Fulgencio Batista y Zaldívar, lesanvet El Mulato Lindo (an hiron koant), El Hombre (ar gwaz), ganet d'ar 16 a viz Genver 1901 e Banes, tri bloaz bennak goude dieubidigezh ar vro diouzh trevadennerien Spagn, e proviñs Oriente (hiriv e proviñs Holguin), e Kuba, a oa un ofiser eus arme Kuba, deuet da vout politikour ha prezidant ar republik entre 1940-1944, ha diktatour goude un taol-stad e 1952, dilennet e 1954 ha diskaret e 1958.

Fulgencio Batista
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKuba Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFulgencio Batista Zaldívar Kemmañ
Anv ganedigezhFulgencio Batista Kemmañ
Anv-bihanFulgencio Kemmañ
Anv-familhBatista Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekZaldívar Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Gen 1901 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBanes Kemmañ
Deiziad ar marv6 Eos 1973 Kemmañ
Lec'h ar marvMarbella Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhSan Isidro Cemetery Kemmañ
PriedMarta Fernandez Miranda de Batista, Elisa Godinez Gomez de Batista Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Micherpolitiker, milour Kemmañ
KargPresident of Cuba Kemmañ
Deroù ar prantad labour1921 Kemmañ
Strollad politikelLiberal Party of Cuba, Democratic Socialist Coalition, Progressive Action Party Kemmañ
RelijionRoman Catholic Kemmañ
Perzhiad eCuban coup d'etat of 1933, Eil Brezel-bed, Cuban Revolution Kemmañ
Grad milourelmajor jeneral Kemmañ
BrezelCuban Revolution Kemmañ
Skour luRevolutionary Army Kemmañ
Prizioù resevetGrand Cross Special Class of the Order of Merit of the Federal Republic of Germany, Grand Cross of the Military Merit - White Badge Kemmañ
Fulgencio Batista

E dad, Belisario Batista Palerma, a oa ur guajiro (kouer). Mervel a reas e dud a-raok e 13 vloaz. Kuitaat a reas ar skol da vezañ darbarer kemener. Labourat a reas el labouradegoù-sukr a-raok mont da studiañ da vezañ perukenner ha troc'her barv. A-benn ar fin, da 20 vloaz, ez eas da soudard.

Politiker

kemmañ
 
Batista (en dorn kleiz) gant e bried kentañ, Elisa Godinez-Gómez, da-geñver ur weladenn e Washington D. C. en 1938.

Aozañ a reas ur sistem preizherezh en e vro gant skoazell ar mafia stadunanat a rene war an douristelezh, dindan lasoù Lucky Luciano, Meyer Lansky ha Santo Trafficante.

Lamm a voe roet dezhañ gant Dispac'h Kuba (1958-1959), renet gant Fidel Castro.

Tec'hel a reas eus Kuba, gant milionoù a zollaroù, d'an 31 a viz Kerzu 1958, da glask repu d'ar Republik Dominikan. D'ar 1añ a viz Genver 1959 e tegouezhas e La Habana un dek mil brezelour eus arme Fidel Castro.

Manuel Urrutia a voe anvet da brezidant, Fidel Castro da bennkomandant an arme, ha da pennministr d'ar 16 a viz C'hwevrer 1959.

Alese ez eas Fulgencio Batista da chom da Enez Madeira. Echuiñ a reas e vuhez e Spagn ha mervel a reas d'ar 6 a viz Eost 1973, d'an oad a 72 vloaz, e Guadalmina, e-kichen Marbella, en Andalouzia, manket dezhañ e galon. Hervez lod, hogen hep prouenn, e vije bet kaset ur strollad muntrerien gant Fidel Castro, daou zevezh a-raok e varv, d'e lazhañ.