Springfield Model 1861

Ar Springfield Model 1861 (Springfield doare 1861) a oa ur fuzuilh-vousked (da lavaret eo ur mousked rizennet e ganol) un-tenn, dezhi boledoù Minié, implijet gant an United States Army hag an U.S. Marines e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. 800.000 skouerenn anezhi a voe produet e arsanailh Springfield (Massachusetts)[3], ha 200.000 skouerenn all en un ugent embregerezh bennak etre 1861 ha 1865[4]. Implijet e voe kalz en US Army e-pad ar Brezel diabarzh dre ma oa resis, ma tenne pell hag e oa un arm a fiziañs.

Springfield Model 1861
Skeudenn ar pennad Springfield Model 1861

Ur fuzuilh Springfield Model 1861
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mont en-dro Mousked rizennet e ganol
Kalibr .58 (14,73 mm)
Produerien Springfield Armory
Colt's Patent Firearms Manufacturing Company[1] Providence Tool Company
Amoskeag Manufacturing Company
Eagle Manufacturing Company
Lamson, Goodnow & Yale[2]
Alfred Jenkins & Sons
Starr Arms Company
Mare produiñ 1861-1865
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,1 kg
Hirder 1.400 mm
Hirder ar c'hanol 1.000 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Etre 180 ha 370 m
Lusk tennañ teorikel Hervez an tenner, peurliesañ 2 pe 3 zenn/mn
Tizh o vont e-maez Etre 300 ha 430 m/s
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D
Ar Marine Corps Historical Company oc'h adkargañ o Springfield Model 1861 e-pad ul lid istorel.

Kopiennoù modern eus an arm a vez produet hiziv-an-deiz gant an embregerezh italian Pedersoli[5].

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) HOUZE Herbert G., COOPER Carolyn C., Samuel Colt: Arms, Art, and Invention, Yale University Press, 2006
  2. (en) BROWN Carrie,Guns for Billy Yank: The Armory in Windsor Meets the Challenge of Civil War. (pellgarget d'ar 25/07/2024)
  3. (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 62-63
  4. (en) Model 1861 U.S. Rifle Musket, National Museum of American History (lennet d'an 10/10/2024)
  5. (fr) Hervez lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 10/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan