Luzon eo an enezenn vrasañ e Filipinez, gant ur gorread a 104 688 km² (ar 17vet enezenn vrasañ er bed), poblet gant 39 500 000 a annezidi (e 2009). Manila eo ar gêr-benn ha Quezon ar gêr vrasañ.

Kartenn eus Filipinez, gant Luzon, enezeg Visayas ha Mindanao.

Dave a ra ivez an anv Luzon d’un enezeg, enni an enezenn anvet evel-se asambles gant inizi all, bihanoc’h, evel Mindoro, Marinduque, Masbate, enezeg Batanes...

Er c’hornôg da enez Luzon emañ Mor Su Sina, er reter emañ Mor Filipinez hag en norzh emañ strizh-mor Luzon. En enezenn ez eus meur a venez-tan oberiant, hag en o zouez ar menez Pinatubo, er c’hornôg, war-hed ur c’hant kilometr bennak diouzh Manila.

Gwechall e oa rannet Luzon e meur a rouantelezh vihan, lod anezho hindouat-boudaat, lod muzulmat ha lod all animist, hag a rae kenwerzh gant broioù pelloc’h evel Indez, Japan pe Sina. Neuze e voe trevadennet gant Spagnoliz adalek ar XVIvet kantved, ha gant ar re-se e voe savet Filipinez, gant ur gêr-benn staliet e Cebu da gentañ a-raok bezañ kaset da v-Manila goude 1570. Gant an ergerzherien gentañ, Portugaliz anezho, e oa bet roet an anv Luçon d’an enezenn. Dont a reas da vezañ anvet Nueva Castilla pe "Kastilha Nevez", gant an drevadennerien spagnol.

Meur a yezh a vez komzet e Luzon, en o zouez an tagalog, an ilokano, ar c’hapampangan. Kalz tud a oar saozneg ; nebeutoc’h-nebeutañ a dud avat a oar spagnoleg bremañ.


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.