Springfield Model 1873

Ar Springfield Model 1873 a zo ur fuzuilh un-tenn produet gant arsanailh Springfield etre 1873 ha 1894. Ar fuzuilh kentañ karget dre he c'hulasenn e voe e arme ar Stadoù-Unanet.

Springfield Model 1873
Skeudenn ar pennad Krag-Jørgensen

Ur fuzuilh Springfield Model 1873 hag he baionetez
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Fuzuilh un-tenn
Mont en-dro Karget dre he c'hulasenn, sistem trapdoor
Munisionoù .45-70
  • bannadell 405 greunenn (stumm 1873)
  • bannadell 500 greunenn (stumm 1884)
Produer Arsanailh Springfield
Mare produiñ 1873-1893
Niver produet Ouzhpenn 700.000
Mare implij 1873-1903 (arme SUA)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,7 kg
Hirder 1.300 mm
Hirder ar c'hanol 830 mm
Perzhioù all
Hed-tenn d'ar muiañ 2.300 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 410 m/s
Adstummoù nesañ Cavalry carbine (kanol 560 mm)
Cadet rifle (kanol 710 mm)
Infantry rifle (kanol 760 mm)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Betek dibenn ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet e 1865 e veze karget ar braz eus an armoù-skoaz dre o beg. Ur gudenn e oa war an tachennoù-emgann pa ranke an droadeien sevel evit kargañ o arm, hep gellet tennañ muioc'h evit daou pe tri boled bep munutenn.

E fin ar bloavezhioù 1860 e voe amprouet ar wikefre Trapdoor : un trap e krec'h ar gulasenn a veze digoret evit kambriñ ur gartouchenn. Serret e veze an trap adarre evit morailhañ ar gulasenn ha tennañ[1]. An armoù kentañ oc'h ober gant ar sistem Trapdoor (Springfield Model 1866 da skouer) a oa fuzuilhoù dezhe platinennoù-skeiñ mod-kozh, karget dre o beg en o stumm orin, ha kemmet evit degemer ar sistem nevez[2].

 
An apache Geronimo (a-zehou-tout) e 1886, gantañ ur fuzuilh Springfield M1873

E 1873 e voe divizet sevel fuzuilhoù Trapdoor nevez evit an arme, kambret evit ar c'hartouchennoù .45-70 a oa nevez d'ar poent-se ivez. Produet e voe an arm dindan an anv Model 1873 e arsanailh Springfield. He c'houch a oa reolius eus 200 betek 2.000 yards, hag ur vaionetez a c'halled stagañ outi[3]. Servijout a reas an arm etre daouarn ar soudarded stadunanat dreist-holl da vare ar brezelioù amerindian e kard diwezhañ an XIXvet kantved. Ouzhpenn ar 665.431 fuzuilh Model 1873 en o stumm orin ez eus bet produet stummoù all anezhi, disheñvel hirder o c'hanol : ar Cavalry carbine, ur stumm karabinenn dezhi ur c'hanol berroc'h, hep baionetez hag oc'h ober gant ur gartouchenn izeloc'h he c'hargad poultr du (114.701 skouerenn produet)[4] hag ar Cadet rifle (40.451 skouerenn)[3].

Adalek kreiz ar bloavezhioù 1880 e krogas ar broioù european da implijout fuzuilhoù dezhe ur gulasenn-fiñv (evel al Lebel gall, 1886), ha kartouchennoù enne poultr divoged. Diamzeriet e oa deuet an armoù Trapdoor da vezañ. E 1892 e voe choazet ar Krag-Jørgensen gant an US Army evel arm standart nevez. Ar Model 1873 a voe paouezet he froduiñ e 1893[5], ha tennet diouzh ar servij e 1903 da vat nemetken, goude donedigezh an M1903.

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 122-123
  2. (fr) Springfield M1865 et M1866 (dits « conversions Allin »), Arme et Passion (lennet d'ar 07/10/2024)
  3. 3,0 ha3,1 (fr) Fusil Springfield Mle 1873, Arme et Passion (lennet d'ar 07/10/2024)
  4. '(fr)' Carabine Springfield Mle 1873, Arme et Passion (lennet d'ar 07/10/2024)
  5. (en) U.S. Springfield Trapdoor Production, war lec'hienn an National Park Service, lodenn Springfield Armory (lennet d'ar 07/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan