Fayetteville (mousked)

Ar Fayetteville Rifle a oa ur garabinenn-vousked produet gant arsanailh Fayetteville e North Carolina (Stadoù Kengevreet Amerika) etre 1862 ha 1865, da vare brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet. Ar mekanikoù a servije da broduiñ an armoù-se a oa bet ar re skrapet digant an Unaniezh e arsanailh Harpers Ferry (West Virginia), a voe implijet da gentañ evit produiñ ar mouskedoù Springfield Model 1855.

Mousked Fayetteville
Skeudenn ar pennad Fayetteville (mousked)

Ur mousked Fayetteville
Kinnig
Bro Stadoù Kengevreet Amerika
Mont en-dro Mousked rizennet e ganol
Kalibr .58 (14,73 mm)
Produerien Fayetteville Armory
Mare produiñ 1862-1865
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 5,4 kg
Hirder 1.260 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 460 m
Lusk tennañ teorikel Hervez an tenner, peurliesañ 2 pe 3 zenn/mn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) BIANCHI Didier, Les armes de la guerre de Sécession - Les sudistes, Crépin-Leblond, 1998, 206 p., ISBN 9782703001539
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan