An SVT-40 (Samozaryadnaya Vintovka Tokareva, Obrazets 1940 goda, "Fuzuilh Tokarev adkarget e-unan, doare 1940", rusianeg: Самозарядная винтовка Токарева, образец 1940 года, lesanvet alies "Sveta") a oa ur fuzuilh soviedat damemgefreek. An SVT-40 a voe implijet alies e-pad an Eil brezel-bed.

SVT-40
doare arm
Iskevrennad eussemi-automatic rifle Kemmañ
Deiziad krouiñ1930, 1938, 17 Gou 1939 Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Munision7.62×54mmR Kemmañ
Treset gantFedor Tokarev Kemmañ
Lakaet er servij17 Gou 1939 Kemmañ
Service retirement1955 Kemmañ
Ur fuzuilh SVT-40 hep karger diskouezet en Armémuseum.
Ar fuzuilh a oa unan a zoare war an dachenn emgann, pa oa tu e oa adimplijet gant soudarded an Ahel war Talbenn ar Reter.

Sañset e oa da vezañ arm diazez an holl nerzhioù lu soviedel, ar produerezh a voe ehanet pa voe taget URSS gant Alamagn an Trede Reich e 1941. Dre ma oa bet ehanet ar produerezh e voe kemmet an arm-se gant ar Mosin–Nagant tenn-ha-tenn. Goude ar brezel e voe implijet armoù nevez gant an nerzhioù soviedel e-lec'h an SVT-40, evel an SKS pe an hini mil brudet AK-47. E-tro 1 600 000 fuzuilh SVT-40 a zo bet produet en holl.

Istor ar fuzuilh kemmañ

Fedor Tokarev en devoa krouet tresoù diazez ar fuzuilh SVT e penn kentañ ar bloavezhioù 1930. Penn an URSS Jozef Stalin a oa dedennet bras gant an armoù hanter-emgefreek, hag an Arme Ruz en devoa roet lañs da genstrivadegoù evit fuzuilhoù evel-se e 1935. Ar fuzuilh a voe trec'h a oa hini Sergei Gavrilovich Simonov, ha degemeret e oa bet er servij evel an AVS-36.



   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan