An M14 a zo ur fuzuilh aotomatek pe damaotomatek (hervez ar stummoù) implijet evel arm standart e rannoù 'zo eus arme Stadoù-Unanet Amerika etre 1957 ha kreiz ar bloavezhioù 1960. Ar fuzuilh emgann standart diwezhañ eo bet er vro-se a-raok donedigezh ar fuzuilhoù-arsailh modern.

Fuzuilh M14
Skeudenn ar pennad M14 (fuzuilh)

Ur fuzuilh M14 dezhi he c'harger 20 kartouchenn
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Fuzuilh-arsailh aotomatek (stumm kentañ) / damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù 7,62 × 51 mm
Produerien Springfield Armory
Winchester
Harrington & Richardson
TRW
Skouerennoù produet War-dro 1,3 milion
Mare implij 1957-1964 (evel arm standart arme SUA)
Pouez ha muzulioù (stumm orin)
Mas 3,88 kg
Hirder 1.120 mm
Hirder ar c'hanol 559 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 457 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 853 m/s
Endalc'h Karger-fiñv 20 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Er bloavezhioù 1950 e voe choazet ar 7,62 × 51 mm (pe .308 Winchester evit e stumm sivil) evel kalibr standart armoù-skoaz an AFNA. Rankout a reas ar Stadoù-Unanet sevel un arm-skoaz nevez evit azasaat ouzh ar munisionoù nevez[1]. Pevar arm-skoaz ganet da vare an Eil Brezel-bed a veze implijet betek-neuze, dezhe kalibroù disheñvel : ar fuzuilh damaotomatek M1 Garand (kalibr .30-06 Springfield), ar garabinenn M1 (e .30 Carbine), ar bistolenn-vindrailher M3A1 Grease Gun (e .45 ACP) hag ar fuzuilh-vindrailher BAR (e .30-06 Springfield)[2].

En arsanailh Springfield e voe savet an M14, ur fuzuilh deveret eus an M1 Garand, kambret e 7,62 mm, dezhi ur c'harger 20 tenn (e-lec'h 8 evit ar Garand)[1]. He c'houch hag e flatinenn a oa heñvel ouzh reoù ar Garand[2]. Choazet e voe evel arm standart gant an arme stadunanat e 1957. Pourvezet e voe d'an US Army adalek 1958 ha d'an US Marine Corps goude. Aotomatek e oa stummoù kentañ an M14, met dre ma oa diaes mestroniañ an tennoù aotomatek war un arm skañv kambret e 7,62 mm e voe treuzfurmet kalz skouerennoù evit lakaat o flatinenn da vezañ damaotomatek[1].

 
Soudard amerikan gantañ un M14 o sellet ouzh dafar harzlammet da vare an oberiadur Junction City (1967) er Viêt Nam.

Implijet e voe an M14 e brezel Viêt-Nam dreist-holl. Ne reas ket berzh eno : rebechet e veze dezhi bezañ re bonner ha re hir evit an emgannoù en un endro enni kalz struzh. Diaes e oa mestroniañ an tennoù e mod aotomatek, ha breinañ a rae buan he lamm hag he fust koad kraoñ pe koad bezv e koñdisionoù gleb ha tomm ar janglenn. Hervez un diell produet gant an USACGSC e voe chomet a-sav gant produiñ an M14 e 1963 goude ma vije bet embannet gant kontrollerien an US Army e miz Gwengolo 1962 e oa «izeloc'h» evit M1 Garand an Eil Brezel-bed hag an AR-15 nevez-savet. 500 milion a zollaroù a oa bet gouestlet da brogram sevel ha produiñ an M14[3]. Hemañ a voe dibabet evel arm-skoaz standart nevez an US Army adalek 1964 dindan an anv M16. Miret e voe an M14 en he stumm fuzuilh-resisted, dezhi ul lunedenn, dindan an anv M21[2]. Implijet e vez c'hoazh an M14 evel arm-lid gant gwarded an 3e rejimant troadeien (The Old Guard) e bered vroadel Arlington (Virginia)[4].

Ur stumm sivil anvet Springfield Armory M-1A a voe deveret anezhi. E-touez adstummoù an M-1A e kaver an National Match savet evit ar sportoù tennañ, hag unan Scout[2].

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.147
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (fr) LONASSAC, Le Springfield Armory M1-A, e Cibles n°649, miz Gouere 2024, pp. 48-53
  3. (en) KAY Bruce I., An Analysis of the Infantry's Need for an Assault Submachine Gun, diell an USACGSC, 10/06/1977, pellgarget d'an 08/08/2024)
  4. (en) Weapons war bajenn ar Society of the Honor Guard (lennet d'an 08/08/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan