Harpers Ferry Armory

An Harpers Ferry Armory (saozneg : arsanailh Harpers Ferry), en ur mod ofisiel United States Armory and Arsenal at Harpers Ferry, a oa un arsanailh-Stad stadunanat e-lech ma voe produet ha renket armoù adalek 1802 ha betek 1861, pa voe preizhet ha distrujet gant an nerzhioù kengevreet. An eil arsanailh stadunanat brasañ e oa e hanterenn gentañ an XIXvet kantved goude hini Springfield (Massachusetts). Brudet eo evit an dagadenn kaset warnañ gant John Brown, un den a oa savet a-enep ar sklaverezh, e miz Here 1859. An darvoud a zo gwelet evel emgann kentañ brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet.

Harpers Ferry Armory, 1862

E 1799 e voe kroget da sevel an arsanailh, war tachennoù bet prenet tri bloaz a-raok e Harpers Ferry, a oa d'ar poent-se e Virginia (West Virginia hiziv-an-deiz). Lec'hiet e oa war ul ledenez. En norzh e rede ar stêr Potomac, hag er su ar Shenandoah. George Washington eo a roas an urzh da sevel an arsanailh eno, pa felle dezhañ e chomje ar Stadoù-Unanet emren war produiñ an armoù-tan[1]. Betek-neuze e veze prenet kalz armoù en Europa. Tri bloaz war-lerc'h, e 1802, e voe produet an armoù hiniennel kentañ gant ar 25 den a laboure eno : mouskedoù, fuzuilhoù, ha pistolennoù adalek 1805. E 1810 e veze produet tro 10.000 arm eno bep bloaz[2]. Savet e oant evit pourveziañ stadoù su ha kreiz ar vro, pa oa pourveziet stadoù an norzh gant arsanailh Springfield[1]. Ur c'hanol hag un hent-houarn a dremenas dre Harpers Ferry adalek ar bloavezhioù 1830, ha sikour a rejont an arsanailh da ziorren.

E 1844 e voe divizet sevel seizh atalier nevez ha staliañ 121 mekanik war al lec'h evit kreskiñ produerezh an arsanailh. Ledanaet e voe ar ganol a dreuze al lec'h evit uhelaat ar galloud degaset gant an dour, a oa ezhomm anezhañ evit lakaat ar mekanikoù da vont en-dro. E 1859 e laboure tro 400 den evit an Harpers Ferry Armory. Er bloavezh-se e voe taget gant John Brown hag un ugent den bennak, gante ar c'hoant da lakaat ar sklaved du d'en em sevel a-enep ar sklaverezh e stadoù ar Su[2]. C'hwitañ a rejont war o zaol, met a-raok bezañ lazhet pe prizoniet e esaejont lakaat tan e savadurioù an arsanailh. Mouget e voe gant an implijidi ha ne reas ket distruj bras an darvoud.

Brezel diabarzh

kemmañ
 
Harpers Ferry e 1865. Dismantroù al labouradeg mouskedoù a zo e kreiz ar savadurioù, e traoñ ar skeudenn.

D'ar 17 a viz Ebrel 1861 e tisklêrias stad Virginia e tispartie diouzh ar Stadoù-Unanet. Diouzhtu e teuas an arsanailh da vezañ ur pal evit ar milisoù. D'an 18 a viz Ebrel e voe difennet al lec'h gant al letanant Roger Jones, e penn ur bagad hanter-kant soudard eus an US Army. Trec'het e voent gant 360 ezel eus ar milisoù deuet da aloubiñ al lec'h[2]. Un nebeud sizhunioù goude, e deroù miz Even, en em gavas an nerzhioù kengevreet e Harpers Ferry. Preizhet e voe mekanikoù hag ostilhoù an arsanailh, ha kaset e voent da gentañ da Winchester (Virginia). Servijout a rejont da ziazez industriezh armoù ar Su e-pad ar brezel : ar mekanikoù d'ober mouskedoù a voe staliet goude e atalieroù e Richmond (Virginia), a oa kêr-benn ar Stadoù Kengevreet, hag ar re d'ober fuzuilhoù e Fayetteville (North Carolina), e-lec'h ma servijjont da fardañ karabinennoù-mousked Fayetteville[1]. E dibenn miz Even e tistroas ur rejimant da zistruj penn-da-benn savadurioù an arsanailh. Ne chomas ket kalz anezhe war o sav, nemet reoù evel ti ar gward, lesanvet ar John Brown Fort, pa oa chomet bac'het an emsavidi eno da vare darvoudoù 1859[2]. Ar savadurioù a chome a oa bet goulloet penn-da-benn, arrebeuri hag all. Ar braz eus an implijidi, gante skiant-prenet ha barregezhioù uhel, a gavas labour e lec'h all. Dont a reas Harpers Ferry da vezañ un no man's land e 1862[1]. Diwezhatoc'h e voe kaset emgannoù eno, abalamour e oa ul lec'h stragegel a-fed geografiezh.

E dibenn ar brezel diabarzh e 1865 e teuas en-dro un tregont labourer bennak war al lec'h evit klask adlañsañ ar stal. Dresañ a rejont armoù evit an arme dreist-holl. E 1866 e tivizas ar gouarnamant gwerzhañ an dafar a chome ha tachennoù an arsanailh, na voe ket adsavet da vat goude an emgannoù[1].

Armoù produet

kemmañ
  • Mouskedoù dre gailhastr Model 1795 Harpers Ferry
  • Fuzuilhoù dre gailhastr Model 1803
  • Pistolennoù dre gailhastr Model 1805
  • Mouskedoù dre gailhastr Model 1816
  • Mouskedoù kanolierezh dre gailhastr
  • Fuzuilhoù ha karabinennoù Hall
  • Fuzuilhoù dre skeiñ Model 1841
  • Mouskedoù dre skeiñ Model 1842
  • Fuzuilh-vousked dre skeiñ Model 1855
  • Fuzuilhoù dre skeiñ Model 1855

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) SMITH Merritt Roe, Harpers Ferry Armory and the New Technology: The Challenge of Change, Cornell University Press, 1980, 364 p., ISBN 9780801491818

Pajennoù kar

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (en) LEE Andrew S., The U.S. Armory at Harpers Ferry, studiadenn evit an Harpers Ferry National Historical Park, 2006 (pellgarget d'an 12/10/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) Harpers Ferry Armory and Arsenal, war lec'hienn an National Park Service (lennet d'an 13/10/2024)