Emgann Harpers Ferry

Arabat eo droukveskañ gant Argadenn John Brown war Harpers Ferry.

Emgann Harpers Ferry (saozneg : The Battle of Harpers Ferry) a voe etre an 12 hag ar 15 a viz Gwengolo 1862. Ul lodenn e oa eus Kampagn Maryland e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Lu ar jeneral kengevreet Robert E. Lee en doa aloubet Maryland, ul lodenn eus al lu renet gant ar major-jeneral Thomas J. "Stonewall" Jackson a gelc'hias, a vombezas, hag a brizonias ar gwarnizon eus an Unaniezh en Harpers Ferry (e Virginia d'ar poent-se, e West Virginia hiziv-an-deiz). Un trec'h bras e voe, gant kolloù dister. war un hollad 14 000 soudard eus an Unaniezh, 44 a oa bet lazhet, 173 gloazet ha 12 419 prizoniet. E tu ar re Gengevreet e oa un hollad 21 000-26 000 soudard hag ar c'holloù a oa bet 39 lazhet ha 247 gloazet.

Emgann Harpers Ferry
emgann
Rann eusBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hJefferson County Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°19′22″N 77°43′49″W Kemmañ
Deiziad kregiñ12 Gwe 1862 Kemmañ
Deiziad echuiñ15 Gwe 1862 Kemmañ
Map
Harpers Ferry e 1865

Kronologiezh

kemmañ

Pa oa Lee gant e Army of Northern Virginia o vont etrezek traoñienn ar Shenandoah Valley e Maryland, en devoa graet e soñj da dapout gwarnizon Harpers Ferry evit gwareziñ e linennoù-pourveziñ betek Virginia. War e lerc'h e oa ar major jeneral George B. McClellan gant lu ar Potomac, hanter greñvoc'h. En desped da se hag ur gemer gant riskloù bras e voe choazet gant Lee rannañ e nerzhioù e daou. Ul lodenn evit tagañ gwarnizon Harpers Ferry hervez tri hent disheñvel. Ar c'horonal Dixon S. Miles, penn arme an Unaniezh e Harpers Ferry, en doa roet urzhioù strizh evit ma chomje darn eus e nerzhioù nepell diouzh kêr e-serr bezañ staliet war an uhelennoù. An difennoù treut en uhelderioù, al lec'h strategel pouezusañ, Maryland Heights, a voe taget gant ar re Gengevreet d'an 12 a viz Gwengolo, ne oa bet nemet emgannoù bihan. Tagadennoù gwirion div vrigadenn gengevreet a voe d'an 13 a viz Gwengolo ha bountet e voe buan an nerzhioù Unanet eus an uhelderioù.

Disoc'h

kemmañ

An niver a brizonidi stadunanat eo an niver uhelañ en un emgann en istor vilourel ar vro, goude hini emgann Bataan e 1942 da vare an Eil Brezel-bed[1]. Ar gwarnizon eus an Unaniezh o kodianañ en doa roet an tu d'an C'hengevread da rastellañ 13 000 arm hiniennel, 200 karrigell, ha 73 pezh kanolierezh. Jackson en doa kaset ar c'heloù mat da Lee. "Dre c'hras Doue, Harper's Ferry hag e gwarnizon a zo kodianet." Gant ma oa o vont etrezek kêr evit reiñ e urzhioù d'e soudarded, prizonidi an Unvaniezh a oa bet o sevel ul linenn a-bep tu eus an hent, gant ar c'hoant kaout ur sell war ar Stonewall brudet. Unan anezho hag en doa gwelet Jackson en e unwisk lous, mitous, en doa embannet a vouezh uhel, "Paotred, n'eo ket fichet brav, met m'on dije bet anezhañ ne vijemp ket bet tapet en en toull-trap se." E penn kentañ an abardaez, Jackson a oa bet kelaouet gant ur gemennadenn pouezus gant ar Jeneral Lee, o urzhiañ dezhañ fiñval e nerzhioù lu da Sharpsburg ar buanañ ar gwellañ. Jackson en doa laosket A.P. Hill en Harpers Ferry evit ober war-dro an dieubidigezh dre c'her eus ar brizonidi padal eñ a oa krog da vale evit kemer perzh en Emgann Antietam.

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) Troops surrender in Bataan, Philippines, in largest‑ever U.S. surrender, History.com, 13/04/2024 (lennet d'an 11/10/2024)