Biatlon
Ar biatlon, deus al latin bis (« div wech ») ha deus ar gresianeg ἆθλον (áthlon, « emgann») zo un amprouenn enni daou sport. Peurliesañ e vez implijet ar ger evit ober anv eus un amprouenn enni ur redadeg war skioù hag ur prantad tennañ war ur gwenn a-drugarez d’ur garabinenn, graet en ur mod hiniennel pe a-skipailh.
Istor
kemmañLivadurioù graet war-dro 4 000 bloaz 'zo e Norvegia ouzh mogerioù mougevioù a daolenn chaseerien war skioù. Gouest e oa ar Vikinged da implijout skioù evit mont da vrezeliñ e dibenn ar milved kentañ dija. Er Grennamzer en em ziblase soudarded 'zo war skioù e Skandinavia hag e Rusia. En XVIIIvet kantved e veze aozet e Sveden kenstrivadegoù tost d'ar biatlon a-vremañ[1]. E orin ar biatlon modern e kaver ar patrouilhoù kaset gant ar soudarded e broioù Europa an Norzh en XIXvet kantved. Kinniget e voe ar sport e 1924 er C’hentañ C’hoarioù Olimpek Goañv, e Chamonix (Savoia), met degemeret e voe da vat e C’hoarioù Olimpek 1960 e Kalifornia[2]. Karabinennoù .22 Long Rifle a gemeras d’ar mare-se plas ar fuzuilhoù milourel ponneroc’h[3].
An International Biathlon Union eo an aozadur etrebroadel a ren war ar biatlon a live uhel hiziv-an-deiz. N'eus kleub biatlon ebet e Breizh. E Bro-C'hall eo an FFS (Fédération Française de Ski, Kevredad Gall ar Ski) a ren war ar sport.
Reolennoù
kemmañ10 kilometr pe 20 kilometr eo hed ar redadegoù biatlon evit ar baotred, ha 7,5 kilometr pe 15 kilometr evit ar merc’hed. Rankout a ra an dennerien paouez e postoù-tennañ div wech : en dekvet kilometr, evit kas un dennadeg war-sav hag unan all en o gourvez ; hag en ugentvet kilometr, evit ober div dennadeg war-sav ha div all en o gourvez. Ma c’hwitont war un tenn o dez kastizoù : 300 metr ouzhpenn d’ober evit ur c’hwitadenn en dekvet kilometr, hag ur vunutenn ouzhpennet d’an amzer hollek goude an ugentvet kilometr[3]. Amprouennoù poursuiñ pe a-eilek a zo anezhe ivez[2]. Ar sibloù a zo war-hed 50 metr diouzh an dennerien[3]. 45 milimetr (evit an tenn gourvezet) pe 110 mm (evit an tenn war-sav) eo o zreuzkiz[2].
Armoù implijet
kemmañAr c'harabinennoù implijet er biatlon modern a rank bezañ o fouez etre 3,5 kg ha 6 kg. N'haller ket montañ dafar optek evit brasaat ar gwenn warne. Ur blatinenn-vorailh zo dezhe dre ret, ha lod eus o fezhioù, evel ar senklennoù da sammañ an arm buan war ar c'hein, pe an tog da virout ouzh an erc'h da vont er c'hanol, a zo liammet gant redioù ar biatlon[4]. Kambret int e .22 Long Rifle pe evit plomoù 5,5 mm dre ret. Tizh ar boledoù .22 LR a rank bezañ 380 m/s d'ar muiañ[5].
Kampioned brudet
kemmañLiammoù diavaez
kemmañDaveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Biathlon : histoire (diell) war Esprit Bleu (lennet d'an 03/10/2024)
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (fr) VILA Hervé, Quelles sont les règles du biathlon ?, 20 minutes, 18/03/2024 (lennet d'an 03/10/2024)
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (fr) Le ski de fond, Les Sports, Encyclopédie des jeunes, Larousse, 2000
- ↑ (fr) Biathlon : un sport à la pointe de la technologie, war lec'hienn ar CIO, 23/02/2015 (lennet d'an 03/10/2024)
- ↑ (fr) Quelles différences entre la carabine biathlon et la carabine à plomb ?, war Jean-Pierre Fusil (lennet d'an 03/10/2024)
- ↑ (fr) Les 10 meilleurs biathlètes de l'histoire, We Sport, 13/11/2023 (lennet d'an 03/10/2024)