Kouch (arm-tan)
Kouch un arm-tan eo hollad ar viz hag ar vizerez, div elfenn montet warnañ a sikour an tenner da dizhout ar gwenn o linennañ pevar zra :
- lagad mestr an tenner(ez)
- biz ha bizerez an arm, a ya d'ober ar c'houch
- ar sibl.
Pezhioù ar c'houch
kemmañBizerez
kemmañAr vizerez a gaver peurliesañ war deroù ar c'hanol, just goude an toull-distrinkañ. Warni e kaver un toull anvet koch-bizañ a rank bezañ linennet gant ar viz a zo e beg ar c'hanol. War an armoù-skoaz e c'hall bezañ reoliet uhelder ar vizerez evit azasaat an tenn ouzh pellder ar sibl. Gellet a raer reoliañ an driv war bizerezioù zo.
Biz
kemmañAr viz a zo war veg kanol an arm. Rankout a ra bezañ linennet war e gostezioù hag en uhelder er c'hoch-bizañ. Al linenn a-blaen savet gant ar viz hag ar vizerez a rank bezañ lakaet just dindan kreiz ar gwenn war an armoù reoliet mat. Dre ma n'hall ket lagad Mab-den gwelet spis tri zra dezhe pellderioù disheñvel eo ar viz an elfenn a rank bezañ spis pa vizer gant un arm. Gellet a raer ivez reoliañ an driv war bizoù zo.