Baionetez
Baionetez[1], pe kleze-fuzuilh(Daveoù a vank), a reer eus un arm-troc'h a vez staget ouzh kanol ur fuzuilh pe ouzh un arm damheñvel evit kaout nerzh tagañ ouzhpenn da hini an arm-tan evit ar stourm a-dost. Implijet-bras e oa bet dreist-holl da vare ar fuzuilhoù untenn pe tenn-ha-tenn. Ral eo e implij hiziv an deiz. Ar baionetez zo deuet da vezañ muioc'h-mui un doare kinkladur evit an dibunadegoù.
An anv baionetez evit an arm-se zo deuet diwar ar galleg baïonnette (1575) eus anv Baiona, ur gêr en Norzh-Euskadi ma voe fardet ar baionetezoù kentañ er XVIvet kantved.
Baionetezoù e-kerzh Emgann Petersburg e 1865
Soudarded al Lu Ruz eus morlu URSS e-kerzh Emgann Stalingrad
Baionetez alaman evit ar fuzuilh Mauser K98, a-us ur goustilh
Ur vindrailherezig Sten, Breizh-Veur, gant ur vaionetez
Un arm didalvoud ?Aozañ
Krog e oa dija ar vaionetez da vezañ un arm tost didalvoud abaoe an XIXvet kantved, dreist-holl abaoe brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861-1865). Brasjediñ a reer e oa bet nebeutoc'h evit 1% eus ar c'holloù denel war tachennoù emgann ar brezel-se, gwelet eo evel unan eus merkoù donedigezh ar brezel arnevez.
Implij ar baionetezoù evit lakaat an enebourien da gilañ e-kerzh brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a c'hoarvezas aliezik met e-pad krogadoù bihan ha tostik-tost nemetken. Al lajad amzer efedusañ a oa pa veze an enebourien oc'h adkargañ ar fuzuilhoù, ar pezh a gemere war-dro ur vunutenn memes evit soudarded gourdonet-mat. D'ar mare-se dija e weler e oa diamzeriet ar vaionetez dre ma oa nebeut a soudarded lazhet gant seurt armoù, zoken pa veze gounezet krogadoù bihan pe tapet lec'hioù pouezus. Un implij all d'ar mare-se e oa lakaat ar baionetezoù ouzh ar c'hanol evit lakaat ur barrad aon da sevel e-touez an enebourien pe evit kadarnaat ar soudarded digalonekaet.