An AVS-36 (diwar Avtomaticheskaya Vintovka Simonova doare 1936 ; rusianeg : Автоматическая винтовка Симонова образца 1936 года (АВС-36)) a zo ur fuzuilh aotomatek a voe implijet e-pad bloavezhioù kentañ an Eil Brezel-bed. Bez e oa unan eus an armoù troadegiezh kentañ gant ur choaz a-fed mod-tennañ (tenn-ha-tenn pe emgefreek) ha lakaet er servij milourel. Ar fuzuilh aotomatek kentañ produet en URSS e oa.

AVS-36
Skeudenn ar pennad AVS-36

Un AVS-36 en Armémuseum (Stockholm)
Kinnig
Bro URSS
Mont en-dro Fuzuilh aotomatek
Munisionoù 7,62 × 54 mm R
Mare produiñ 1936 - 1940
Mare implij 1936 - 1953
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,3 kg
Hirder 1.230 mm
Hirder ar c'hanol 612 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 600 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 840 m/s
Lusk-tennañ 800 tenn/mn
Endalc'h Karger-fiñv 15 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A
Un AVS-36 ganti he c'harger e Sveden
Timbr rusian warnañ un SVT-40 (a-us) hag un АVS-36 (dindan)

Savet e voe war-dro 34.000 AVS-36 betek 1940. Implijet e voe da vare an emgannoù war harzoù an URSS ha Japan (betek 1939) har er Brezel Goañv (1939-1940), e-lec'h ma tiskouezhas bezañ diaes da implijout. Lousaet e veze re vuan e wikefre. Sevel a rae he c'hanol betek re pa denne a-dennadegoù ha ne oe ket resis tamm ebet neuze. Kemeret e voe he flas gant an SVT-40 damaotomatek e deroù aloubadeg an URSS gant Alamagn.[1] Chom a reas e servij betek 1953 en ur mod ofisiel, daoust dezhi chom hep bezañ implijet kalz da vat.

Hiziv-an-deiz ez eo ral-tre ar fuzuilhoù AVS-36. Kavet e vezont dreist-holl war ziskouez e Finland dre ma oa bet paket reoù gant ar Finned e-kerzh Brezel ar Goañv.

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) The other Simonov : AVS-36 war Historical Firearms (lennet d'ar 06/07/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan