Emgann Bataan (saozneg : The Battle of Bataan, filipineg : Labanan sa Bataan), a voe stourmet etre ar 7 a viz Genver hag an 9 a viz Ebrel 1942. Ar mare uhelañ e voe e-kerzh aloubadeg ar Filipinez gant nerzhioù lu Impalaeriezh Japan e-pad an Eil Brezel-bed. E miz Genver 1942, nerzhioù lu douar ha mor Impalaeriezh Japan o devoa aloubet Luzon hag inizi all Filipinez goude an argadenn war bazenn morlu stadunanat Pearl Harbor. Penn uhelañ an nerzhioù stadunanat ha filipinat e oa ar jeneral Douglas MacArthur. Klasket en devoa gwellaat an nerzhioù lu e Bataan a-raok deroù an argadenn japanat. Pa voe kroget gant an argadenn e oa mestr Japaniz war un darn eus Azia ar gevred. Ledenez Bataan hag enezenn Corregidor e oa al lec'hioù difenn kevredet nemeto.

Nerzhioù lu Impalaeriezh Japan trec'h e Bataan, c. 1942

En desped da vezañ berr a-fed pourvezioù, an nerzhioù stadunanat ha filipinat a oa deuet a-benn da dalañ ouzh nerzhioù Impalaeriezh Japan e-pad tri miz. Taget o devoa anezho e-pad ar giladenn war-du ar su. An nerzh kevredet a oa kondaonet met deuet e oa a-benn da c'hounit amzer prizius evit Japaniz, en dije degaset un trec'h peurglok evito er Meurvor Habask.

Stadunaniz o devoa kodianet dirak Japaniz e Bataan, 76 000 soudard a oa bet prizoniet er Filipinez war un-dro. En Istor milourel Stadoù-Unanet Amerika ha Filipinez e oa bet ar godianidigezh washañ abaoe ar Brezel diabarzh stadunanat en Emgann Harpers Ferry[1]. Dres goude fin Emgann Bataan, ar brizonidi gevredet a oa bet rediet da vont gant hent ar Bataan Death March.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ