Springfield Armory (saozneg : arsanailh Springfield) a oa un arsanailh-stad hag a zo bet ijinet ha produet ennañ kalz armoù-tan hiniennel implijet gant arme ar Stadoù-Unanet etre dibenn an XVIIvet kantved hag ar bloavezhioù 1960. Unan eus al lec'hioù pouezusañ eo e istor milourel ar vro-se.

Tour an Horolaj (1847), mont e-barzh nesañ arsanailh Springfield

Ganedigezh

kemmañ

E 1777, da vare deroù brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet, Henry Knox, a oa e penn kanolierezh ar Continental Army, ha George Washington, a zibabas kêriadenn Springfield (Massachusetts) evit staliañ eno un arsanailh evit o arme[1]. Choazet e voe al lec’h abalamour d’ar stêrioù a rede tro-dro, pa ranke al labouradegoù implijout nerzh an dour da lakaat ar mekanikerezhioù da vont en-dro[2]. Pevar hent a-bouez (war-zu New-York, Albany, Boston ha Montreal) a geje eno ivez, ha pell a-walc'h e oa diouzh ar mor evit izelaat ar riskl tagadennoù gant ar Royal Navy[3]. Ur vagazenn e voe da gentañ, ha ne voe ket produet armoù-tan enni diouzhtu. Munisionoù ha gweleoù-kanolioù a veze fardet war al lec’h hepken.

Armoù kentañ

kemmañ

Adalek 1795 e voe produet gant arsanailh Springfield e arm kentañ, ar mousked Model 1795, a voe ivez arm standart kentañ arme ar Stadoù-Unanet. Ur roll a-bouez en doe al labouradeg e-pad brezel 1812 o produiñ pe o tresañ miliadoù a vouskedoù[2]. Kêr Springfield a greskas neuze a-drugarez d’an arsanailh, a zeuas da vezañ marc’h-blein diorren an armoù er Stadoù-Unanet. Eno e voe gwellaet tamm-ha-tamm an teknikoù sevel hag ar mekanikerezhioù evit produiñ a-yoc’h, dindan levezon tud evel Roswell Lee, rener an arsanailh adalek 1815. Merkañ a reas deroù an Dispac’h Greantel er Stadoù-Unanet[2]. En XIXvet kantved e veze pourveziet al lec’hioù-produiñ gant divroidi deuet eus Iwerzhon pe kornôg Europa dreist-holl[1].

 
Ur rack en arsanailh, ennañ 647 fuzuilh Model 1861

Unan eus daou arsanailh nes ar Stadoù-Unanet e oa d'ar poent-se, asambles gant an Harpers Ferry Armory savet e West Virginia e 1899. Ar barzh Henry Wadsworth Longfellow a weladennas an arsanailh e 1843. Skrivañ a reas en ur varzoneg a-enep d'ar brezel (The arsenal at Springfield) e oa heñvel ar fuzuilhoù niverus miret e Springfield ouzh ograoù drougoberius[4].

Eus ar brezel diabarzh da vrezel Vietnam

kemmañ

An Unaniezh eo a gontrole arsanailh Springfield e-pad ar Brezel diabarzh. Eno e voe savet 800.000 fuzuilh Springfield Model 1861 evit armeoù an Norzh[2]. 3.000 den a laboure en arsanailh e 1865 pa echuas ar brezel[3]. E dibenn an XIXvet ha deroù an XXvet kantved e ijinas pe e produas ar braz eus armoù standart an arme stadunanat : fuzuilhoù Model 1873, Krag-Jørgensen (1894-1904), Springfield M1903 implijet e-pad ar Brezel-bed Kentañ pe fuzuilh Garand troadeien an Eil Brezel-bed. An M14 damaotomatek a voe ar fuzuilh standart diwezhañ produet e Springfield.

Dismantr an arsanailh

kemmañ

Er bloavezhioù e tivizas Robert McNamara, ministr an difenn dindan ren Kennedy ha Johnson, dilezel an arsanailhoù-stad evit fiziañ ar produerezh armoù e embregerezhioù prevez. Serriñ a reas ar Springfield Armory e 1968[2]. Ur c'hant den bennak a laboure eno c'hoazh d'ar mare-se. Bremañ eo perc'hennet tachennoù ha savadurioù an arsanailh gant an National Park Service stadunanat[1]. Gweladenniñ al lec'h a c'haller. Eno emañ ar brasañ dastumadeg armoù-tan er Stadoù-Unanet.

Embregerezh all

kemmañ

Un emberegerezh armoù-tan diazezet e Devine (Texas) en doa adtapet anv Springfield Armory e 1971, memes ma ne oa ket liammet e mod ebet ouzh an arsanailh-stad[5]. Produiñ a ra hiziv-an-deiz armoù hiniennel a bep seurt evel pistolennoù damotomatek pe armoù diazezet war an AR-10 pe AR-15. Bremañ eo diazezet e Geneseo (Illinois)[6].

 
Ur fuzuilh M1 Garand

Armoù krouet pe produet

kemmañ

Ar munisionoù .30-03 ha .30-06 Springfield zo bet ijinet er Springfield Armory.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) The Springfield Armory, war Our Plural History Springfield MA (lennet d'an 11/10/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 62-63
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (en) MOORE Thomas A., GOSS WILLIAM P., The Springfield Armory, American Society of Mechanical Engineers, 1980, 21 p. (pellgarget d'an 10/10/2024)
  4. (en) « This is the Arsenal. From floor to ceiling, / Like a huge organ, rise the burnished arms; / But from their silent pipes no anthem pealing / Startles the villages with strange alarms. » LONGFELLOW Henry, The Arsenal at Springfield, war Poetry Foundation (lennet d'an 11/10/2024)
  5. (en) Hervez Ian McCollum, aozer ispisializet war an armoù-tan, Who is Springfield Armory? A Tale of Two Entities, chadenn Forgotten Weapons, 20/02/2018 (gwelet d'an 10/10/2024)
  6. (en) Hervez lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan