AR-10
An ArmaLite Rifle 10, anvet peurliesañ AR-10, zo ur fuzuilh-emgann damaotomatek hag aotomatek kambret e 7,62 × 51 mm[1] hag ijinet gant Eugene M. Stoner er bloavezhioù 1950 evit an embregerezh stadunanat ArmaLite. Daoust d'an niver izel produet (nebeutoc'h evit 10.000 skouerenn) he deus levezonet an AR-10 kalz fuzuilhoù-arsailh a-vremañ abalamour d'he danvez ha d'he stumm. Familh an armoù doare AR-15 implijet er bed a-bezh hiziv-an-deiz zo awenet gant an AR-10.
AR-10 | |
---|---|
Un AR-10 stumm Portugal | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Mont en-dro | Fuzuilh-arsailh aotomatek ha damaotomatek |
Munisionoù | 7,62 × 51 mm |
Ijinour | Eugene Stoner |
Produerien | ArmaLite Artillerie-Inrichtigen Colt |
Mare produiñ | Abaoe 1956 |
Mare implij | 1958-1985 ( Soudan)
1960-1976 ( Portugal) |
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù) | |
Mas (hep kartouchenn) | Etre 3,290 kg ha 4,050 kg |
Hirder | 1.050 mm |
Hirder ar c'hanol | 528 mm |
Perzhioù all | |
Lusk-tennañ | 700 tenn/mn e mod aotomatek |
Hed-tenn pleustrek | 600 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 820 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 20 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Istor ha stummoù
kemmañDeroù Stoner e ArmaLite
kemmañE 1952 e oa bet savet ur fuzuilh-vorailh anvet ParaSniper gant an ijinourien stadunanat Georges Sullivan ha Charles Dorchester. Graet e oa he lamm e plastik hag he c'hanol en aluminiom, a oa danvezioù nevez evit an armoù d'ar poent-se. E 1954 e voe prenet o embregerezhig gant ar strollad Fairchild hag adanvet e voe ArmaLite. Er memes bloavezh e kejas Georges Sullivan gant Eugene Stoner en ur stand tennañ e Kalifornia[2]. Stoner, bet armeurer evit ar 1st Marine Division da vare emgannoù ar Meurvor Habask, en doa savet pimpatromoù armoù, en o zouez ur fuzuilh damaotomatek kambret e .30-06 Springfield anvet M5 e 1952.
Stoner a grogas da labourat evit ArmaLite. E fuzuilh M5 a gemmas en ur zegas dezhi soñjoù implijet er ParaSniper : ur c'hanol aluminiom hag ul lamm e neud gwer, met kambret e .308 Winchester. Gwerzhet e voe gant ArmaLite dindan an anv AR-3.
Ar raktres X01
kemmañEr memes koulz e laboure Stoner war ur raktres fuzuilh aotomatek nevez. Abaoe 1945 e klaske an US Army dre ar program Lightweight Rifle Program pourvezañ e soudarded gant ur arm damaotomatek nevez skañvoc'h evit seizh lur a bouez (3,18 kg). Stoner a savas stumm kentañ an AR-10 oc'h adimplijout gwikefre kulasenn ar vindrailherez skañv Johnson M1941 bet gwelet gantañ er brezel, ha sistem amprest gazoù ar fuzuilh c'hall MAS 49. X01 e voe anvet an arm nevez. Kambret e oa e .30-06 Springfield.[2]
E 1955 e kinnigas ar stumm X02, kambret e 7,62 × 51 mm, ar c'halibr a oa bet dibabet e 1954 evit armoù-skoaz an AFNA. Ur fust e plastek a oa dezhi, hag ur golo-fiñv war ar gulasenn evit gwareziñ anezhi. Ul lunedenn a oa montet dre ziouer war an arm peogwir e soñje da Stoner e oa tonket ar c'houchoù hengounel da vont da get.
E 1956 e voe kinniget an X03, ur stumm nevez dezhañ ur voestad-kulasenn en aluminiom penn-da-benn. N'en doa ket lunedenn ebet ken met ur c'houch adarre. Un dornell a oa savet warnañ evit aesaat e zougen. Ur c'huzh-tan a oa e beg e ganol evit gwellaat ar mestroniañ eus an arm da vare an tennañ. Anvet e voe ar pimpatrom AR-10 A. An US Army a blijas dezhi ar fuzuilh nevez. Un nebeud cheñchamantoù (stanker-kulasenn hag ibiloù da c'hellet distagañ aes an arm e div lodenn) a voe degaset war ar stumm AR-10 B.[2]
Amprouennoù evit an US Army
kemmañAn AR-10 B a oa da vezañ amprouet a-raok bezañ degemeret gant an arme en ur mod ofisiel. Siwazh evit ArmaLite e oa karget ar Springfield Armory eus an amprouennoù. Ar Springfield Armory en doa savet dija pimpatrom ar fuzuilh M14 evit an arme hag uhelaat a reas standardoù an amprouennoù evit an AR-10 nemetken pa gomprenas e oa evit o fuzuilh e-keñver kaier-kargoù an arme. Nac'hañ a reas neuze Springfield Armory e vije degemeret an AR-10 gant an arme diwar abegoù douetus.
E miz Gouere 1957 e voe sinet ur gevrat etre ArmaLite hag an embregerezh-stad Artillerie-Inrichtigen (Izelvroioù) evit produiñ an AR-10 a-rummadoù, peogwir ne oa ket bras a-walc'h an embregerezh stadunanat evit en ober e-unan. E miz Genver 1958 e voe savet ar skouerenn gentañ eno, evit arme Portugal dreist-holl.[2]
Fin ar produiñ
kemmañE 1959 e voe gwerzhet gwirioù an AR-10 d'an embregerezh Colt. Produiñ an arm en Izelvroioù a chomas a-sav e 1961 evit abegoù politikerezh etrebroadel. An AR-15 a voe awenet gant an AR-10 ha gwerzhet kalz gwelloc'h evitañ, abalamour e teuas da vezañ arm standart an US Army dindan an anv M16. War-dro 10.000 skouerenn eus an AR-10 a voe produet hepken.[1]
Implijerien
kemmañ- Kuba : ur c'hant AR-10 bennak a voe urzhiet gant an diktatour Batista. Degemeret e voent e Kuba gant Fidel Castro ur wech trec'het Batista hepken.
- Italia : war-dro tri-ugent AR-10 izelvroat a voe pourvezet da nerzhioù ispisial ar vro e 1961.
- Portugal : arme, dindan an anv M961. Ar braz eus an AR-10 produet a voe evit ar vro-se. Implijet e voe da skouer gant ar Caçadores Paraquedistas (harzlammerien) da vare brezelioù-didrevadenniñ diktatouriezh Salazar en Angola hag e Mozambik. E 1960 e verzas an Izelvroioù produiñ fuzuilhoù AR-10 evit arme Portugal abalamour e save Izelvroiz a-enep d'ar brezelioù kaset gant Salazar.[2]
- Soudan : arme
An AR-10 a voe amprouet e kalz broioù european all evel e Frañs (1956-1957) pe en Alamagn. Daoust d'he ferzhioù mat ne voe ket dibabet evit an armeoù abalamour d'he friz, teir gwech uheloc'h evit hini an HK G3 da skouer.
Levrlennadur
kemmañ- (en) PUTNAM EVANS Joseph, The ArmaLite AR-10 World's Finest Battle Rifle, Collector Grade Publications, 2016, 416 p.