirder 889 mm (SCAR-L)
965 mm (SCAR-H)
Hirder ar c'hanol 355 mm (SCAR-L)
400 mm (SCAR-H)
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 500 m (SCAR-L)
600 m (SCAR-H)
Tizh mont e-maez ar boledoù 710 m/s (SCAR-L)
870 m/s (SCAR-H)
Endalc'h Karger-fiñv 30 kartouchenn (SCAR-L)
Karger-fiñv 20 kartouchenn (SCAR-H)
Adstummoù Gwelet an destenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ur stumm all, anvet SCAR 20-S er Stadoù-Unanet pe SCAR-H PR e Frañs, zo ur fuzuilh-resisted damaotomatek kambret e 7,62 × 51 mm. 2.620 skouerenn eus ar SCAR-H PR zo bet urzhiet gant arme Bro-C'hall e 2019 evit kemer plas ar fuzuilhoù-resisted standart FR-F2[2]. Ul lunedenn Schmidt & Bender PM2 zo savet war ar SCAR-H PR. He lamm zo teleskopek.[3]

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) Meet the SCAR war Defense-tech.org (diellet), 12/07/2007 (lennet d'an 08/07/2024)
  2. (fr) La DGA a réceptionné les 655 derniers fusils de précision SCAR war lec'hienn an DGA, 09/02/2023 (lennet d'an 08/07/2024)
  3. (fr) Kinnig ar SCAR-H PR war al lec'hienn defense.gouv.fr (lennet d'an 08/07/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan