Ilokanoeg
yezh
Ur yezh malayek-polinezek eo an ilokanoeg (ilokanoeg: iloko, ilokano) komzet gant 7 milion a dud e Luzon er Filipinez.
Ilokanoeg (Iloko, Ilokano) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Filipinez |
Rannved : | Luzon |
Komzet gant : | 7 - 8 milion |
Renkadur : | 94 |
Familh-yezh : | Yezhoù aostronezek Yezhoù malayek-polinezek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | ilo |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ILO |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An trede yezh muiañ komzet er Filipinez an hini eo.
Daou vloc'had rannyezhel pennañ ez eus:
- Rannyezh an norzh
- Rannyezh ar su
A-raok donedigezh Europiz e veze skrivet gant ur silabenneg ispisial heñvel a-walc'h ouzh ar skritur an talagoeg. Bremañ avat e vez skrivet gant al lizherenneg latin.