An M2 Browning pe Browning .50 Caliber Machine Gun zo ur vindrailherez ponner savet e fin ar C'hentañ Brezel-bed gant John Browning. Tres ar vindrailherez-se a zo bet awenet gant hini ar vindrailherez koshoc'h savet gant Browing an M1919 Browning machine gun, a rae gant kartouchennoù .30-06.

M2 Browning
familh arm
Iskevrennad eus12.7 mm machine gun, mindrailherez ponner, Mindrailherez Kemmañ
Deiziad krouiñ1918 Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
ManufacturerGeneral Dynamics, U.S. Ordnance, FN Herstal Kemmañ
Munision12,7 × 99 mm NATO Kemmañ
Treset gantJohn Browning Kemmañ
Lakaet er servij1933 Kemmañ
M2 Browning.
M2 Browning.

An M2 a implij kartouchennoù .50 BMG, kalz galloudusoc'h ha kalz tevoc'h, a oa bet savet er memes mare evit ar vindrailherez, ar pezh en devoa roet e anv d'an arm (BMG evit Browning Machine Gun).

Graet e vez raIoc'h eus ar vindrailherez dre "Ma Deuce". An tres a oa bet savet diwar goulennoù resis gant an US Army. An anvioù zo disheñvel hervez an unvezhioù a implij ar vindrailherez. An anv ofisiel evit an droadegiezh stadunanat eo Browning Machine Gun, Cal. .50, M2, HB, Flexible.

Skeudennoù kemmañ

   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan